Lunedoù-heol

Eus Wikipedia
Lunedoù-heol en heol
Paul Newman gant lunedoù-heol

Al lunedoù-heol zo lunedoù a zo graet evit servij da wareziñ an daoulagad diouzh an heol.

Pa vez heol bras e vez poanius d'an daoulagad e micherioù zo. Tud zo ivez o devez daoulagad tener pa vez ur banne heol.

Giz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-lec'h lakaat al lunedoù war ar fri e plij da dud zo o lakaat war o fenn da zerc'hel o blev. Pa ne vez ket blev e vez gwisket evel ur ouel vihan pe un talgen. Ganet e vije ar c'hiz-se e-touez tud ar chobiz a implij seurt lunedoù evit chom hep bezañ anavezet. A-benn ar fin e oa deuet da vezañ merk ar metoù. Bremañ eo skignet ar c'hiz en holl vetoùioù.