Mont d’an endalc’had

Janed Belleville

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Jeanne de Belleville)
 Jeanne de Belleville
& de Clisson

Anv Jeanne Louise de Belleville
& de Clisson, Dame de Montaigu
Lesanvioù Jeanne de Belleville, Tigrez Breizh,
Leonez Klison, Al leonez wadek

Ganedigezh 1298 e Belleville-sur-Vie
Poatev Poatev, Bro-C'hall
Marv 1359 en Henbont
Bro-Gwened Bro-Gwened, Breizh
Broadelezh Gall (ganedigezh)
Breizhat (marv)
Priedoù ha bugale
Priedoù Jafrez VIII Kastell-Briant († 1326)
Olier IV Klison († 1343)
Sir Walter Bentley († 1359)
Bugale Olier V Klison (1336-1407)
Kourserezh
Feizleunder Yann IV (dug Breizh)
Prantad 13431356

Jeanne Louise de Belleville & de Clisson, Dame de Montaigu, anavet evel Janed Belleville, "Leonez Breizh", "Leonez Klisun", "Al leonez wadek" "Tigrez Breizh", (Belleville-sur-Vie, 1298Henbont, 1359), a oa un uheliadez eus Vendée.

A-c'houde lazhidigezh he fried Olier IV Klison war gourc'hemenn roue Bro-C'hall e stourmas ouzh ar gurunenn c'hall e Brezel hêrezh dugelezh Breizh (1341-1364) e-kerzh ar Brezel Kant Vloaz (1337-1453) ; gwell e voe dezhi brezeliñ war vor eget war zouar evit argas an armeoù gall er-maez eus tiriad Breizh, setu e troas da gourserezh : treuziñ Mor Breizh a eure, prenañ listri e Bro-Saoz ha tagañ listri gall ; alies e lazhe ar skipailh en ur lezel ur moarer bev hepken, dezhañ da gas keloù da roue Bro-C'hall.

♦ Janed Belleville

Ganet e oa bet e Belleville-sur-Vie e Vendée, merc'h da Létice de Parthenay (c. 1275 – ?) hag he fried Maurice IV de Belleville (c. 1260c. 1303), aotrou Montaigu, La Garnache, Châteaumur, Palluau ha Beauvoir-sur-Mer.

Ken abred hag ar bloaz 1312 e voe euredet d'an uhelad breizhat Jafrez VIII Kastell-Briant (1293-1326) ; daou vugel o devoe :

  • Jafrez IX (ganet e 1314), a voe baron war douaroù e dad kent mervel en Emgann ar Roc'h-Derrien e 1347) ;
  • Louise (1316-1383), a zimezas gant Guy XII de Laval ; baronez Kastell-Briant e voe goude marv he breur[1].

E 1328, daou vloaz goude marv he fried kentañ, ez addimezas Jeanne de Belleville gant un uhelad breizhat all, Gwion VII Pentevr (1287-1331), eil mab Arzhur II ha breur Yann III ; intañv e oa, pa oa marvet e wreg Jeanne d'Avaugour e 1327, hag ur bugel dezhañ : Janed Pentevr (1319-1384)), a voe dugez Breizh. Pevarzek ha daouzek vloaz e oa bugale Jeanne de Belleville, marteze he devoa asant d'an dimeziñ evit o gwareziñ.
Ne badas ket an eured avat, rak izili tiegezh dug Breizh diouzh tu Charlez Bleaz a savas klemm dirak eskoptioù Naoned ha Roazhon evit gwareziñ o hêrezh ; d'an 10 a viz C'hwevrer 1330 e c'houlennas ar pab Yann XXII digant an daou eskopti ma vije enklasket an afer, ha nullet e voe an dimez[2]. Tri bloaz goude e varvas Gwion VII Pentevr, oadet 44 bloaz.

Er bloaz 1340 e timezas Janed Belleville gant Olier IV Klison, ur Breizhad all, en devoa ur c'hastell e Klison, ur maner e Naoned ha douaroù e Blaen ; intañv e oa Olier a-c'houde marv e wreg Blanche de Bouville e 1329.
Janed a oa mestrez war zouaroù e Vendée er su da vevennoù Breizh, adalek Beauvoir-sur-Mer er c'hornôg betek Châteaumur er gevred da Glison. Dre an eured e vije ar c'houblad o ren war marzh kreisteizat Breizh. Pemp bugel o devoe Janed hag Olier :

  1. Isabeau a Glison (ganet kent an eured, e-tro 1325, † 1343) ; dimezet gant Yann I, aotrou Reoz, ha mamm Yann II Reoz ;
  2. Maoris (1333-1334) ;
  3. Olier V Klison ;
  4. Gwilherm (1338-1345), marvet diwar yenijenn goude peñse pennlestr e vamm ;
  5. Janed (1340 – ?), dimezet er bloavezhioù 1360 gant Sir John Harpeden I, marc'heg, aotrou Belleville ha Montaigu, senesal Saintonge (1371-72) hag Aquitaine (1385-89)[3].
♦ Janed Klison
Kastell Klison

Pa grogas Brezel hêrezh dugelezh Breizh e 1341, an tiegezh a Glison a savas a-du gant ar C'hallaoued evit ma vije lakaet Charlez Bleaz da zug Breizh ; ur rann eus an tiegezh avat, kaset gant Amaury a Glison, breur Olier IV, a ziuzas kostezenn Yann Moñforzh. E miz Genver 1341, ar gurunenn c'hall a gasas he letanant Robert VIII Bertrand de Bricquebec (1273-1348) d'en em staliañ e kastell Blaen evit skorañ Charlez Bleaz.
E 1342, goude peder argadenn en aner, e teuas a-benn ar Saozon da gemer Gwened ha da bakañ Olier IV a-gevret gant Herve VII Leon. Kaset da Londrez e voe Herve, hogen en e frankiz e voe lakaet Olier, eskemmet ma voe ouzh ar c'hont Ralph I Stafford a oa dalc'het gant ar C'hallaoued — dirak ken aes un diskoulm, Charlez Blez a damallas na vout difennet kêr Wened da Olier, a voe lakaet da drubard.
D'an 19 a viz Genver 1343 e voe sinet Treverz Malastred gant ar rouaned Philippe VI hag Edward III, a oa da badout betek an 29 a viz Gwengolo ; e dibenn miz Gouere ez eas Olier IV da gemer perzh en un tournamant dalc'het e Pariz — eno e voe paket avat, ha dibennet hep prosez d'an 2 a viz Eost war gourc'hemenn ar roue gall ; c'hwec'h aotrou brezhon all ha pevar floc'h a voe lakaet d'ar marv d'an 29 a viz Du, an holl abalamour ma oant savet a-du gant Yann Moñforzh. Krouget e voe korf dibennet Olier IV ha kaset e benn da Naoned, ma voe lakaet war beg ur goaf ha staliet war Dor Sauvetout ramparzhioù kêr, da c'houzaviñ an holl[4].
Droug a savas gant Janed Klison a-zivout ar muntr sevenet gant roue Bro-C'hall ha Charlez Bleiz ; ha hi ha mont gant he mibien Olier (7 vloaz) ha Gwilherm (5 vloaz) da Naoned, gounez eno ma voe roet penn he fried dezhi, ha kregiñ da aozañ kaout he dial.

♦ Leonez Klison

Goude gwerzhet glad Klison ha dastumet un armead 400 den e krogas da arsailhañ nerzhioù gall e Breizh : e kastell Touffou e-kichen Bignon e roas he anv, digoret e voe dezhi, ha lazhet e voe ar gwarnizon war bouez e benn, Guillaume le Galois de la Heuze ; gwarnizon Kastell-Tepaod a voe arsailhet ganti ivez. E miz Kerzu 1343 e voe forbannet Janed Klison eus rouantelezh Bro-C'hall ha diberc'hennet e voe diouzh ar peurrest eus he madoù.[5]

Ne voe ket abafet he zaeroni : pa ne chome douar ebet ganti e tivizas stourm war vor. Gant harp aotrouien e Breizh hag Edward III e Bro-Saoz e sternias tri lestr, a lakaas livañ e du gant gouelioù ruz-gwad. He daou vab ganti bepred e krogas da dagañ listri gall e Pleg-mor Bizkaia gant he Black Fleet, he Lestraz Du, kent preizhañ war Mor Breizh dreist-holl.[5][6]
Dizehan e harellas listri gall ; skipailhoù gall a-bezh a voe lazhet, war-bouez un nebeud moraerien a dalveze da destoù dirak o fennadurezhioù. Dre-se e c'hounezas Janed Klison meur a lesanv kriz pe grisoc'h.[5]
E 1345 e voe kaset he fennlestr d'ar strad ; tec'hel en ur c'hanod gant he mibien a eure Janed, ha drivañ e-pad un nebeud devezhioù. Mervel a reas he mab Gwilherm, 7 vloaz, kent ma voe sikouret e vamm hag e vreur ha kuzhet e Montroulez gant aduidi Yann Moñforzh[7].
Pelloc'h e kavas repu e Bro-Saoz, gant he mab Olier bepred. Eno, e 1349, e timezas gant Sir Walter Bentley, letanant da Edward III e Breizh ha kabiten an nerzhioù saoz a stourm a-du gant Yann Moñforzh enep Charlez Bleaz[8] C'hoazh ur wezh ez emezellas ur pab e buhez Leonez Breizh : Klemañs VI, ur mignon bras d'ar C'hallaoued, a skrivas da Edward III diwar c'houlenn roue Bro-C'hall evit ma paouezje "Tigrez Breizh" da harellat al listri gall[9].

♦ En Henbont

Tost da 60 vloaz e oa Janed Klison pa zivizas paouez da redek mor. E 1356 e tistroas da Vreizh ; peogwir n'he devoa mui madoù dezhi e chomas en Henbont, e ti Yann Moñforzh. Er bloaz 1359 e varvas he fried, hag en hevelep bloaz ez eas "Leonez Breizh" da Anaon. Er bloaz-se end-eeun e teuas he mab Olier da vrezeliñ e-kichen Edward III ha Yann IV Moñforzh enep Bro-C'hall kent treiñ e borpant.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (la) (fr) (Aozer dianav). Moranvillé, H. Chronographia Regum Francorum. Paris : Librairie Renouard, 1893 • levrenn II (1328-1380) p. 205-206.
  • (fr) Gicquel, Yvonnig. Olivier de Clisson (1336-1407) : connétable de France ou chef de parti breton ?. Paris : Jean Picollec, 1981 (ISBN 978-2-86477-025-1)
  • (en) Henneman, John Bell. Olivier de Clisson and Political Society in France Under Charles V and Charles VI. Philadelphia. PA : University of Pennsylvania Press, 1996 (ISBN 978-0-8122-3353-7)
  • (fr) Pocquet du Haut-Jussé, B.-A. Les papes et les ducs de Bretagne. Speied : Coop Breizh, 2000 (ISBN 978-2-84346-077-7)
  • (en) Wagner, John A. Encyclopedia of the Hundred Years War. Wesport, CT. : Greenwood, 2006 (ISBN 978-0-313-32736-0)
  • (fr) Richard, Philippe. Olivier de Clisson – Connétable de France, grand seigneur breton – 1336-1407. Paris : Éditions Opéra, 2007 (ISBN 978-2-35370-030-1)
  • (fr) Durel, Élie. Jeanne de Belleville – LA Tigresse bretonne. Sant-Maloù : Éditions l'Ancre de Marine, 2010 (ISBN 978-2-84141-333-1)
  • (fr) Lapouge, Gilles. Les Pirates, forbans, flibustiers, boucaniers et autres gueux de mer. Paris : Libretto, 2012 (ISBN 978-2-7529-0819-3)
  • (en) Sook Duncombe, Laura. Pirate Women – he Princesses, Prostitutes, and Privateers Who Ruled the Seven Seas. Chicago, IL. : Chicago Review Press, 2017 (ISBN 978-1-61373-604-3)
  • (la) (fr) Mollat, G. Jean XXII (1316-1334) – Lettres Communes. New York : Wentworth Press, 2018 (ISBN 978-0-270-44354-7)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) Buffé, Marcel. Châteaubriant, une cité dans l'histoire - De la préhistoire à nos jours. Éditions Cid, 1983 (ISBN 978-2-904633-03-4)
  2. (la) Coulon, Auguste & Clémencet, S. (1962). Lettres secrètes et curiales du pape Jean XXII (1316-1334) relatives á la France, extraites des registres du Vatican - Volume 4. Generic, 2019 (ASIN ‏B08BL6V8JD) • p. 103-b, lizher 4095.
  3. Henneman, 1996.
  4. (fr) Le Moyne de la Borderie, Arthur. Histoire de la Bretagne. Rennes, Paris : Imprimerie H. Vatar, 1899 • Levrenn III, pp. 481-487.
  5. 5,0 5,1 ha5,2 Sook Duncombe, 2017.
  6. (en) Vencel, Wendy. Women at the Helm: Rewriting Maritime History through Female Pirate Identity and Agency (2018). Undergraduate Honors Thesis Collection. 452. Butler University.
  7. Richard, 2007.
  8. Wagner, 2006.
  9. Gicquel, 1981.