Mont d’an endalc’had

Aung San Suu Kyi

Eus Wikipedia

An anv-bihan eo Aung San Suu Kyi hervez giz Myanmar ; n'eus anv-tiegezh ebet.


An itron Aung San Suu Kyi
ဒေါ်အောင်ဆန်းစုကြည်
Aung San Suu Kyi e kurunadur Naruhito (1 a viz Mae 2019)
Ditouroù personel
Ganedigezh19 a viz Mezheven 1945
Yangon, Myanmar Myanmar
Tud• Mamm : Khin Kyi (1912-1988)
• Tad : Aung San (1915-1947)
StummadurSkol-veur Delhi
St Hughe's College, Oxford
Skol-veur London
PriedMichael Aris (1946-1999)
(Dimez e 1972)
Bugale2
Kargoù gouarnamantel
Kuzulierez-Stad Myanmar
6 a viz Ebrel 20161 a viz C'hwevrer 2021
Maodiernez Burev ar Prezidant
30 a viz Meurzh 20161 a viz C'hwevrer 2021
Maodiernez an Aferioù Estren
30 a viz Meurzh 20161 a viz C'hwevrer 2021
Maodiernez an Deskadurezh
30 a viz Meurzh 20165 a viz Ebrel 2016
Maodiernez an Tredan hag ar Gremm
30 a viz Meurzh 20165 a viz Ebrel 2016
Kargoù politikel
Pennsekretourez ar C'hevre Broadel evit an Demokratelezh
Abaoe an 27 a viz Gwengolo 1988
Kadoriadez ar C'hevre Broadel evit an Demokratelezh
13 a viz Kerzu 201128 a viz Meurzh 2023
Kannadez Kawhmu er Vodadenn vroadel
13 a viz Kerzu 201128 a viz Meurzh 2023

Mouezh Aung San Suu Kyi

BBC Radio4, 27/01/2013

Aung San Suu Kyi (birmaneg : အောင်ဆန်းစုကြည် [àuɴ sʰáɴ sṵ tɕì]), bet ganet d'an 19 a viz Mezheven 1945 e Yangon, zo ur bolitikerez, un diplomatez hag ur skrivagnerez virman hag a voe Kuzulierez-Stad Myanmar ha Maodiernez an Aferioù Estren adalek 2016 betek 2021. Bet eo pennsekretourez ar strollad politikel Kevre Broadel evit an Demokratelezh (KBD) abaoe e grouidigezh e 1988, ha kadoriadez anezhañ pa oa ur strollad lezennel adalek 2011 betek 2023.
Hollbouezus e voe perzh Aung San Suu Kyi en tremen eus ar juntenn vilourel d'un demokratelezh darnel er bloavezhioù 2010. Er bed a-bezh ez eus bet sellet outi evel ouzh renerez de facto Myanmar adalek 2016 betek 2021[1],[2],[3]. Priz Nobel ar Peoc'h a voe deroet dezhi e 1991.

Merc'h yaouankañ ar bolitikerez ha diplomatez Khin Kyi (1912-1988) hag Aug San (1915-1947),  Tad ar Vroad  e Myanmar, eo Aung San Suu Kyi.
Echu ganti he studi e Skol-veur Delhi (India) e 1954 ha St Hugh's College en Oxford (Bro-Saoz) e 1968 e labouras en Aozadur ar Broadoù Unanet (ABU) e-pad tri bloaz. E 1972, oadet a 27 vloaz, e timezas gant an istorour breizhveurat Michael Aris (1946-1999) ; daou vugel o deus bet.

Brud a zeuas da Aung San Suu Kyi a-c'houde  Emsavadeg 8888  an 8 a viz Eost 1988 (8/8/88) a-enep ar juntenn vilourel a rene ar vro abaoe taol-Stad an 2 a viz Meurzh 1962, pa voe dilennet da bennsekretourez KBD, a oa bet diazezet ganti a-gevret gant pennadurezhioù al lu war o leve hag a save enep ar juntenn vilourel.
KBD a c'hounezas dilennadegoù 1990 gant 81% eus an azezennoù er Parlamant, hogen nullet e voe an disoc'h rak Kuzul-Stad ar Peoc'h hag an Diorroadur — da lavaret eo ar gouarnamant milourel – a nac'has dilezel ar galloud, ar pezh a lakaas un huadeg da sevel er bed a-bezh. Bac'het e oa bet Aung San Suu Kyi a-raok an dilennadeg, ha bac'het e chomas en he zi e-pad hogozik 15 vloaz diwar 21 adalek 1989 betek 2010, ar pezh he lakaas da unan eus prizonidi bolitikel bennañ ar bed[4]. E 1999, ar magazin stadunanat Time hec'h anvas da unan eus "bugale Gandhi" hag e hêrezh-spered a-fet nann-feulster[5]. Chom bev a reas goude ma voe klasket he muntrañ d'an 30 a viz Mae 2003 e-kerzh lazhadeg Dipellyainn, ma voe lazhet tremen 70 den eus KBD pe a-du gantañ.

Dre ma voe boikotet dilennadegoù ar bloaz 2010 gant KBD e voe trec'h Strollad an Unaniezh, ar C'henskoazell hag an Diorroadur (SUKD), a oa skoret gant ar vilourien. E 2012 e c'hounezas KBD 43 eus ar 45 azezenn a oa vak er Parlamant, ha dilennet e voe Aung San Suu Kyi da gannadez. E 2015, KBD a c'houzezas 86% eus an holl azezennoù er Parlamant pa oa 67% trawalc'h evit kaout ar muiañ-niver a oa ret evit ma vefe dilennet Prezidant Myanmar gant ar strollad. Berzet e oa da Aung San Suu Kyi bout prezidantez avat, dre ur mellad er Vonreizh rak estren e oa he fried hag he bugale, met da Guzulierez-Stad Myanmar e voe anvet, eleze d'ur gefridi par da Bennvaodiernez pe benn ar Gouarnamant.

Pa voe Kuzulierez-Stad e voe kavet abeg en Aung San Suu Kyi gant meur a Stad, aozadur ha den brudet abalamour ma chomas Myanmar hep respont da c'houennlazh ar boblad Rohingya, a zo muzulmiz, er Stad Rac'hin (ရခိုင်ပြည်နယ်) ha ma nac'has anzav e oa bet graet lazhadegoù gant an nerzhioù milourel[6],[7],[8]. P'edo e penn ar Gouarnamant e voe kavet abeg da Vyanmar ivez peogwir e kase kazetennerien d'al lezoù-barn[9]. E 2019, Aung San Suu Kyi a voe el Lez-varn Etrebroadel e Den Haag, ma tifennas arme Myanmar a-enep lavaroù gouennlazh e-keñver ar boblad Rohingya.

Daoust d'he strollad en devout gounezet an dilennadegoù hollek e 2020, harzet e voe Aung San Suu Kyi d'ar 1 a viz C'hwevrer 2021 goude taol-Stad an arme a adkemeras ar galloud digant KBD en deiz-se end-eeun ; kement-se a loc'has enebadur ha manifestadegoù nann-feuls er vro a-bezh. Meur a felladenn a voe tamallet dezhi, ha d'ar 6 a viz Kerzu 2021 e voe kondaonet da 4 bloavezh toull-bac'h diwar div anezho. D'an 10 a viz Genver 2022 e voe kaondaonet da 2 vloavezh ouzhpenn diwar veur a felladenn all[10]. D'an 12 a viz Here 2022, e voe tamallet div felladenn all en abeg da c'houbrenerezh, ha kondaonet e voe da 2 wezh 3 bloavezh toull-bac'h c'hoazh[11]. D'an 30 a viz Kerzu 2022 ec'h echuas he frosezioù gant tamalloù all ha 7 bloavezh toull-bac'h e-skeud goubrenerezh arre. En holl ez eo bet kondaonet Aung San Suu Kyi da 33 bloavezh toull-bac'h[12], a voe krennet da 27 bloavezh e miz Gouhere 2023[13].

Ar Broadoù Unanet, an darn vuiañ eus Stadoù Europa ha Stadoù-Unanet Amerika a gondaonas an harzidigezhioù, ar prosezioù hag an devarnoù, o tisklêriañ e oant politikel[14].

N'eus anv-tiegezh ebet e sevenadur Myanmar. Tri anv-bihan zo e Aung San Suu Kyi : "Aung San", anv an tad ; "Suu", anv mamm an tad hag an deiz ma voe ganet ar plac'h (ur Meurzh) ; "Kyi", anv ar vamm[15].

Atav ec'h eer dre Daw (ဒေါ်, ['dɔ:]), "Moereb", ouzh Aung San Suu Kyi ; un titl enorus eo Daw, a zeroer d'ur vaouez koshoc'h hag azaouezet. Dre Madam ("Itron") e troer Daw e saozneg, met the Lady ("an Itron") a vez graet anezhi er bed saozneger.[16]. Daw Suu hag Ami Suu (အမေစု, "Mamm Suu"), a vez graet anezhi ivez[17].

D'an 19 a viz Mezheven 1945 ez eo bet ganet Aung San Suu Ky e Rangoon (Yangon abaoe 1989), a oa e Birmania vreizhveurat[18][15][19].

He zad, Aug Sang (1915-1947), a gevredas gant Impalaeriezh Japan en Eil Brezel-bed hag a ziazezas Tatmatav (တပ်မတော်, "nerzhioù armet ar rouantelezzh"), arme nevez Myanmar, e 1945. Gantañ ivez e voe kevraouet dizalc'hiezh Myanmar diouzh ar Rouantelezh-Unanet nebeut a-raok bout muntret gant e enebourien d'an 19 a viz Gouhere 1947, pa oa e verc'h gant he daou vloaz.

Gant he mamm neuze e voe desavet Aung San Suu Kyi e Rangoon, a-gevret gant he daou vreur Aung San Lin hag Aung San Oo. Aung San Lin a varvas en oad a 8 vloaz, beuzet ma voe en ul lenn nepell diouzh an ti[15]. Aung San Oo (*1943) a zivroas da San Diego (California), ma voe deroet ar vroademezk stadunanat dezhañ[15].

Goude marv Aung San Lin e tilojas an tiegezh d'ur c'harter all, ma kejas Aung San Suu Kyi ouzh tud a bep seurt renkad, soñjoù politikel ha relijion[20]. Er Methodist English High School e voe skoliataet, ma voe merzet e oa ampart war an deskiñ yezhoù[21] ; peder yezh a oar : birmaneg, saozneg, galleg ha japaneg. Boudaegezh ar skol theravāda eo he relijion.

Khin Kyi, he mamm, a droas d'ar politikerezh er gouarnamant nevez a voe bodet a-c'houde an dizalc'hiezh. E 1960 e voe anvet da gannadez Myanmar en India ha Nepal, man eas he merc'h d'he heul. Eno e studias Aung Sang Suu Kyi e skol Kouent Jezus ha Mari (Convent of Jesus and Mary School) e Delhi hag e voe diplomet er politikerezh e Lady Shri Ram College, ur rann eus Skol-veur Delhi[22],[15]. Pelloc'h e kendalc'has gant he studi e St Hugh's College en Oxford, ma voe diplomet en armerzh, er brederouriezh hag er politikerezh e 1967[15][23].

Echu he studi ganti ec'h eas Aung San Suu Kyi da New York da vevañ gant ur vignonez d'he ziegezh, ar ganerez, kelennerez ha kenlabourerez en ABU Saann Aay (သန်းအေး,1908-2007)[24]. D'he zro e labouras en ABU e-pad tri bloaz, war ar c'hellidsteuñv da gentañ[25].

D'ar 1 a viz Genver 1972 e timezas gant Michael Aris[22], un istorour arbennigour war sevenadur Tibet hag a oa o vevañ e Bhoutan, ma kelenne e tiegezh ar roue ha ma oa e penn Servij an Treuzyezhañ[26]. Bloaz diwezhatoc'h e voe ganet o mab kentañ, Alexander Aris, e London ; e 1977 e voe ganet Kim Aris, o eil mab.

E 1985-1987 e labouras Aung San Suu Kyi evel studierez-enklaskerez e-sell da gaout ur master e lennegezh Myanmar er School of Oriental and African Studies (SOAS), ur rann eus Skol-veur London[27]. E 1990 e voe dilennet da Ezel a Enor (Honorary Fellow) SOAS[22]. E-pad daou vloavezh e voe ezel an Indian Institute of Advanced Studies (IIAS) e Shimla en Himachal Pradesh en India. Evit Gouarnamant Myanmar e labouras en India ivez[22].

E 1988 e tistroas da Vyanmar evit prederiañ he mamm, a oa war he zalaroù. Da Nedeleg 1995 e teuas Michael Aris da welet e bried e Yangon ; ar wezh diwezhañ e voe d'ar priedoù kejañ an eil ouzh egile, pa nac'has an diktatouriezh dereiñ dezhañ nep viza all[22]. Daou vloaz goude e voe kavet ur krign-bev a oa er prantad diwezhañ e raksavenn Michael. Daoust da c'halvoù gant aozadurioù ha tud vrudet, SUA, ABU dre e bennskretour Kofi Annan, hag ar pab Yann-Baol II, ar Gouarnaùant a nac'has dereiñ ur viza d'ar c'hlañvour war zigarez ma ne oa avead ebet er vro a c'hellfe ober war e dro, ha broudet e voe Aung San Suu Kyi da guitaat Myanmar evit mont da welet he fried. Ne oa ket bac'het ar politikerez d'ar mare-se, hogen ne fellas ket dezhi mont kuit, gant aon na c'hellje ket distreiñ pa n'he devoa fiziañs ebet er juntenn a lavare dezhi e c'hellje gober.[28].

D'e 53vet deiz-ha-bloaz e varvas Michael Aris, d'ar 27 a viz Meurzh 1999. Pemp gwezh hepken en devoa gwelet e bried abaoe ma oa-hi bet bac'het en he zi e 1989. Disrannet diouzh he bugale ivez e voe Aung San Suu Kyi betek 2011 ; er Rouantelezh-Unanet eùai,t o chom[29].

D'an 2 a viz Mae 2008, goude ma oa bet skoet Myanmar gant ar gelc'hwidenn drovanel Nargis (84 537 den lazhet, 53 836 den steuziet ha 19 359 den gloazet)[30]. Peuzdistrujet e voe annez Aung San Suu Kyi, tra ma voe liñvet kêriadennoù a-bezh e delta an Irrawaddy. Ur raktres a voe embannet evit adsevel an ti[31].

D'an 13 a viz Du 2010 e voe lakaet Aung San Suu Kyi en he frankiz en-dro[32].

Resped politikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Pagoda Shwedagon e Yangon.
Aung San Suu Kyi en he fastell-vro da-geñver koulzad kabaliñ 2012.

Kendegouezhout a eure distro Aung San Suu Kyi eus London da Vyanmar e 1988 gant dilez ar jeneral Ne Win (1911-2002), a oa bet e penn gouarnamant Myanmar abaoe 1962[33]. Da heul an darvoud e voe d'an 8 a viz Eost (8/8/88) manifestadegoù bras evit goulenn start an demokratelezh, a voe moustret en un doare feuls ;  Emsavadeg 8888  a voe graet eus kement-se. Kentañ gwezh ma voe gwelet Aung San Suu Kyi dirak an holl e voe d'ar 24 a viz Eost en Ospital Hollek Yangon, pa savas war ul leurenn da brezeg ouzh ar vanifesterien[34]. D'ar 26 a viz Eost e komzas ouzh 500 000 a dud en ur vodadeg e-tal Pagoda Shwedagon, ma c'halvas ur gouarnamant demokratel[22]. E miz Gwengolo avat, ur juntenn nevez a gemeras ar galloud[22].

Levezonet ma oa gant nann-feulster Mahatma Gandhi ha mennadoù ar voudaegezh[35],[36], Aung San Suu Kyi a droas war-du ar politikerezh evit klask degas an demokrateklezh d'he bro, dre gemer perzh e staliadur KBD d'ar 27 a viz Gwengolo 1988, met harzet e voe d'an 20 a viz Gouhere 1989. Kinniget e voe dezhi kemer he frankiz dre guitaat Myanmar, hogen nac'h a reas. Daoust d'he mennozhioù difeuls, ur strollad ez-ofiserien vilourel ha politikerien gozh hag o devoe emezelet e KBD e kavas dezho e oa-hi re genniñvel, hag int ha kuitaat ar strollad. Daoust da gement-se e chomas an itron deuet-mat gant ar braz eus ar bobl, ha yaouankizoù KBD a gendalc'has d'he skorañ.

E-pad an enkadenn, ar Pennmaodiern kozh, U Nu (1907-1995), a oa bet dilennet en un doare demokratel, a stagas da vodañ ur gouarnamant da c'hortoz hag a bedas pennoù an enebiezh da zont gantañ. Rajiv Gandhi (1944-1991), anezhañ Pennmaodiern India, a zisklêrias bout prest da anzavout ar gouarnamant nevez. Aung San Suu Kyi avat a zistroadas raktres U Nu, en ur lavaret  gant ar bobl e voe divizet dazont an enebiezh . An ez-brigadennour Aung Gyi (1919-2012), a oa ivez ur politiker pouezus da vare Emsavadeg 8888 ha kentañ kadoriad KBD, ac'h eas da heul Aung San Suu Kyi. Diwezhatoc'h e tamallas-eñ da veur a ezel KBD bout komunourien hag e tilezas ar strollad.

Dilennadegoù hollek 1990 ha Priz Nobel ar Peoc'h

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Aung San Suu Kyi gant ar politiker chilean Edgardo Boeninger, 1995.

Er bloaz 1990 ec'h aozas ar juntenn dilennadegoù hollek, ma c'hounezas KBD 59% eus ar mouezhioù, eleze 80% eus an azezennoù ar Parlamant[37]. Lod tud a lavaras e oa dleet da Aung San Suu Kyi bout Pennmaodiernez, met ar juntenn a nullas dilennadegoù ha bac'het e voe an Itron en he zi[38]. E 1991, p'edo bac'het e Rangoon, e voe deroet Priz Sac'harov evit ar Frankiz Soñjal dezhi — na c'hallas kaout da vat nemet 23 bloaz diwezhatoc'h, d'an 22 a viz Here 2013[39] – ha Priz Nobel arPeoc'h e 1991. Mibien Alexander ha Kim a yeas da zegemer ar Priz en anv o mamm.
Diouzh he zu, Aung San Suu Kyi a implijas ar 1,3 milion a zollaroù stadunanat a yae gant ar Priz Nobel evit staliañ un ensavadur da yac'haat ha kelenn pobl Myanmar[40].

E miz Gwengolo 1995 e tistagas prezegenn-brogramm ar 4vet Kuzuliadeg Vedel diwar-benn ar Maouezi e Beijing, kement-se dre gasedigoù video kaset da ABU[15],[41].

Argadenn 1996

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 9 a viz Du 1996 e voe argadet e Yangon an ambroug kirri m'edo Aung San Suu Kyi gant pennoù all eus KBD. War-dro 200 gwaz a sailhas warnañ gant chadennoù, bizhier metal, mein hag armoù arall. Freuzet e voe gwerenn a-dreñv karr an Itron, evel ma voe kirri all, kement-se krak dirak daoulagad an nerzhioù urzh. Evit doare e oa an arsailherien izili SUKD a oa bet gopret pep a 500 kyat (US$ 0.50) evit kemer perzh[42].

Sevel klemm en un doare ofisiel a eure KBD er polis, hag ar Gouarnamant a lavaras loc'hañ un enklask, hogen mann ebet ne voe graet[43].

Rediezh da chom er gêr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad 15 bloavezh diwar 21 e voe rediet Aung San Suu Kyi da chom er gêr, dre veur a wezh hag adalek deroù he resped politikel[44]. A-hed an amzer-se e voe berzet dezhi kejañ ouzh hec'h aduidi pe ouzh gweladennerien eus an estrenvro.

E-pad ar rediezh, emezi, e tremene hec'h amzer o lenn levrioù prederouriezh, levrioù politikerezh ha buhezskridoù bet kaset dezhi gant he fried[45]. Seniñ ar piano a rae ivez, hag a-wezhioù e veze aotreet da zegemer diplomated estren koulz hag he mezeg[4].

Daoust dezhi bout rediet da chom en he zi e voe aotreet Aug San Suu Kyi da guitaat Myanmar gant ma ne zistrofe biken, ar pezh a nac'has :  Pa 'z eus ur vamm ac'hanon, disrannañ diouzh ma mibien eo bet an aberzh gwashañ, hogen nepred ne 'm eus disoñjet ez eo bet aberzhet muioc'h gant re arall. Nepred n'ankouaan e c'houzañv ma c'henseurted bac'het n'eo ket en o c'horf hepken, en o spered ne lavaran ket, evit o familh ha n'avavezont tamm surentez ebet en diavaez – ur vac'h ec'hon ez eo Myanmar dindan ar renad aotrouniek. [46].

Arabat ivez e oa d'ar media mont da welet Aung San Suu Kyi : e 1988 e voe harzet ar c'hazetenner italian Maurizio Giuliano (*1975) goude en devout he luc'hskeudennet ; gant ar valtouterien e voe kemeret e filmoù, e enrolladennoù hag e notennoù, ha tamallet e voe dezhañ bout deuet tre e Myanmar gant viza ur studier[47].

En enep, kannaded eus ar Gouarnamant a zeue da welet Aung San Suu Kyi, evel d'an 20 a viz Gwengolo 1994, pa gejas ouzh rener Myanmar, ar jeneral Than Shwe (*1933) a-gevret gant ar jeneral Khin Nyunt (*1939)[22]. Meur a wezh e klañvaas e-kerzh m'edo bac'het er gêr, ha kaset e voe d'un ospital[48].

Bac'het e veze Aung San Suu Kyi gant Gouarnamant Myanmar war zigarez ma vije-hi  e-tailh da zisfontiñ peoc'h ha stabilded ar gumuniezh , kement-se diwar melladoù 10(a) ha 10(b) "Lezenn 1975 a-zivout gwareziñ ar Stad", a roe d'ar Gouarnamant ar galloud da vac'hañ tud betek 5 bloavezh hep tamm prosez ebet[49] ha diwar rann 22 al "Lezenn evit gwareziñ ar Stad diouzh dañjerioù ar re a zo mennet da seveniñ oberoù gourzhtroüs"[50]. Dibaouez e taolas-hi engalv eus he bac'hadur[51], ha kalz Stadoù ha tud vrudet a gendalc'has da c'houlenn ma vefe lakaet en he frankiz a-gevret gant an 2 100 prizoniad politikel all a oa er vro[52],[53].

D'an 12 a viz Du 2010, un devezhiennoù goude trec'h SUKD – gant harp ar juntenn – en dilennadegoù a oa bet aozet goude 20 bloavezh hep dilennadeg ebet, ar juntenn a asantas erziwezh ma vefe lakaet Aung San Suu Kyi en he frankiz, hag antronoz e voe torret ar rediezh[54].

Aozadur ar Broadoù Unanet (ABU) en devoa klasket aesaat an darempredoù etre ar juntenn hag Aung San Suu Kyi[22].

D'ar 6 a viz Mae 2002, a-c'houde abadennoù kevraouiñ kuzh kaset gant ABU evit genel fiziañs, e voe divac'het Aung San Suu Kyi gant Gouarnamant Myanmar ; un degemenner anezhañ a lavaras e oa-hi en he frankiz  abalamour ma 'z omp sur e c'hallomp fiziout an eil en egile . An Itron a zisklêrias e oa "tarzh un deiz nevez evit ar vro". D'an 30 a viz Mae 2003 avat, e-kerzh un abadenn damheñvel ouzh hini argadeg 1996, un engroez broudet gant ar Gouarnamant a arsailhas hec'h ambroug e kêriadenn Tabayin (ဒီပဲယင်း) en Norzh, ha kalz eus hec'h aduidi a voe lazhet pe c'hloazet[55],[56].
A-drugarez d'he bleiner e c'hallas Aung San Suu Kyi kemer an tec'h, met harzet e voe p'edo nes da Ye-U, ur 15 kilometr bennak er Biz da Dabayin[57], ha kaset da Insein, toull-bac'h ar juntenn e Yangon[58].

Strollad-labour ABU war ar bac'hadur tidel en devoa embannet e 2004 un ali (Opinion No. 9/2004) ma tisklêrie e oa bac'hadur Aung San Suu Kyi unan tidel hag enebek da vellad 9 Disklêriadur hollvedel gwirioù mab-den, ha goulenn groñs a reas ma vefe-hi lakaet en he frankiz gant pennadurezhioù Myanmar, a zianavezas ar goulenn. E rannbennad 9 an ali-se e lenner e respontas Gouarnamant Myanmar ne oa ket bet harzet Aung San Suu Kyi, e bac'hadur diarbenn hepken e oa bet lakaet, evit he surentez dezhi a-c'houde argadeg an 30 a viz Mae 2003 ; ouzhpenn da se e lavaras ar Gouarnamant en devefe gellet sevel prosez outi dre lezenn ar vro, met gwell e oa bet gantañ bout hael hag he gwareziñ evit he mad dezhi (§12)[59].

Etredaou e voe disoc'h emell ABU ; an diplomat malaysian Razali bin Ismail, e gannad a-ratozh da Vyanmar, a gejas ouzh Aung San Suu Kyi met dilezel e garg a eure e 2006, evit un darn abalamour ma oa bet nac'het meur a wezh outañ lakaat troad e Myanmar[60].

E miz Mae 2006, an diplomat nigerian Ibrahim Gambari, anezhañ eilsekretour meur rann ABU an Aferioù Politikel, a gejas ouzh Aung San Suu Kyi, na oa ket bet gwelet gant ur pennadurezh estren abaoe 2004[61] ; pelloc'h er bloaz e kejas outi arre[62].

D'an 2 a viz Here 2007 e tistroas Ibrahim Gambari da Vyanmar da gomz gant an Itron goude en devout kejet ouzh Than Shwe hag izili all ar juntenn[63].

D'an 18 a viz Genver 2007, an New Light of Myanmar ("Gouloù Nevez Myanmar", kazetenn ar Gouarnamant) a embannas ur pennad ma tamalle penn Polis Myanmar fuadur an telloù da Aung San Suu Kyi war zigarez m'he devoa dispignet arc'hant he Friz Nobel en diavaez eus ar vro. Kement-se a c'hoarvezas goude ma oa bet dislavaret un diviz digant ABU, skoret gant SUA, a lakae Myanmar d'ur goudrouz d'ar surentez etrebroadel : enebiezh Sina, Rusia ha Suafrika a oa bet pennabeg an torridigezh[64].

E miz Du 2007, krak goude ur weladenn gant Ibrahim Gambari, chadennoù skingomz ha skinwel ar Stad a gemennas e kejfe Aung San Suu Kyi ouzh hec'h aduidi e KBD a-gevret gant unan eus maodierned ar Gouarnamant. Kadarnaat ar bedadenn a reas KBD, met dister e voe disoc'h an abadenn[65].

D'an 3 a viz Mae 2009, Sekretour meur ABU, ar Sukoread Ban Ki-moon, ac'h eas da Vyanmar evit broudañ ar juntenn da zivac'hañ Aun San Suu Kyi hag evit lakaat un adreizh demokratel e pleustr. Pa guitaas ar vro e lavaras bout dipitet-bras gant e weladenn, p'en devoa nac'het Than Shwe e lezel da welet an Itron en abeg d'ar prosez a oa o ren[66].

Manifestadegoù e 2007

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 19 a viz Eost 2007, e deroù an Emsavadeg Safron (15/08/2007 – 26/09/) e krogas menec'h voudaat da gas manifestadegoù a-c'houde ur c'hresk bras war priz an tireoul, ha bemdez e rejont daoust da c'hourdrouz ur moustrerezh milour[67].

D'an 22 a viz Gwengolo 2007, hag hi rediet da chom er gêr c'hoazh, Aung San Suu Kyi ac'h eas d'em ziskouez e-pad berr amzer dirak kloued hec'h annez evit degemer bennozhioù digant ur 1 000 manac'h bennak a oa o kerzhet da zifenn gwirioù mab-den — souezhus eo e oant bet lezet da dremen gant ar warded armet a sparle an hent d'an ti-se[68].

Emsiladur e 2009

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Jim Webb gant Aung San Suu Kyi e 2009.

D'an 3 a viz Mae 2009, ar Stadunanad John Yettaw (1955-2021) a neuñvias a-dreuz Lenn Inya e Yangon da vont da annez Aung San Suu Kyi ; harzet e voe war e zistro, tri devezh diwezhatoc'h[69]. E-kerzh ar prosez ma voe tamallet dezhañ en devout klasket terriñ rediezh an Itron e lavaras bout bet broudet gant un hunvre a-berzh Doue da gemenn d'ar Priz Nobel e oa ur bagad sponterien o klask he muntrañ[70]. D'an 13 a viz Mae e voe harzet Aung San Suu Kyi adarre war zigarez he devoe-hi torret ar rediezh, peogwir he devoa aotreet J. Yettaw da chom da ziskuizhañ en he zi e-pad daou zevezh a-raok ma klaskfe an Amerikan neuial en-dro da zistreiñ d'ar gêr ; dreist kement-se e voe tamallet dezhi lakaat Myanmar nec'het ha disfontañ darempredoù ar Stad gant ar C'hornôg. Kaset da Insein e voe an Itron, ma voe darbet dezhi bout bac'het e-pad 5 bloavezh en he unan en abeg d'an emsilerezh. D'an 18 a viz Mae e voe boulc'het he frosez ha hini he div matezh ; un nebeud aduidi em vodas dirak al lez-varn, ha manifestadegoù a voe dirak kannatioù Myanmar er bed a-bezh[71],[72]. Berzet e voe ouzh diplomated ha kazetennereien bout er prosez, met diplomated eus Rusia, Singapour ha Thailand a voe aotreet da gejañ ouzh Aung San Suu Kui[73]. An Itron a lavaras bout digablus[74]. Un test hepken diwar pevar a voe aotreet da zifenn an damalladez, padal e voe lezet an tamaller da c'hervel 14 test[75]. Hervez ur vammenn meneget gant Asia News e Singapour e oa ar juntenn e-sell da vac'hañ Aug San Suu Kyi en ur bon milourel e bannlev Yangon[76]. Diwezhatoc'h e tisklêrias penn ar Polis e oa John Yettaw ar c'habluz pennañ er prosez[77]. E toull-bac'h Insein e lidas Aung San Suu Kyi he 64vet gouel-bloaz[78].

Ar bed a-bezh e voe kondaonet harzidigezh ha prosez Priz Nobel ar Peoc'h 1991, gant Ban Ki-moon, Kuzul Surentez ar Broadoù Unanet[79], Stadoù ar C'hornôg[80], hag Azia[81] koulz ha Kevredigezh Broadoù Gevred Azia (ASEAN) — Myanmar o vout un ezel anezhi[82]. D'e dro e kondaonas Gouarnamant Myanmar ar gondaonidigezh-se, dre zisklêriañ e loc'he "un hengoun diyac'h"[83] hag ec'h abegas Thailand peogwir e vije oc'h emellout en aferioù diabarzh Myanmar[84]. Ar gazetenn New Light of Myanmar a venegas Maodiern an Aferioù Estren o lavaret e oa an abadenn  bitellet evit kreñvaat ar gwask etrebroadel war Vyanmar, gant elfennoù diabarzh ha diavaez a zo enep ar Gouarnamant ha na vennont ket gwelet kemmadennoù yaus e politikerezhioù ar broioù-se e-keñver Myanmar . Ur c'habalerezh etrebroadel a voe loc'het evit ma vefe divac'het Aung San Suu Kyi[85], ar pezh a lakaas Ban Ki-moon da vont da Vyanmar evit kevraouiñ adarre, hogen hioll e c'houlennoù a voe distaolet gant Than Shwe[86].

D'an 11 a viz Eost 2009 e voe echuet ar prosez, hag Aung San Suu Kyi a voe kondaonet da 3 bloavezh bac'h ha labour ret, met troet e voe an devarn gant ar juntenn e 18 mizvezh ouzhpenn a rediezh da chom er gêr[87] ; alvokaded an Itron a zisklêrias e taolfent engalv eus an disentez[88]. D'ar 14 a viz Eost, ar senedour stadunanat Jim Webb a gejas e Myanmar ouzh ar jeneral Than Shwe kent kejañ ouzh Aung San Suu Kyi ; e-kerzh ar chomadenn e kevraouas divac'hañ ha dazbroañ John Yettaw[89]. D'an 18 a viz Eost, Prezidant Stadoù-Unanet Amerika, Barack Obama, a c'houlennas digant juntenn Myanmar lakaat an holl brizonidi bolitikel en o frankiz, Aung San Suu Kyi en o zouez[90]. Pa voe an engalv el lez-varn e lavaras Aug San Suu Kyi e oa direizh an disentez, met distaolet e voe an engalv d'an 2 a viz Here 2009. Petra bennak man anzavas al lez e oa torret Bonreizh 1974 ma oa bet barnet ar Priz Nobel diwarni e tisklêrias ivez e oa gwiriek c'hoazh al lezenn a-zivout gwareziñ ar Stad a oa bet embannet e 1975 hag he devoa he bac'het er gêr. E gwirionez, ar devarn a vire outi a gemer perzh en dilennadegoù a oa bet lakaet e 2010 – ar re gentañ en ur ober 20 vloaz. An alvokad a lavaras e vefe taolet un eil engalv a-barzh 60 deiz[91].

Skor etrebroadel evit an divac'hañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lid gouel-bloaz Aung San Suu Kyi e Baile Átha Cliath e 2009.
Aung San Suu Kyi o saludiñ aduidi e Stad Bago e 2011.
Daw Aung San Suu Kyi o prezegenniñ e London e-kerzh un droiad en Europa e 2012.
Martin Schulz o reiñ ar Priz Sakharov d'an Itron e Parlamant Europa e 2013.

Meur a Stad a savas a-du gant Aung San Suu Kyi en Aostralia, Europa, Filipinez, India[92], Israel[93], Japan[94], Norzhamerika[95], Suamerika ha Sukorea, nes komz eus tremen 50 ez-penn-Stad[96].

E miz Kerzu 2007, Ti Dileuridi ar Stadoù-Unanet a vouezhias a-unvouezh evit dereiñ Medalenn aour Kendalc'h ar Stadoù-Unanet da Aung San Suu Kyi, heuliet gant ar Sened d'ar 25 a viz Ebrel 2008[97] ; d'ar 6 a viz Mae 2008, ar prezidant George W. Bush a sinas al lezenn hag a zeroe ar vedalenn da Aung San Suu Kyi. Amezeien Myanmar en ASEAN a abegas ivez da vac'hidigezh an Itron, dreist-holl Filipinez[98], Indonezia[99], Singapour[100] ha Thailand[101]. E miz Mae 2003 e lavaras Pennmaodiern Malaysia e c'hellje Myanmar bout skarzhet eus ASEAN mar kendalc'hje da zianavezout ar galvadennoù da lakaat Aung San Suu Kyi en he frankiz[102]. Stadoù en diavaez eus ASEAN a vroudas Myanmar ivez : Bangladesh[103], Maldivez[104] ha Suafrika[105]. Daoust da gement-se holl ne voe ket divac'het Aung San Suu Kyi ha ne voe ket bannet Myanmar eus ASEAN — e penn an aozadur e voe e 2014, zoken[106] — met skarzhet e voe a-c'houde taol-Stad 2021, met e 2026 e klaskas gouarnamant Thailand he degemer en ASEAN en-dro[107].

ABU a c'houlennas groñs digant Myanmar ma trofe d'ur adunvanadur broadel ebarzhus, d'an demokratelezh, ha da zoujañ da wirioù mab-den[108]. E miz Kerzu 2008 ec'h embannas ur ratozhiad a gondaone stad gwirioù mab-den e Myanmar hag a c'houlenne ma vefe divac'het Aung San Suu Kyi (80 Stad a savas a-du, 25 a savas a-enep ha 45 a chomas neptu, eleze 53,33% a-du hepken)[109]. Stadoù all evel Sina ha Rusia zo gouzañvusoc'h e-keñver Myanmar, pa 'z eo gwell dezho kenlabourat gant ar juntenn war an dachenn armerzhel, hogen Indonezia a vroudas India ha Sina da bouezañ war Vyanmar evit ma vefe degaset adreizhoù[110]. E Thailand avat, ar Pennmaodiern a gavas abeg er c'hementad a skor a oa da Briz Nobel ar Peoc'h 1991 pa lavaras :  Europa a implij Aung San Suu Kyi evel ur benveg. Tu zo da gaout kendivizout don gant Myanmar pa n'int ket liammet ouzh Aung San Suu Kyi. [111].

En enep da izili arall ASEAN, Viêt Nam na skoras ket Aung San Suu Kyi[112] ; ar gazetennViệt Nam News, perc'hennet gant ar Stad, a embannas e 2009 ne gave Viêt Nam abeg ebet e diviz Myanmar da vac'hañ an Itron en he zi e-pad 18 mizvezh (ar pezh a vire de facto outi a gemer perzh e dilennadegoù ar bloaz 2010) rak un afer diabarzh e oa he frosez. A-zargemm diouzh izili arall ASEAN c'hoazh, Viêt Nam a zisklêrias he devoa atav skoazellet Myanmar, gant ar spi ma kendalc'hfe da lakaat he "sturfollenn etrezek an demokratelezh" e pleustr[113].

Loreidi Priz Nobel ar Peoc'h : Mairead Corrigan (1976), Betty Williams (1976), Adolfo Pérez Esquivel (1980), Desmond Mpilo Tutu (1984), Elie Wiesel (1986), Tenzin Gyatso (1989), Rigoberta Menchú Tum (1992), Jody Williams (1997), Jimmy Carter (2003), Shirin Ebadi (2003) ha Barack Obama (2009) a c'houlennas digant renerien Myanmar ma divac'hfent Aung San Suu Kyi  evit sevel aozioù rekis ur c'hendiviz gwirion etre Daw Aung San Suu Kyi hag an holl gevrennoù ha strolladoù kenelel a zo perzhidi evit ma vefe staliet un adunvanadur broadel ebarzhus gant skor didro ar Broadoù Unanet  [22]. Lod eus arc'hant ar Priz Nobel a sikouras da baeañ yalc'hadoù da studierien eus Myanmar dre an aozadur a garitez Prospect Burma e London[114],[115].

Kent dilennadegoù 2010 e Myanmar e voe degemennet e c'hellje an Itron bout divac'het "evit ma c'hellfe aozañ he strollad"[116], hogen divac'het ne voe ket, ha berzet e voe outi emstrivañ[117]. SUA a c'hoanagas ma vefe dilennadegoù reizh un arouez eus youl Myanmar da vont war-du an demokratelezh[118]. Gouarnamant Japan, renet gant Hatoyama Yukio, en devoa dispignet 2,8 milmilion a yenoù e 2008, a c'hrataas e vefe muioc'h a skoazell c'hoazh mar bije divac'het Aung San Suu Kyi e koulz evit emstrivañ[119]. En ul lizher da Aung San Suu Kyi, Gordon Brown a c'houzavas Myanmar a-zivout heuliadoù dilennadegoù diwirion, pa vije  kondaonet Myanmar da vuioc'h a vloavezhioù a zigenvez diplomatek hag a sac'hadur armerzhel [120].

Kent dilennadegoù 2010 e voe aotreet Aung San Suu Kyi da gejañ ouzh pennadurezhioù KBD e Ti ar Stad, hogen dindan evezh strizh[121].

Divac'hadenn e 2010

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Aung San Suu Kyi o prezezgenniñ goude he divac'hadenn.
Aung San Suu Kyi gant H. Clinton e Yangon e miz Kerzu December 2011.

D'an 13 a viz Du 2010 da noz e voe lakaet Aung San Suu Kyi en he frankiz, evel ma oa bet divizet e prosez miz Eost 2009[122], c'hwec'h sizhun goude dilennadegoù hollek a oa bet abeget dre ar bed a-bezh ; e-pad 15 vloaz e oa bet bac'het en ur ober 21 bloaz[123]. Ar gazetenn New Light of Myanmar a embannas e oa bet pardonet goude bout bet "dereat" a-hed he c'hastiz, met hervez The New York Times e oa bet divac'het evit mestroniañ gwelloc'h hec'h aduidi da heul an dilennadegoù[124]. He mab Kim Aris a voe aotreet d'he gwelet, ar wezh kentañ en ur ober dek vloaz[125].

A-hed ar bloaz 2011 e voe emzivizoù etre an Itron ha Gouarnamant Myanmar, ar pezh a gasas da zivac'hadur 10% eus ar brizonidi bolitikel ha da lezennekadur ar sindikadoù[126],[127].

E miz Du 2011 e kemennas KBD e vefe marilhet en-dro evel strollad politikel evit emstrivañ e 45 dilennadeg darnel a oa rekis da heul anvadur dilennidi er Parlamant da bostoù er Gouarnamant[128]. Goude an disentez-se, Aung San Suu Kyi a gendivizas gant Barack Obama dre bellgomz, ha raktreset e voe ma yafe Hillary Clinton da Vyanmar, ar pezh a zisplijas un tamm da Sina[129] ; d'ar 1 a viz Kerzu e kejas an div vaouez an eil ouzh eben en annez un diplomat stadunanat e Yangon[130].

D'an 21 a viz Kerzu 2011, Pennmaodiernez Thailand a gejas ouzh Aung San Suu Kyi e Yangon evit he skorañ en dilennadegoù da zont[131].

Dilennadegoù darnel 2012

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Aung San Suu Kyi e-kerzh he c'habalerezh, 22 a viz Meurzh 2012.

E miz Kerzu 2011 e voe anv a Aung San Suu Kyi oc'h emstrivañ en un dilennadeg darnel da gaout ur gador evit pastell-vro Kawhmu[132], ar pezh a eure[133].

En ur brezegenn ofisiel skignet d'ar 14 a viz Meurzh 2012 gant MRTV, ur chadenn skinwel perc'hennet gant ar Stad, e c'houlennas ma vefe adreizhet Bonreizh 2008 Myanmar, ma vefe dilamet lezennoù strishaus, ma vefe gwarezet gwirioù demokratel ar bobl ha ma vefe staliet ur justis dizalc'h diouzh ar Gouarnamant[134]. War ar genrouedad e voe lakaet ar brezegenn e derc'hent an deiz ma voe skignet[135] ; ur rannbennad anezhi, a rae meneg eus ar moustrerezh kaset gant arme Myanmar, a oa bet dilamet gant ar pennadurezhioù[136].

Aung San Suu Kyi a c'houlennas ivez ma vije eveshaet an dilennadegoù gant ar media etrebroadel en ur verkañ direizhderioù e listennoù ofisiel ar vouezherien, ma kaved tud varv ha ma ne gaved ket tud a c'hellfe mouezhiañ koulskoude[137],[138]. D'an 21 a viz Meurzh 2012 e lavaras an Itron e kendalc'hed da flodañ ha da derriñ al lezennoù, mui-ouzh-mui zoken[139].

Pa voe goulennet outi hag-eñ e kemerje ur garg er Gouarnamant mar bije tro e respontas e ranke, dre ar Vonreizh, neb a yafe er Gouarnamant dilezel e garg er Parlamant, ha nedo ket o labouret ker start da vont er Parlamant evit goullonderiñ hec'h azezenn ken eeun ha tra[140].

B. Obama ha H. Clinton gant Aung San Suu Kyi hag he skipailh e Yangon, 2012.

D'ar 1 a viz Ebrel 2012 ec'h embannas KBD he devoa gounezet Aung San Suu Kyi un azezenn er Parlamant en dilennadegpù darnel[141]. MRTV a gadarnaas an disoc'h : 43 azezenn diwar 45 evit KBD, da lavaret eo e oa Aung San Suu Kyi e penn an enebiezh er Parlamant[142].

Pa oa dleet dezho kemer o c'harg d'an 23 a viz Ebrel, dilennidi KBD — Aung San Suu Kyi en o mesk – a lavaras ne c'hellent ket leañ abalamour da skrid al le end-eeun, pa rankfent touiñ e warezfent ar Vonreizh[143]. War Radio Free Asia, an Itron a zisklêrias ne nac'he ket an dilennidi kemer o c'harg, he c'hemer a rafent goude en devout leet, ha kemmañ ar bomm-se el le a oa ivez reizh e-keñver ar Vonreizh[144]. Ne voe ket kemmet al le avat, hag holl zilennidi KBD a rankas leañ ha kemer o c'harg d'an 2 a viz Mae 2012[145] ; d'an 9 a viz Gouhere e voe Aug San Suu Kyi er Parlamant evel lezennourez, kentañ gwezh dezhi. Met ar juntenn he doa ar muianiver[146].

Dilennadegoù hollek 2015

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Aung San Suu Kyi ha Barack Obama en Ti Gwenn.
Aung San Suu Kyi ha Boris Johnson e London.

D'ar 16 a viz Mezheven 2012 e c'hallas Aung San Suu Kyi distagañ he frezegenn en Oslo evit degemer Priz Nobel ar Peoc'h 1991[147], hag e miz Gwengolo e tegemeras Medalenn aour Kendalc'h SUA, a oa bet deroet dezhi e 2008, p'edo bac'het en he zi. Ouzhpenn da se e kejas ouzh Barack Obama en Ti Gwenn. Da heul ar weladenn-se e voe dilamet prezidant Myanmar diwar listenn SUA ar c'hastizoù etrebroadel[148].

D'ar 6 a viz Gouhere 2012 ec'h embannas an Itron da-geñver Forom Armerzel ar Bed (FAB, World Economic Forum / WEF) e Davos e Suis e oa mennet da emstrivañ e dilennadegoù 2015 evit bout prezdantez Myanmar[149]. Hogen Bonreizh Myanmar, a voe douget e 2008, a vire outi a vout prezidantez en abeg ma oa intañvez ha mamm da estrenien — evit doare e oa bet skrivet an diferadenn-se a-ratozh-kaer evit mirout outi a vout dilennadus[150].

Trec'h e voe ar C'hevre Broadel evit an Demokratelezh : 235 azezenn diwar 440 (53,4%) e Parlamant ar Bobl (ပြည်သူ့လွှတ်တော်, Pyithu Hluttaw) ha 135 azezenn diwar 224 (60,3%) er Vodadenn Vroadel (အမျိုးသားလွှတ်တော်, Amyotha Hluttaw), hag addilennet e voe Aung San Suu Kyi er Parlamant. Hervez ar Vonreizh e ranke KBD gounit 66,66% d'an nebeutañ eus an azezennoù en div gambr evit ma vefe an Itron prezidantez ar Stad, met a-raok an dilennadegoù e lavaras-hi e vefe ar galloud gwirion ganti mar befe trec'h KBD, eviti da vout lakaet a-gostez gant ar Vonreizh[151].

D'an 30 a viz Meurzh 2016 e voe anvet da Vaodiernez Burev ar Prezidant , Maodiernez an Aferioù Estren, Maodiernezan Deskadurezh, ha Maodiernez an Tredan hag ar Gremm dindan ren ar prezidant Htin Kyaw[152]. Diwezhatoc'h e tilezas an Itron karg an Deskadurezh ha hini an Tredan, pa voe anvet da Guzulierez-Stad gant ar prezidant, ur garg bet krouet a-ratozh eviti ha par da Bennmaodiernez Myanmar.

Kuzulierez-Stad ha Maodiernez an Aferioù Estren(2016–2021)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Aung San Suu Kyi gant Narendra Modi e New Delhi, 24/01/2018.
Aung San Suu Kyi gant Sebastián Piñera, 14/11/2018.
Aung San Suu Kyi gant Rodrigo Duterte ha Prayut Chan-o-cha, 25/01/2018

Kerkent ha Kuzulierez-Stad, Aung San Suu Kyi a bedas he c'henseurted italian, Paolo Gentiloni, kanadian, Stéphane Dion, ha sinaat, Wang Yi (王毅) e miz Ebrel, hag ar Japanad Kishida Fumio (岸田文雄) e miz Mae evit termeniñ penaos gwellaat darempredoù diplomatel Myanmar gant o broioù. P'he devoa kemeret ar garg a Guzulierez-Stad, an Itron a ziskounaat ar studierien a oa bet harzet pa oant savet enep lezenn nevez an Deskadurezh e 2014. Embann a eure ivez e vefe staliet ur c'hengor a bledfe gant Stad Rahkine (ရခိုင်ပြည်နယ်, e kornôg ar vro), ma veze heskinet ar boblad Rohingya, hogen gwezh ebet ne ras ar Gouarnamant war-dro ar c'henstourmoù kenelek a rene er Stadoù Katchin (ကချင်ပြည်နယ်, e biz ar vro) ha Chan (ရှမ်းပြည်နယ်, e reter ar vro), ma voe miliadoù a dud o treuziñ an harzoù da glask repu e Sina ; ker gwazh e oa stad ar Rohingyaed e 2017 ma voe komzet eus gouennlazh sevenet gant ar Gouarnamant. Pa voe aterset Aung San Suu Kuy a-zivout kement-se e nac'has e vije nep skarzh kenelek e Myanmar[153],[154]. Nac'het a reas ivez reiñ nep keodedadelezh d'ar Rohingyaed, o devefe kartennoù chom hepken[155].

Abeget eo bet an Itron en estrenvro, pa ne zeue ket a-benn da blaenaat kudennoù armerzhel ha kenelek Myanmar – dreist-holl hini ar Rohingyaed a-c'houde an emgannoù a c'hoarvezas e Stad Rahkine d'ar 25 a viz Eost 2017 etre arme Myanmar hag Arme ar Silvidigezh Rohingyaed an Arakan (ASRA ; Arakan Rohingya Salvation Army, ARSA), pan ae ar frankiz embann war wanaat ha pa veze lakaet he doare da ren da vestronius, avelek ha distag diouzh ar beziadoù[156],[157].

COVID-19

E-pad ar bedreuziad COVID-19 e Myanmar, Aung San Suu Kyi a oa kadoriadez ur C'hengor Broadel Kreiz a oa e gefridi kenurzhiañ respont ar Stad d'ar bandemiezh. Alies-kenañ e voe gwelet an Itron er skinwel, o vroudañ an dud d'em zerc'hel hervez ar c'hemennoù ofisiel evit derc'hel penn da skignadur ar c'hleñved, hogen ker kreizennet e oa ar Stad, ker bresk ar peoc'h e diabarzh ar vro ha ken gwan reizhiad an ospitalioù ma voe skort ar respont[158].

Rohingyaed, enorioù ha Priz Nobel

Abegadenn a savas a-enep Aung San Suu Kyi abalamour ma chome dilavar a-werso a-zivout stad ar boblad Rohingya[159]. E 2012 he devoa disklêriet na c'houzout ha keodediz e oa ar Rohingyaed[160]. E 2013 ne gondaonas ket ar feulster a-enep ar Rohingyaed, ha dislavaret a eure e oa bet heskinet muzulmiz Myanmar, o pouezañ war ar fed ma oa kenniñv en abeg d'un "aergelc'h a spont" degaset gant soñj ar bed a-bezh ez eo bras-meurbet galloud an islam, met kondaoniñ pep hatred a reas ivez[161]. Goude bout bet aterset gant Mishal Husain, Aung San Suu Kyi a zikouezas bout broc'het abalamour ma oa muzulmat ar gazetennerez, peogwir he devoa lavaret honnezh e oa pep feulster a-enep ar Rohingyaed ; hervez ar c'hazetenner Peter Popham, ur gounid politikel a oa bet ar pennabeg da emzalc'h Aung San Suu Kiy[162].
Koulskoude, lavaret he devoa ivez e klaske an adunvanadur en ur chom neptu peogwir e oa bet feulster a-berzh an daou du[163].
E miz Mae 2015, ar 14vet dalai lama Tenzin Gyatso a c'halvas a-glev d'an holl an Itron da strivañ startoc'h evit skoazellañ ar Rohingyaed e Myanmar, en ur lavaret en devoa he broudet div wezh c'hoazh ha n'he devoa graet netra[164].
Bloaz goude, Aung San Suu Kyi a c'houlennas digant kannad nevez SUA e Myanmar na ober "Rohingayed" eus ar boblad-se peogwir ne oa  ket anzavet evel unan eus ar 135 poblad ofisiel e Myanmar [165], kement-se a-c'houde manifestadegoù gant izili ar boblad Bamar hag o devoa klevet ar c'hannad o tistagañ an anv  Rohingya  rak da soñj ar Vamared en devoa roet d'ar boblad-se ur geodedadelezh n'he deus ket ha ne fell ket dezho he devije[166]. E 2016 ivez e voe tamallet na endevout gwarezet ar Rohingyaed d'an Itron[167], he devije reizhekaet ar gouennlazh zoken[168].
Evit d'an heskinerezh padout e 2017 ivez, Aung San Suu Kyi a nac'he e veze arme Myanmar o seveniñ gwalladegoù ha lazhadegoù kent distrujañ kêriadennoù Rohingyaed[169].
D'ar 4 a viz Gwengolo 2017 e tisklêrias Yanghee Lee, anezhi degemennerez ABU, a-zivout gwirioù mab-den e Myanmar, e ranke renerez de facto ar Stad gwareziñ an holl dud e diabarzh ar vro ; lavaret a eure ivez e oa bet 87 000 Rohingya o tivroañ hervez ABU hag e oa Malala Yousafzai, Priz Nobel ar Peoc'h 2014, o c'hortoz ma komzfe Aug San Suu Kiy a-zivout an enkadenn[170]. Antronoz e voe embannet er gazetenn The Guardian ur galv da gemer perzh en ur sinadeg evit ma vefe dilamet he Friz Nobel digant Aung San Suu Kiy, peogwir e nac'he ouzh ar Rohingayed ar frankizoù a c'houlenne gant gwir abeg eviti, ha pa glaske he renad skarzhañ tud hag o devoa he skoazellet[171]. Ar Fondezon Nobel a respontas ne oa diferadenn ebet evit nullañ ur Priz Nobel[172],[173],[174].
D'an 13 a viz Gwengolo 2017 e voe kemennet ne vefe ket an Itron e Bodadeg Hollek ABU evit breutaat a-zivout an enkadenn ; un degemenner eus Gouarnamant Myanmar a lavaras e oa  marteze mallusoc'h aferioù ganti da ober war o zro [175].

E miz Here 2017 ec'h embannas Kuzul-kêr Oxford e vefe dilamet digant Aung San Suu Kiy hec'h "Enor Kêr" (Freedom of the City) a oa bet deroet dezhi e 1997 a-c'houde "he stourm hir evit an demokratelezh", kement-se da heul prouenn a-berzh ABU ma ne oa mui "dellezek eus an enor" ; heñveldra a c'hoavezas nebeut goude e London[176].
D'an 13 a viz Du, ar soner iwerzhonat Bob Geldof (*1951) a zistroas e Enor Kêr da Vaile Átha Cliath peogwir e oa bet deroet ivez da Aung San Suu Kyi, ha ne felle ket dezhañ  bout liammet e doare ebet ouzh un den a zo o kemer perzh e skarzh kenelek ar boblad Rohingya e gwalarn Myanmar , en ur ober  unan eus mitizhien ar gouennlazh  eus an Itron[177] ; e miz Du e voe nullet an enor[178].
E miz Meurzh 2018, an United States Holocaust Memorial Museum a zilamas digant Aung San Suu Kyi ar Priz Elie Wiesel a oa bet deroet dezhi e 2012, abalamour ma n'he devoa ket kondaonet ha harzet brezeliadenn feuls an arme a-enep ar Rohingyaed vuzulmat[179].
E miz Mae, an aozadur breizhveurat International Development Committee a lakaas an Itron da genwallerez torfedoù arme Myanmar a-enep ar Rohingyaed[180].
E miz Eost e voe dilamet ivez digant Aung San Suu Kyi hec'h enor "Frankiz Dùn Èideann" (Freedom of Edinburgh) a oa bet deroet dezhi e 2005, pa ne venne ket sevel he mouezh a-enep torfedoù arme Myanmar e-keñver ar boblad Rohingya[181]. E miz Eost ivez, un danevell digant ABU a reas "gouennlazh" eus an torfedoù, hag a ouzhpennas ne rae Aung San Suu Kyi hogos netra evit o dizarbenn[182].
E miz Here, an div gambr e Kendalc'h Kanada a zivizas a-unvouezh lemel digant an Itron he c'heodedadelezh a enor, p'en devoa Gouarnamant ar vro lakaet an darvoudoù e Myanmar d'ur gouennlazh[183].

D'an 11 a viz Du ec'h embannas an aozadur e-maez-gouarnamant Amnesty International e tilame an enor a Gannadez a Goustiañs (Ambassador of Conscience) digant Aung San Suu Kyi[184].

Divrall e chomas an Itron daoust da gement-se holl : e miz Kerzu 2019 e voe el Lez-varn Etrebroael e Den Haag, ma tifennas arme Myanmar a-enep lavaroù a c'houennlazh e-keñver ar Rohingyaed ; gwezh ebet ne zistagas ar ger "Rohingya" en he frezegenn[185], ma lavaras e oa al lavaroù a c'houennlazh reoù  diglok ha touellus , pa oa stad an traoù ur respont gant arme Myamar da argadegoù gant ASRA[186]. Goulenn a reas penaos e c'hellje bout bet nep "gouennlazh mennet", pa oa bet boulc'het un enklask gant Gouarnamant Myanmar, en devoa ivez broudet ar Rohingyaed da zistreiñ goude bout bet forbannet. Koulskoude, abeg zo bet kavet en enklask-hont, a zo bet lakaet da ziwirion, pa lavaras an arme bout digablus ha pa viras ar Gouarnamant ouzh ensellerien eus ABU a zont da Vyanmar. Kalz Rohingyaed n'int ket distroet d'o bro, gant aon rak an arme hag an diouer a wirioù.[187],[188].

E miz Genver 2020 e varnas al Lezvarn etrebroadel e oa gwirioù ar Rohingyaed en arvar da vout dilamet, ha skort e oa strivoù Gouarnamant Myanmar evit lakaat an traoù en o reizh ha gwareziñ ar boblad diouzh ur gouennlazh ; gourc'hemenn a reas da C'houarnamant Myanmar ma virfe prouennoù ha ma kasfe ingal keloù d'al Lezvarn a-zivout ar saviad[189].

Diwar goulenn Aozadur Rohingyaed Myanmar er Rouantelezh-Unanet ha hervez he barregezh hollvedel, ul lez-varn en Arc'hantina a embannas d'ar 14 a viz C'hwevrer 2025 urzhioù herzel a-enep meur a bennadurezh e Myanmar, Aung San Suu Kyi en o zouez, en abeg da  gouennlazh ha torfedoù enep mab-den  e-keñver ar Rohingyaed[190].

Kazetennerien harzet hag enklasket

E miz Kerzu 2017 e voe harzet daou gazetenner birman eus Reuters endra edont oc'h ensklak lazhadeg Rohingyaed en Inn Din e kornôg Myanmar[191]. Aug San Suu Kyi a ziskêrias ne oa ket bet harzet ar gazetennerien abalamour da gudenn ar Rohingyaed, hogen abalamour m'o doa torret lezenn Myanmar a-zivout ar rinoù Stad ofisiel[192]. Kondaonet e voent da seizh bloavezh toull-bac'h, hogen abeget e voe an Itron peogwir he devoa disklêriet e-kerzh ar prosez e oant kablus, ha dre-se he devije levezonet ar varnerien[193]. An diplomat stadunanat Bill Richardson a lavaras en devoe komzet gant an Itron a-zivout an afer, ha fulor a oa savet enni betek lavaret e oa "trubarded" eus an daou gazetenner[194]. Pa savas huadeg a-c'houde ar varn, Aung Sang Suu Kyi a lavaras  Den ebet moarvat n'en deus lennet ar varnadenn, pa n'eus enni netra ebet a-zivout frankiz an eztaoliñ  (hogen a-zivout ar rinoù Stad ofisiel hepken) ; ha hi goulenn ma vefe diskouezet dezhi pelec'h e oa aet ar justis a-dreuz, ha lavaret d'an daou gazetenner e c'hellent bepred teurel engalv d'ul lez-varn uheloc'h[195].

E miz Gwengolo 2018, burev ABU evit gwirioù mab-den a embannas un danevell ma lenner ne c'helle mui ar gazetennerien ober o labour e Myanmar hep aon pe dreistgwir abaoe donegigezh KBD er galloud, pa vezent kaset d'al lezioù-barn gant ar Gouarnmamant hag an arme dindan lezennoù a oa re zispis ha re ec'hon[196].

Harzidigezh e 2021

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Manifestadeg a-enep an taol-Stad.
Kelennerien o vanifestiñ.

D'ar 1 a viz C'hwevrer 2021 e voe diskarget dilennidi eus KBD gant arme Myanmar, a stalias ur juntenn er galloud. Nullet e voe disoc'hoù dilennadegoù ar bloaz 2020, disklêriet ur stad a zifrae a badfe ur bloavezh, ha kemmenet dilennadegoù all e dibenn ar bloaz-se. Harzet e voe Aung San Suu Kiy, anezhi ar Guzulierez-Stad, a-gevret gant maodierned, o c'hannaded hag izili ar Parlamant[197]. Ul lez-varn a urzhias ma vefe bac'het e-pad pemzektez, o lavaret e oa bet kavet gant soudarded en he zi ardivinkoù pellgehenterezhioù estren hep ar papernnoù ret. Daou zevezh diwezharoc'h e voe tamallet dezhi en devout enporzhiet dek walkie-talkie[198] d'an nebeutañ, ar pezh a dalvezfe 3 bloavezh toull-bac'h dezhi[199].

A-c'houde an taol-Stad, ar prezidant Joe Biden a c'houdrouzas Myanmar gant kastizoù nevez[200].

D'ar 1 a viz Ebrel 2021 e voe tamallet 5 torfed d'an Itron, an holl e-keñver lezenn ar rinoù Stad ofisiel, ar pezh a c'hellje he kas d'an toull-bac'h e-pad 14 bloavezh[201]. D'an 12 a viz Ebrel e voe ouzhpennet un tamall e-keñver "merañ un drast naturel"[202].

D'an 28 a viz Ebrel, Gouarnamant Unvaniezh Vroadel Myanmar (National Unity Government, NUG), ur gouarnamant kuzh m'edo Aung San Suu Kyi hag a venne distroadañ ar juntenn, a zisklêrias da ASEAN ne vefe darempred ebet gant ar juntenn keit ha ma ne vefe ket lakaet an holl brizonidi politikel – an Itron en o mesk — en o frankiz[203]. D'an 8 a viz Mae, ar juntenn a lakaas an NUG d'un aozadur sponter, hag a embannas e oa arabat kenlabourat gant ar gouarnamant kuzh-se pe e skoazellañ, ar pezh a zilamas de facto pep karg ofisiel diouzh Aun San Suu Kyi[204]. D'an 21 a viz Mae, ur c'hengor a voe bodet gant ar juntenn evit divodañ ar C'hevre Broadel evit an Demokratelezh, strollad politikel an Itron, war zigarez e oa bet flodus adilennadegoù miz Du 2020[205]. D'an 23 a viz Mae, Unaniezh Europa a skoras strollad Aung San Suu Kyi en ur gondaoniñ kengor ar juntenn[206].

2021–bremañ : prosezioù ha bac'hadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
2021

D'ar 24 a viz Mae e voe Ayng San Suu Kyi el lez-varn dindan an tamall a "atizerezh d'an dispac'hadeg"[207]. Evit he difenn e lavaras ne ouie ket a-zivout ar pezh a c'hoarveze en diavaez, pa ne c'halle ket kaout keleier klok, hag e nac'has respont. A-hend-all e lavaras e oa bet he strollad o kreskiñ diwar ar bobl, ha bez' e vefe anezhañ keit ha ma vefe skoret gant ar bobl[208].

D'an 10 a viz Mezheven e voe tamallet goubrenerezh d'an Itron, da lavaret eo ar gwashañ tamall, a c'hellfe he c'has d'an toull-bac'h e-pad 15 bloavezh ; anat e oa d'hec'h alvokaed e venne ar juntenn he c'huzhat diouzh ar bobl[209].

D'ar 14 a viz Mezheven e voe boulc'het prosez an Itron ; ne vije ket aotreet da emstrivañ e nep dilennadeg mar bije kondaonet.[210]. Hec'h alvokaded a glaskas distroadañ an tamall a zispac'hadeg, met distroadet e voent d'o zro gant ar barner[211]. Tri miz diwezhatoc'h, d'an 13 a viz Gwengolo, e voe daleet ar prosez en abeg da "gudennoù bihan e yec'hed" an damalladez hag a vire outi a vout el lez-varn[212].

D'ar 4 a viz Here e c'houlennas Aung San Suu Kyi ma vije berraet hec'h amzer el lez-varn en abeg da gudennoù yec'hed[213]. E miz Du ec'h embannas al lez-varn ar devarnoù kentañ, hep displegañ tra pe dra pe reiñ deiziadoù[214]. Er miz-se ivez e voe a-nevez tamallet goubrenerezh dezhi, p'he devije prenet ha feurmet ur viñsaskell, ar pezh a gasas an niver a damalloù da hogozik daouzek[215]. D'ar 6 a viz Kerzu e voe kondaonet Aung San Suu Kyi da 4 bloavezh toull-bac'h[216]. Daou damall all a voe embannet gant ar juntenn : broudañ an disrann ha terriñ protokol ar bedreuziad COVID-19 ; da heul ur pardon darnel gant penn ar gouarnamant milourel e voe krennet an dezvarn a 4 bloavezh da 2 vloavezh toull-bac'h[217].

2022

D'an 10 a viz Genver, lez-varn vilourel Myanmar a gondaonas Aung San Suu Kyi da 4 bloavezh toull-bac'h ouzhpenn diwar meur a damall, en o zouez "enporzhiañ ha perc'hennañ tokioù" ha "terriñ protokol ar bedreuziad COVID-19". Kloz e oa ar prosez, berzet d'an dud, d'ar media ha d'an arsellerien, faltazius an tamalloù[218].

D'ar 27 a viz Ebrel e voe kondaonet an Itron da 5 bloavezh toull-bac'h diwar c'houbrenerezh[219].

D'an 22 a viz Mezheven ec'h urzhias ar juntenn ma vefe dalc'het pep prosez da zont a-enep Aung San Suu Kyi en un toull-bac'h e-lec'h ul lez-varn, hep displegañ abeg an disentez-se.[220].

D'ar 15 a viz Eost e voe kondaonet an Itron da 6 bloavezh toull-bac'h ouzhpenn diwar c'houbrenerezh, ar pezh a gase hollad an dezvarn da 17 bloavezh, 9 anezho da zont c'hoazh[221].

E miz Gwengolo e voe kondaonet c'hoazh, ar wezh-mañ evit en devout flodet dilennadegoù ha torret lezenn ar rinoù Stad, da lavaret eo 6 vloaz toull-bac'h ouzhpenn hag un hollad a 23 bloavezh[222]. D'an 12 aviz Here e oa bet kondaonet Aung San Suu Kyi da 26 bloavezh toull-bac'h diwar 10 tamall, 5 tamall diwar c'houbrenerezh enno[223].

D'an 30 a viz Kerzu e voe echuet he frosezioù gant un tamall ouzhpenn ha 7 bloavezh toull-bac'h ouzhpenn ivez, diwar c'houbrenerezh bepred ; 33 bloavezh toull-bac'h e voe an dezvarn diwezhañ[224].

2023

D'ar 1 a viz Eost, ar juntenn a roas da Aubg San Suu Kyi, oadet a 78 vloaz, ur pardon darnel pa grennas he c'hastiz da 27 bloavezh toull-bac'h e-lec'h 33[225]. A-raok an distaol-se e oa bet treuzkaset d'un annez perc'hennet gant ar juntenn, met a-raok deroù miz Gwengolo e voe kaset d'un toull-bac'h en-dro, den ne oar resis pegoulz[226]. Nac'h an 19 tamall a oa bet taolet warni a rae an Itron atav, hag hec'h alvokaded a daolas engalv da 6 anezho, a-zivout goubrenerezh ; distroadet e voent[227].

2024

D'ar 16 a viz Ebrel e kemennas ar juntenn vilourel e oa bet treuzkaset Aung San Suu Kyi d'he zi — dindan rediezh da chom er gêr – en abeg d'ur gaouad tommder a dagas Azia ar Gevred d'an 28 a vie Ebrel (53°C e Filipinez, da skouer)[228]. Lod media a-du gant an demokratelezh avat a embannas e oa chomet bac'het, un aerreizher o vout bet staliet en he c'hell[229].

2025

Hervez danevelloù gant ar strollad Democratic Voice of Burma (DVB), an Itron a voe tennet diouzh he rediezh da chom er gêr e-tro miz Here ha kaset gant ar juntenn d'ul lec'h a zo dianav c'hoazh[230].

E miz Kerzu, mab Aung San Suu Kyi, Kim Aris, a lavaras ne oa bet klevet ger digant e vamm gant den ebet abaoe 2023, ne oa bet nemet keloù digant ar juntenn, ar pezh e lakae da soñjal e oa marv an Itron[231].

2026

D'ar 17 a viz Ebrel 2026 e voe krennet kastiz Aung San Suu Kyi, tost da 81 bloaz ganti, da 22,5 vloaz, un darn eus un taolad diskounadurioù ha kemmadennoù bet divizet gant Gouarnamant Unaniezh Myanmar (ပြည်ထောင်စုအစိုးရအဖွဲ့) da-geñver ar Bloaz Nevez (သင်္ကြန်, Thingyan)[232].

D'an 30 a viz Ebrel, ar juntenn a zilammas 1/6 eus ar c'hastiz, eleze 45 mizvezh (3 bloavezh ha 9 mizvezh), hag a droas ar vac'hadenn en ul lec'h kuzh ma oa bet dalc'het e-pad 5 bloavezh d'ur rediezh da chom er gêr[233] ; antronoz e c'houlennas SUA ma vefe lakaet an Itron en he frankiz  diouzhtu  ha ma vefe kaset d'un ospital[234].

Mennozhioù politikel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
It is not power that corrupts, but fear. Fear of losing power corrupts those who wield it and fear of the scourge of power corrupts those who are subject to it.
N'eo ket ar galloud a vreign, an aon ne lavaran ket. An aon rak e goll a vreign ar re emañ ar galloud ganto, hag an aon rak skourjez ar galloud a vreign a re a zo dindan e veli.

Freedom from Fear[235].

Pa voe goulennet ouzh Aung San Suu Kyi petore patromoù demokratel a gkaslfe tizhout e repontas :

We have many, many lessons to learn from various places, not just the Asian countries like South Korea, Taiwan, Mongolia, and Indonesia.
Kalz, kalz kentelioù hon eus da zeskiñ digant meur a lec'h, n'eo ket hepken er broioù aziat eveld' Sukorea, Taiwan, Mongolia, hag Indonezia.

Menegiñ Europa ar Reter a reas ivez, enni broioù hag a droas diwar an unveliezh komunour d'an demokratelezh er bloavezhioù 1980 ha 1990, koulz ha broioù Amerika latin hag a droas diwar gouarnamantoù milourel, hep ankouaat Suafrika, na oa ket ur renad milourel hogen unan aotrouniek evelato. Hag hi ha ouzhpennañ :

We wish to learn from everybody who has achieved a transition to democracy, and also [...] our great strong point is that, because we are so far behind everybody else, we can also learn which mistakes we should avoid
C'hoant hon eus da zeskiñ digant kement den a zo deuet a-benn da dreiñ war-du an demokratelezh, hag ivez [...] hor perzh kreñvañ eo emaomp ker pell a-dreñv ma c'hallomp ivez deskiñ petore fazioù a rankfemp na ober.[236]

E miz Gwengolo 2003 e voe oberataet Aung Sang Suu Kyi d'an oad a 58 vloaz en abeg da gudennoù ginekologiezh e-kerzh he rediezh da chom er gêr[237].

He zroad a voe oberataet ivez e miz Kerzu 2010[238].

E miz Mezheven 2012, he mezeg a lavaras ne oa ket fall he yec'hed en holl, nemet e oa 48 kilogramm hepken a bouez enni, e oa izel gwask he gwad hag e c'helle gwanaat buan[239].

Ul lagad dezhi a voe oberataet e miz Ebrel 2016.

Goude bout bet harzet ha bac'het e miz C'hwevrer 2021 ec'h eas he yec'hed war ziskar[240],[241]. Degemenner ar juntenn avat a zisklêrias e veze sellet a-dost ouzh yec'hed an Itron hag ouzh hec'h aozioù lojañ[242].

Evit d'ar Gouarnamant milourel lavaret e vez Aung San Suu Kyi yac'h abaoe m'eo bet distroet d'an toull-bac'h e miz Gwengolo 2023 e klever emañ o klañvaat, e c'houzañv gant he dent ha ne c'hall ket debriñ ; nac'het eo bet outi bout ensellet gant un dentour[243],[244].

E miz Gwengolo 2025 ec'h embannas Kim Aris e oa klañv kalon e vamm ; ur c'halonour zo bet goulennet, hogen K. Aris ne ouie ket hag aotreet e oa bet ar mezeg da zont[245].

Aung San Suu Kyi war golo ar magazin Ms. e 2012.
Sinema
  • 1995 : Beyond Rangoon, film sevenet gant John Boorman[246].
  • 2004 : Son pays est une prison, teulfilm sevenet gant François Rosolato[247].
  • 2011 : The Lady, film sevenet gant Luc Besson[248].
Sonerezh
  • 2005 : an daou soner iwerzhonat Lisa Hannigan ha Damien Rice a embannas ur ganaouenn anvet Unplayed Piano ("Piano mut") evit skorañ ar c'houlzad Free Aung San Suu Kyi 60th Birthday Campaign[249]
  • 2001 : ar strollad iwerzhonat sonerezh rock U2 a savas e ganaouen Walk On ("Kendalc'h da vont") en enor da Aung San Suu Kyi[250].
  • Ar soner saksell Wayne Shorter a aozas un ton anvet Aung San Suu Kyi, a voe embannet e 1997 hag adembannet e 2002[251],[252].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gant Aung San Suu Kyi
Diwar-benn Aung San Suu Kyi
  • (en) Aung Zaw. The Face of Resistance: Aung San Suu Kyi and Burma's Fight for Freedom. Chiang Mai : Mekong Press, 2014 (ISBN 978-616-215-066-1)
  • (fr) Buhrer. Jean-Claude, & al.. Aung San Suu Kyi, demain la Birmanie. Arles : Philippe Picquier, 2000 (ISBN 978-2-87730-374-3)
  • (fr) Casanova, Nicole & Kerner, Charlotte. Des femmes prix Nobel de Marie Curie à Aung San Suu Kyi, 1903–1991. Paris : Des femmes, 1992 (ISBN 978-2-7210-0427-7)
  • (en) Chin Geok Ang. Aung San Suu Kyi, towards a new freedom. Hoboken : Prentice Hall, 1998 (ISBN 978-981-4024-30-3)
  • (fr) Debomy, Frédéric. Aung San Suu Kyi, l'armée et les Rihingyas. Paris : Éditions de l'atelier, 2018 (ISBN 978-2-7082-4564-8)
  • (fr) Falise, Thierry. Aung San Suu Kyi – Le jasmin ou la lune. Paris : J'ai Lu, 2008 (ISBN 978-2-290-00644-3)
  • (en) Hasday, Judy L.. Modern Peacemakers – Aung San Suu Kyi – Activist for Democracy in Myanmar. New York : Chelsea House, 2007 (ISBN 978-0-7910-9435-8)
  • (en) Houtman, Gustaaf. Mental Culture in Burmese Crisis Politics – Aung San Suu Kyi and the National League for Democracy. Tōkyō : Institute for the Study of Languages and Cultures of Asia and Africa, 1999 (ISBN 978-4-87297-748-6).
  • (en) Ling, Bettina. Women Changing the World – Aung San Suu Kyi: Standing Up for Democracy in Burma. New York : The Feminist Press, 1998 (ISBN 978-1-55861-197-9)
  • (en) Lintner, Bertil. Aung San Suu Kyi and Burma's Struggle for Democracy. Harrogate : Combined Academic Publlishers, 2012 (ISBN 978-616-215-015-9)
  • (en) Miller, J. E.. Who's Who in Contemporary Women's Writing/ London : Routledge, 2002 (ISBN 978-0-415-15981-4)
  • (en) Oishi, Mikio. Aung San Suu Kyi's struggle: Its principles and strategy. Kuala Lumpur : Just World Trust, 1997 (ISBN 978-983-9861-06-8)
  • (en) Parenteau, John. Prisoner for Peace: Aung San Suu Kyi and Burma's Struggle for Democracy. Greensboro : Morgan Reynolds, (1994 (ISBN 978-1-883846-05-3)
  • (en) Popham, Peter. The Lady and the Peacock: The Life of Aung San Suu Kyi. New York : The Experiment, 2013 (ISBN 978-1-61519-081-2).
  • (en) Popham, Peter. The Lady and the Generals: Aung San Suu Kyi and Burma's Struggle for Freedom. London : Rider, 2016 (ISBN 978-1-84604-371-0).
  • (fr) Philip, Bruno. Aung San Suu Kyi – L'icône fracassée. Paris : Éditions des Équateurs, 2017 (ISBN 978-2-84990-546-3)
  • (en) Richard, Shannon. The Lady of Burma. London : Oberon Books, 2007 (ISBN 978-1-84943-891-9)
  • (en) Stewart, Whitney. Aung San Suu Kyi: Fearless Voice of Burma. Minneapolis : Lerner, 1997 (ISBN 978-0-8225-4931-4).
  • (en) Thomas, William. Trailblazers of the Modern World – Aung San Suu Kyi. Milwaukee : Gareth Stevens, 2004 (ISBN 978-0-8368-5263-9)
  • (en) Victor, Barbara. The Lady: Aung San Suu Kyi – Nobel Laureate and Burma's Prisoner. New York : Farrar, Straus and Giroux, 2002 (ISBN 978-0-571-21177-7)
  • (en) Wintle, Justin. The Perfect Hostage: A Life of Aung San Suu Kyi. London : Hutchinson, 2007 (ISBN 978-0-09-179681-5)
A-zivout Myanmar
  • (en) Combs, Daniel. Until the World Shatters: Truth, Lies, and the Looting of Myanmar. New York : Melville House, 2021 (ISBN 978-1-61219-887-3)
  • (en) Larkin, Emma. Finding George Orwell in Burma. London : Penguin, 2006 (ISBN 978-0-14-303711-8)
  • (en) MacLean, Rory. Under the Dragon: A Journey Through Burma. London : Tauris Parke, 2008 (ISBN 978-1-84511-622-4)
  • (en) Wallechinsky, David. Tyrants: The World's 20 Worst Living Dictators. New York : Harper Perennial, 2006 (ISBN 978-0-06-059004-8)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. (en) Pletcher, Kenneth. Aung San Suu Kyi, Encyclopedia Britannica, 01/05/2026. Kavet : 08 Mae 2026.
  2. (en) Aung San Suu Kyi and the Tatmadaw, Australian Institute of International Affairs, 03/06/2017. Kavet : 08 Mae 2026.
  3. (en) Myanmar: The return of the junta, Parlamant Europa, 17/02/2021. Kavet : 08 Mae 2026.
  4. 1 2 (en) 5,000 days in captivity: The world's most famous political prisoner and a dismal landmark, The Independent, 05/07/2009. Kavet : 08 Mae 2026.
  5. (en) The Children of Gandhi, Time, 31/12/1999. Kavet : 08 Mae 2026.
  6. (en) [https://web.archive.org/web/20171114145201/https://www.newyorker.com/magazine/2017/10/02/what-happened-to-myanmars-human-rights-icon What Happened to Myanmar's Human-Rights Icon?, The New Yorker, 28/09/2017. Kavet : 08 Mae 2026.
  7. (en) Did the World Get Aung San Suu Kyi Wrong?, The New York Times, 31/10/2017. Kavet : 08 Mae 2026.
  8. (en) Aung San Suu Kyi stripped of Amnesty's highest honour over 'shameful betrayal, The Guardian, 12/11/2018. Kavet : 08 Mae 2026.
  9. (en) Myanmar army, government aim to silence independent journalism: U.N., Reuters, 11/09/2018. Kavet : 08 Mae 2026.
  10. (en) Aung San Suu Kyi handed four-year jail term in military 'courtroom circus', The Guardian, 10/01/2022. Kavet : 08 Mae 2026.
  11. (en) Graft convictions extend Suu Kyi's prison term to 26 years, The Associated Press, 12/10/2022. Kavet : 08 Mae 2026.
  12. (en) Myanmar court jails Aung San Suu Kyi for 7 more years as secretive trials end, CNBC, 30/12/2022. Kavet : 08 Mae 2026.
  13. (en) Myanmar Junta Grants Partial Clemency to Aung San Suu Kyi, Time, 01/08/2023. Kavet : 08 Mae 2026.
  14. (en) Myanmar's junta condemned over guilty verdicts in Aung San Suu Kyi trial, The Guardian, 06/12/2021. Kavet : 08 Mae 2026.
  15. 1 2 3 4 5 6 7 Aung San Suu Kyi – Biography. Kavet : 08 Mae 2026.
  16. (en) Myanmar family roles and social relationships, Gouarnamant Myanmar. Kavet : 08 Mae 2026.
  17. (en) Suu Kyi Protester Arrested, The Irrawaddy, 28/05/2009. Kavet : 08 Mae 2026.
  18. Un drevadenn eus ar Rouantelezh-Unanet ez eo bet Birmania adalek 1824 betek 1948, ar bloaz ma voe dizalc'h ha ma adkemeras hec'h anv, Myanmar.
  19. Popham, 2013, p. 163.
  20. Stewart, 1997, p. 31.
  21. Stewart, 1997, p. 32.
  22. 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 (en) A biography of Aung San Suu Kyi, Burma campaign.uk. Kavet : 08 Mae 2026.
  23. (en) Popham, Peter. Aung San Suu Kyi. In : St Hugh's College Oxford Magazine 2021, pp. 3-6. Kavet : 08 Mae 2026.
  24. (en) Much warmth, some restraint at Manmohan's meeting with Suu Kyi, Business Standard, 30/05/2012. Kavet : 08 Mae 2026.
  25. (en) Before the storm: Aung San Suu Kyi photograph peels back the years, The Guardian, 18/06/2009. Kavet : 08 Mae 2026.
  26. (en) Aung San Suu Kyi - Biographical, Nobelprize.org. Kavet : 08 Mae 2026.
  27. (en) SOAS alumna Aung San Suu Kyi calls for 'Peaceful Revolution' in Burma, SOAS Alumni, 11/2010. Kavet : 08 Mae 2026.
  28. (en) Suu Kyi rejects UK visit offer, BBC News, 26/03/1999. Kavet : 08 Mae 2026.
  29. (en) Obituary: A courageous and patient man, BBC News, 27/03/1999. Kavet : 08 Mae 2026.
  30. (en) BBC News. Post-Nargis Joint Assment, 21/07/2008, The Human Toll. Kavet : 08 Mae 2026.
  31. (en) Aung San Suu Kyi’s home to be renovated, Mizzima, 10/08/2009. Kavet : 08 Mae 2026.
  32. (en) Suu Kyi Freed at Last, The Irrawady, 13/11/2010. Kavet : 08 Mae 2026.
  33. (en) Burmese Leader Ne Win Resigns in Surprise Move, The Washington Post, 24/07/1988. Kavet : 08 Mae 2026.
  34. (en) The Day Daw Aung San Suu Kyi Made Her First Public Appearance in Myanmar, The Irrawaddy, 24/08/2020. Kavet : 08 Mae 2026.
  35. (en) Profile: Aung San Suu Kyi, BBC News, 25/05/2006. Kavet : 08 Mae 2026.
  36. (en) The Nobel Peace Prize 1991 Presentation Speech, Nobelprize.org. Kavet : 08 Mae 2026.
  37. (en) Burma: 20 Years After 1990 Elections, Democracy Still Denied, Human Rights Watch, 26/05/2010. Kavet : 08 Mae 2026.
  38. (en) Daw Aung San Suu Kyi – Burma's Icon of Democracy, Hope and Grace Under Pressure, Amnesty International Women's Action Council / Stop Violence Against Women Campaign. Kavet : 08 Mae 2026.
  39. (en) Sakharov Prize. Kavet : 08 Mae 2026.
  40. Miller, 2002, p. 21.
  41. (en) Fourth World Conference on Women, 4-15 September 1995, Beijing, China, ABU. Kavet : 08 Mae 2026.
  42. (en) Aung San Suu Kyi's Prison Diaries, |url=https://www.bushywood.com/ministry_of_justice/prison_diaries_stories_journals_blogs/Aung_San_Suu_Kyi_Prison_Diaries.htm], Bushy Wood. Kavet : 08 Mae 2026.
  43. (en) Chronology of Aung San Suu Kyi's Detention, Human Rights Watch, 13/11/2010. Kavet : 08 Mae 2026.
  44. (en) Suu Kyi Questions Burma’s Judiciary, Constitution, The Irrawaddy, 03/08/2009. Kavet : 08 Mae 2026.
  45. (en) Suthichai Yoon. What Aung San Suu Kyi once told me..., YouTube, 29/12/2013. Kavet : 08 Mae 2026.
  46. Aung San Suu Kyi, 1998, p. 132.
  47. (en) Italian journalist turned away from Myanmar, Burma Library, 17/08/1998. Kavet : 08 Mae 2026.
  48. (en) Myanmar's Suu Kyi Released From Hospital, The Washington Post, 10/06/2006. Kavet : 08 Mae 2026.
  49. (en) Opposition Condemns Extension of Suu Kyi’s Detention, The Irrawaddy, 27/05/2006. Kavet : 08 Mae 2026.
  50. (en) Government took action against appeal plaintiff Daw Aung San Suu Kyi in accord with existing laws within framework of law, New Light of Myanmar' (kazetenn ar Gouarnamant), p. 7, 19/09/2009. Kavet : 08 Mae 2026.
  51. (en) Suu Kyi appeals to Myanmar junta against her detention: party, AFP, 11/10/2008. Kavet : 08 Mae 2026.
  52. (en) Suppressing Burma's 'beacon', The Washington Times, 24/10/2008. Kavet : 08 Mae 2026.
  53. (en) EU envoy urges lifting of Aung San Suu Kyi's house arrest, EUbusiness, 24/10/2008. Kavet : 08 Mae 2026.
  54. (en) Burmese election won by military-backed party, The Guardian, 09/12/2010. Kavet : 08 Mae 2026.
  55. (en) The Depayin Massacre 2 Years On, Justice Denied, ASEAN Inter-Parliamentary Myanmar Caucus, 30/05/2005. Kavet : 08 Mae 2026.
  56. (en) A Decade Later, Victims Still Seeking Depayin Massacre Justice, The Irrawaddy, 21/05/2013. Kavet : 08 Mae 2026.
  57. Kartenn.
  58. (en) Suu Kyi has 'major' operation, BBC News, 19/09/2003. Kavet : 08 Mae 2026.
  59. (en) Daw Aung San Suu Kyi v. Myanmar, U.N. Working Group on Arbitrary Detention, U.N. Doc. E/CN.4/2005/6/Add.1 at 47 (2004). Kavet : 08 Mae 2026.
  60. (en) Annan pays tribute to UN envoy in Myanmar upon his resignation, Reliefweb, 09/01/2006. Kavet : 08 Mae 2026.
  61. (en) After meeting Aung San Suu Kyi, UN envoy leaves Myanmar, ABU, 28/05/2006. Kavet : 08 Mae 2026.
  62. (fr) Rare visite, CBC/Radio-Canada, 11/11/2006. Kavet : 08 Mae 2026.
  63. (en) UN envoy meets with Burma's top general to discuss 'current situation', UN Nexs Centre, 02/10/2007. Kavet : 08 Mae 2026.
  64. (en) Burmese Daily at Odds With Democracy Advocate, The New York Times, 19/01/2007. Kavet : 08 Mae 2026.
  65. (en) Suu Kyi ready to talk to generals, BBC News, 08/11/2007. Kavet : 08 Mae 2026.
  66. (en) UN chief leaves Myanmar 'disappointed' with junta, The Jakarta Post, 07/05/2009. Kavet : 08 Mae 2026.
  67. (en) Monks put Myanmar junta in tight spot, CTV News / Associated Press, 21/09/2007. Kavet : 08 Mae 2026.
  68. (en) Democracy Icon Aung San Suu Kyi Greets Myanmar Monks, Agence France-Presse, 22/09/2007. Kavet : 08 Mae 2026.
  69. (en) U.S. Man Held After Swim to Burmese Nobel Peace Laureate's Home, The New York Times, 07/05/2009. Kavet : 08 Mae 2026.
  70. (en) American: God asked me to protect Suu Kyi, CNN, 27/05/2009. Kavet : 08 Mae 2026.
  71. (en) Burma's Aung San Suu Kyi on trial, BBC News, 18/05/2009. Kavet : 08 Mae 2026.
  72. (en) Burma opposition leader on trial, Financial Times, 19/05/2009. Kavet : 08 Mae 2026.
  73. (en) Suu Kyi 'composed' at Burma trial, BBC News, 20/05/2009. Kavet : 08 Mae 2026.
  74. (en) Lawyers for Aung San Suu Kyi protest innocence as trial begins, Times OnLine, 19/05/2009. Kavet : 08 Mae 2026.
  75. (en) Court Rejects Two Suu Kyi Defense Witnesses, The Irrawady, 09/06/2009. Kavet : 08 Mae 2026.
  76. (en) Aung San Suu Kuy to be put under detention, Asia Newsn 06/09/2009. Kavet : 08 Mae 2026.
  77. (en) Myanmar says American main culprit in Suu Kyi case, Associated Press, 25/06/2009. Kavet : 08 Mae 2026.
  78. (en) Aung San Suu Kyi celebrates 64th birthday with jail guards, The Guardian, 19/06/2009. Kavet : 08 Mae 2026.
  79. (en) UN calls for release of Suu Kyi, The Age, 24/05/2009. Kavet : 08 Mae 2026.
  80. (en) Western outcry over Suu Kyi case, BBC News, 18/05/2009. Kavet : 08 Mae 2026.
  81. (en) Asian leaders call for release of Aung San Suu Kyi, Radio Australia, 15/05/2009. Kavet : 08 Mae 2026.
  82. (en) Asian leaders condemn Burma trial, BBC News, 19/05/2009. Kavet : 08 Mae 2026.
  83. (en) Myanmar protests ASEAN alternate chairman statement on Aung San Suu Kyi, Xinhua News Agency (Sina), 24/05/2009. Kavet : 08 Mae 2026.
  84. (en) Burma lashes out at Thailand over Suu Kyi, Bangkok Post, 25/05/2009. Kavet : 08 Mae 2026.
  85. (en) The Last Big Push!, Free Burma's Political Prisoners Now!, 07/07/2009. Kavet : 08 Mae 2026.
  86. (en) Ban Ki-Moon Leaves Burma Disappointed, Time, 05/07/2009. Kavet : 08 Mae 2026.
  87. (en) Burma court finds Suu Kyi guilty',. BBC News, 11/08/2009. Kavet : 08 Mae 2026.
  88. (en) Lawyers to appeal against Aung San Suu Kyi sentence, The Guardian, 12/08/2009. Kavet : 08 Mae 2026.
  89. (en) Senator wins release of US prisoner in Myanmar, Associated Press, 15/08/2009. Kavet : 08 Mae 2026.
  90. (en) Obama appeals to Myanmar junta to release Aung San Suu Kyi, The Times of India, 18/08/2009. Kavet : 08 Mae 2026.
  91. (en) Burmese court rejects appeal against Aung San Suu Kyi house arrest, Associated Press, 02/10/2009. Kavet : 08 Mae 2026.
  92. (en) MPs to Suu Kyi: You are the real PM of Myanmar, The Times of India, 13/06/2007. Kavet : 08 Mae 2026.
  93. (en) Israel calls on Myanmar government to release Suu Kyi, משרד החוץ / Maodiernezh an Aferioù Estren, 08/11/2011 . Kavet : 08 Mae 2026.
  94. (en) Japan calls for Suu Kyi release, BBC News, 24/06/2003. Kavet : 08 Mae 2026.
  95. (en) US House honours Burma's Suu Kyi, BBC News, 18/12/2007. Kavet : 08 Mae 2026.
  96. (en) Leaders demand Suu Kyi's release, MWC News, 15/05/2007. Kavet : 08 Mae 2026.
  97. (en) Burmese detainee receives US honour, The Guardian, 25/04/2008. Kavet : 08 Mae 2026.
  98. (en) Myanmar urged to release peace activist Suu Kyi, Gulf News, 30/05/2007. Kavet : 08 Mae 2026.
  99. (en) U.S., Indonesia call for Suu Kyi's release, Mizzima, 09/06/2009. Kavet : 08 Mae 2026.
  100. (en) S'pore disappointed with extension of Aung San Suu Kyi's detention, Channel NewsAsia, 27/05/2009. Kavet : 08 Mae 2026.
  101. (en) Burma lashes out at Thailand over Suu Kyi, Bangkok Post, 25/05/2009. Kavet : 08 Mae 2026.
  102. (en) Burma 'faces Asean expulsion, BBC News, 20/07/2003. Kavet : 08 Mae 2026.
  103. (en) 432 eminent citizens for Suu Kyi's freedom, The Daily Star, 19/06/2006. Kavet : 08 Mae 2026.
  104. (en) President Nasheed calls for immediate release of Aung San Suu Kyi, Maldives Chronicle, 12/02/2009. Kavet : 08 Mae 2026.
  105. (en) SA calls for immediate release of Aung San Suu Kyi, Mail & Guardian, 22/05/2009. Kavet : 08 Mae 2026.
  106. (en) ASEAN Chairmanship Over the Years, ASEAN, 2026. Kavet : 08 Mae 2026.
  107. (en) Thailand Wants to Bring Myanmar Back Into ASEAN, Foreign Minister Says, The Diplomat, 19/02/2026. Kavet : 08 Mae 2026.
  108. (en) UN Secretary Repeats Call for Release of Daw Aung San Suu Kyi, Narinjara, 27/05/2007]. Kavet : 08 Mae 2026.
  109. (en) UN General Assembly condemns Myanmar, Taipei Times, 26/12/2008. Kavet : 08 Mae 2026.
  110. (en) RI woos India, China over Suu Kyi, Jakarta Post, 13/06/2009. Kavet : 08 Mae 2026.
  111. Thai PM says West uses Myanmar, NASDAQ, 25/08/2008. Kavet : 08 Mae 2026.
  112. (en) Vietnam supports Myanmar's efforts for reconciliation, Vietnam+, 14/08/2009. Kavet : 08 Mae 2026.
  113. (en) Vietnam: Suu Kyi verdict 'internal' matter for Myanmar, ABITSU, 13/08/2009. Kavet : 08 Mae 2026.
  114. (en) Prospect Burma. Kavet : 08 Mae 2026.
  115. (en) , Prospect Burma FAQ. Kavet : 08 Mae 2026.
  116. (en) Burma claims it will release Aung San Suu Kyi, The Guardian, 09/11/2009. Kavet : 08 Mae 2026.
  117. (en) Burma announces elections – but not for Aung San Suu Kyi, The Telegraph, 04/01/2010. Kavet : 08 Mae 2026.
  118. (en) US takes a radical turn on Myanmar, Asia Times, 30/09/2009. Kavet : 08 Mae 2026.
  119. (en) Junta designed poll date ‘to keep Suu Kyi at bay’ , Mizzima, 10/11/2009. Kavet : 08 Mae 2026.
  120. (en) Brown pledges support to Suu Kyi, BBC News, 30/12/2009. Kavet : 08 Mae 2026.
  121. (en) Burma's Suu Kyi meets senior members of her NLD party, BBC News, 16/12/2009. Kavet : 08 Mae 2026.
  122. (en) Myanmar's Aung San Suu Kyi released, Al Jazeera, 13/11/2010. Kavet : 08 Mae 2026.
  123. (en) Burma's pro-democracy leader Aung San Suu Kyi, under house arrest for seven years, has been freed by the country's military rulers, Sky News, 13/11/2010. Kavet : 08 Mae 2026.
  124. (en) Myanmar Dissident Calls for Change, The New York Times, 14/11/2010. Kavet : 08 Mae 2026.
  125. (en) Suu Kyi and son reunited after 10-year separation, The Independent, 24/11/2010. Kavet : 08 Mae 2026.
  126. (en) Burma frees dozens of political prisoners, BBC News, 12/10/2011. Kavet : 08 Mae 2026.
  127. (en) Burma law to allow labour unions and strikes, BBC News, 14/10/2011. Kavet : 08 Mae 2026.
  128. (en) Suu Kyi's NLD democracy party to rejoin Burma politics, BBC News, 18/11/2011. Kavet : 08 Mae 2026.
  129. (en) U.S. sees Burma reforms as strategic opening to support democracy, The Washington Post, 19/11/ 2011. Kavet : 08 Mae 2026.
  130. (en) Will Relax Some Curbs on Aid to Myanmar, The New York Times,01/12/2011. Kavet : 08 Mae 2026.
  131. (en) PM Yingluck backs Suu Kyi in landmark Myanmar talks, Agence France-Presse, 21/12/2011. Kavet : 08 Mae 2026.
  132. (en) Daw Aung San Suu Kyi eyes Kawhmu seat, The Myanmar Times, 12/12/2011. Kavet : 08 Mae 2026.
  133. (en) Aung San Suu Kyi registers for Burma election run, BBC News, 18/01/2012. Kavet : 08 Mae 2026.
  134. (en) Burma's Aung San Suu Kyi makes landmark campaign speech, BBC News, 14/02/2012. Kavet : 08 Mae 2026.
  135. (en) Suu Kyi's Speech Leaked on Internet Before Broadcast, The Irrawaddy, 13/03/2012. . Kavet : 08 Mae 2026.
  136. (en) Burmese gov't censors Suu Kyi's campaign speech, Mizzima, 11/03/2012. Kavet : 08 Mae 2026.
  137. (en) Suu Kyi Warns Canadian FM of Voter List Problems, The Irrawaddy, 9/03/2012. Kavet : 08 Mae 2026.
  138. (en) Suu Kyi: media must monitor Burma, UK Press Association,11/03/2012. Kavet : 08 Mae 2026.
  139. (en) Western Election Observers Invited, Radio Free Asia, 21/03/2012. Kavet : 08 Mae 2026.
  140. (en) Myanmar's Suu Kyi says reforms could be reversed, Reuters, 29/02/2012. Kavet : 08 Mae 2026.
  141. (en) Burma's Aung San Suu Kyi wins by-election: NLD party, BBC News, 01/04/2012. Kavet : 08 Mae 2026.
  142. (my) Winning NLD candidate list announced in state tv, MRTV, 02/04/2012. Kavet : 08 Mae 2026.
  143. (en) Suu Kyi Myanmar parliament debut in doubt over oath stalemate, Reuters, 20/04/2012. Kavet : 08 Mae 2026.
  144. (en) Myanmar oath standoff puts Suu Kyi's MP debut in doubt, Reuters, 19/04/2012. Kavet : 08 Mae 2026.
  145. (en) Aung San Suu Kyi makes history by taking Myanmar parliament seat, Los Angeles Times, 02/05/2012. Kavet : 08 Mae 2026.
  146. (en) Democracy Advocate Elected to Myanmar's Parliament, Her Party Says, The New York Times, 01/04/2012. Kavet : 08 Mae 2026.
  147. (en) Aung San Suu Kyi - Nobel Lecture, Nobelprize.org. Kavet : 08 Mae 2026.
  148. (en) Burma's President Thein Sein off US sanctions list, BBC News, 19/09/2012. Kavet : 08 Mae 2026.
  149. (en) Suu Kyi wants to run for president, Investvine, 06/06/2013. Kavet : 08 Mae 2026.
  150. (en) Aung San Suu Kyi: The halo slips – Running for president comes with risks, The Economist, 15/06/2013. Kavet : 08 Mae 2026.
  151. (en) Myanmar election: Suu Kyi's NLD wins landslide victory , BBC News, 13/11/2015. Kavet : 08 Mae 2026.
  152. A voe e karg adalek an 30/03/2016 betek an 21/03/2018.
  153. (en) San Suu Kyi: Myanmar's great hope fails to live up to expectations, The Guardian, 20/03/2017. Kavet : 08 Mae 2026.
  154. (en) Myanmar: Aung San Suu Kyi exclusive interview, BBC News, 05/04/2017. Kavet : 08 Mae 2026.
  155. (en) Myanmar's long-suffering Rohingya Muslims hoped that Aung San Suu Kyi would make them full citizens. They were wrong, Los Angeles Times, 09/04/2017. Kavet : 08 Mae 2026.
  156. (en) Is the world getting Myanmar wrong?, The Economist, 26/10/2017. Kavet : 08 Mae 2026.
  157. (en) Press freedom is waning in Myanmar, The Economist, 08/03/2018. Kavet : 08 Mae 2026.
  158. (en) COVID-19 in Myanmar: Spread, actions and opportunities for peace and stability, Journal of Global Health, 10/10/2020. Kavet : 08 Mae 2026.
  159. (en) Aung San Suu Kyi's inexcusable silence, Al Jazeera, 24/05/2015. Kavet : 08 Mae 2026.
  160. (en) Rohingya refugees leave Burma to seek help in Bangladesh, The Guardian, 22/06/2012. Kavet : 08 Mae 2026.
  161. (en) Suu Kyi blames Burma violence on 'climate of fear', BBC News', 24/10/2013. Kavet : 08 Mae 2026.
  162. Popham, 2016, p. 193.
  163. (en) Aung San Suu Kyi Explains Silence on Rohingyas, Voice of America, 15/11/2012. Kavet : 08 Mae 2026.
  164. (en) Dalai Lama presses Aung San Suu Kyi over Rohingya migrants| BBC News, 28/05/2015. Kavet : 08 Mae 2026.
  165. (en) [ Aung San Suu Kyi Asks U.S. Not to Refer to Rohingya], The New York Times, 06/05/2016. Kavet : 08 Mae 2026.
  166. (en) Not clear yet, The Economist, 21/05/2016. Kavet : 08 Mae 2026.
  167. (en) Is The Lady listening? Aung San Suu Kyi accused of ignoring Myanmar's Muslims, CNN, 25/11/2016. Kavet : 08 Mae 2026.
  168. (en) Burma's Aung San Suu Kyi accused of "legitimising genocide of Rohingya Muslims", The Independent, 25/11/2016. Kavet : 08 Mae 2026.
  169. (en) South-East Asia's future looks prosperous but illiberal, The Economist, 18/07/2017. Kavet : 08 Mae 2026.
  170. (en) Myanmar conflict: Aung San Suu Kyi 'must step in', BBC News, 04/09/2017. Kavet : 08 Mae 2026.
  171. (en) Take away Aung San Suu Kyi's Nobel peace prize. She no longer deserves it, The Guardian, 05/09/2017. Kavet : 08 Mae 2026.
  172. (en) Nobel institute: Suu Kyi cannot be stripped of prize, The Hindu, 08/09/2017. Kavet : 08 Mae 2026.
  173. (en) Nobel institute: Suu Kyi cannot be stripped of prize , The Hindu, 08/09/2017. Kavet : 08 Mae 2026.
  174. (en) Should Aung San Suu Kyi give back her Nobel Peace Prize?, News.com.au, 09/09/2017. Kavet : 08 Mae 2026.
  175. (en) Myanmar's Aung San Suu Kyi to miss UN General Assembly debate, BBC News, 13/09/2017. Kavet : 08 Mae 2026.
  176. (en) City of London to debate stripping Aung San Suu Kyi of freedom award, The Guardian, 07/10/2017. Kavet : 08 Mae 2026.
  177. (en) Bob Geldof calls Aung San Suu Kyi 'handmaiden to genocide', Reuters, 13/11/2017. Kavet : 08 Mae 2026.
  178. (en) Councillors vote to revoke award from Aung San Suu Kyi, RTÉ News, 14/12/2017
  179. (en) U.S. Holocaust Museum Revokes Award to Aung San Suu Kyi, The New York Times, 07/03/2018. Kavet : 08 Mae 2026.
  180. (en) The Rohingya crisis bears all the hallmarks of a genocide, The Economist, 23/05/2018. Kavet : 08 Mae 2026.
  181. (en) Aung San Suu Kyi to be stripped of Freedom of Edinburgh award, The Guardian, 22/08/2018. Kavet : 08 Mae 2026.
  182. (en) https://web.archive.org/web/20180829042412/https://www.economist.com/asia/2018/08/28/the-un-reports-that-the-assault-on-the-rohingyas-amounted-to-genocide The UN reports that the assault on the Rohingyas amounted to genocide], The Economist, 28/08/2018. Kavet : 08 Mae 2026.
  183. (en) Canada Revokes Honorary Citizenship of Aung San Suu Kyi, The New York Times, 03/10/2018. Kavet : 08 Mae 2026.
  184. (en) Aung San Suu Kyi: Amnesty strips Myanmar leader of top prize, BBC News, 12/11/2018. Kavet : 08 Mae 2026.
  185. (en) ICJ speech: Suu Kyi fails to use 'Rohingya' to describe minority , Al Jazeera, 13/12/2019. Kavet : 08 Mae 2026.
  186. (en) Myanmar's Aung San Suu Kyi: 'Defending the indefensible' , Al Jazeera, 13/12/2019. Kavet : 08 Mae 2026.
  187. (en) Factchecking Aung San Suu Kyi's claims over genocide allegations, The Guardian, 11/12/2019}}. Kavet : 08 Mae 2026.
  188. (en) Myanmar's Aung San Suu Kyi dismisses claims of genocide at The Hague, Los Angeles Times, 11/12/2019. Kavet : 08 Mae 2026.
  189. (en) Top UN court orders Myanmar to protect Rohingya from genocide, ABU, 23/01/2020. Kavet : 08 Mae 2026.
  190. (en) Argentine court issues warrants for Myanmar officials accused of Rohingya 'genocide', France 24, 14/02/2025. Kavet : 08 Mae 2026.
  191. (en) These journalists were jailed for investigating atrocities in Burma. This is what they found., The Washington Post, 09/02/2017. Kavet : 08 Mae 2026.
  192. (en) Exclusive: Interview with Aung San Suu Kyi, NHK, 08/06/2018. Kavet : 08 Mae 2026.
  193. (en) Jailed reporters' wives 'devastated' by Aung San Suu Kyi response, The Guardian, 04/09/2018. Kavet : 08 Mae 2026.
  194. (en) Suu Kyi's image in shreds as Myanmar jails Reuters pair, Agence France-Presse, 03/09/2018. Kavet : 08 Mae 2026.
  195. (en) Aung San Suu Kyi defends prison sentences for Reuters journalists, The Washington Post, 12/09/2018. Kavet : 08 Mae 2026.
  196. (en) The Invisible Boundary – Criminal prosecutions of journalism in Myanmar, ABU, 01/09/2017. Kavet : 08 Mae 2026.
  197. (en) Myanmar's Aung San Suu Kyi 'detained by military', NLD party says, BBC, 01/02/2021. Kavet : 08 Mae 2026.
  198. Ardivink kaspaker hezoug ; toki zo bet kinniget gant Ofis ar Brezhoneg evit treiñ an anv-se.
  199. (en) After Coup, Myanmar Military Charges Aung San Suu Kyi With Obscure Infraction, The New York Times, 03/02/2021. Kavet : 08 Mae 2026.
  200. (en) Myanmar coup: Calls for Suu Kyi release, BBC, 02/02/2021. Kavet : 08 Mae 2026.
  201. (en) [ Myanmar's Aung San Suu Kyi charged with violating state secrets as wireless internet shutdown begins], CNN, 02/04/2021. Kavet : 08 Mae 2026.
  202. (en) Myanmar's Aung San Suu Kyi slapped with new criminal charge, Al Jazeera, 12/04/2021. Kavet : 08 Mae 2026.
  203. (en) Myanmar unity government tells ASEAN no talks until prisoners freed, Channel News Asia (CNA), 28/04/2021. Kavet : 08 Mae 2026.
  204. (en) Myanmar junta designates shadow government as a 'terrorist' group, The Strait Times, 08/05/2021. Kavet : 08 Mae 2026.
  205. (en) Myanmar junta's electoral body to dissolve Suu Kyi party, Reuters, 21/05/2021. Kavet : 08 Mae 2026.
  206. (en) EU denounces Myanmar junta's electoral body plan to dissolve Suu Kyi party, Reuters, 23/05/2021. Kavet : 08 Mae 2026.
  207. (en) Myanmar's Suu Kyi appears in court for first time since coup] , Deutsche Welle, 24/05/2021. Kavet : 08 Mae 2026.
  208. (en) Myanmar junta shows first images fo Suu Kyi since coup, Reuters, 24/05/2021. Kavet : 08 Mae 2026.
  209. (en) Myanmar: Aung San Suu Kyi charged with corruption, Deutsche Welle, 10/06/2021. Kavet : 08 Mae 2026.
  210. (en) Aung San Suu Kyi trial begins in Myanmar, Deutsche Welle, 14/06/2021. Kavet : 08 Mae 2026.
  211. (en) Myanmar court denies bid by Suu Kyi to disqualify testimony, The Independent, 29/06/2021. Kavet : 08 Mae 2026.
  212. (en) Myanmar's Suu Kyi dizzy and drowsy, skips court appearance, Reuters, 13/09/2021. Kavet : 08 Mae 2026.
  213. (en) Aung San Suu Kyi asks to reduce court time due to 'strained' health, The Guardian, 04/10/2021. Kavet : 08 Mae 2026.
  214. (en) Aung San Suu Kyi: Myanmar court defers first verdicts at trial of deposed leader, The Guardian, 30/11/2021. Kavet : 08 Mae 2026.
  215. (en) [https://www.reuters.com/world/asia-pacific/myanmars-military-govt-brings-new-charge-against-suu-kyi-state-tv-2021-11-30/ Myanmar's military govt files new corruption charge against Suu Kyi – state TV, Reuters, 30/11/2021. Kavet : 08 Mae 2026.
  216. (en) Myanmar's Suu Kyi sentenced to four years in jail: Reports, Al Jazeera, 06/12/2021. Kavet : 08 Mae 2026.
  217. (en) Ousted Myanmar leader Suu Kyi gets jail sentence halved to 2 years, The Strait Times, 07/12/2021. Kavet : 08 Mae 2026.
  218. (en) Aung San Suu Kyi handed four-year jail term in military ‘courtroom circus’, The Guardian, 10/01/2022. Kavet : 08 Mae 2026.
  219. (en) Aung San Suu Kyi: Myanmar sentences ex-leader to jail for corruption, BBC, 27/04/2022. Kavet : 08 Mae 2026.
  220. (en) Myanmar minister joins Asean defence meeting as junta shifts Suu Kyi trial to prison, South China Morning Post, 22/06/2022. Kavet : 08 Mae 2026.
  221. (en) Ex-Myanmar Leader Suu Kyi Said to Get Six More Years in Prison, Bloomberg, 15/08/2022. Kavet : 08 Mae 2026.
  222. (en) [ Myanmar: Aung San Suu Kyi given three more years for 'election fraud'], BBC, 08/09/2022. Kavet : 08 Mae 2026.
  223. (en) Myanmar court extends Suu Kyi's prison sentence to 26 years, NPR, 12/10/2022. Kavet : 08 Mae 2026.
  224. (en) Aug San Syy Kyi's Myanmar trials end with 7 more years in jail, Reuters, 20/12/2022. Kavet : 08 Mae 2026.
  225. (en) Myanmar Junta Grants Partial Clemency to Aung San Suu Kyi, Associated Press, 01/08/2023. Kavet : 08 Mae 2026.
  226. (en) Myanmar’s Suu Kyi Unwell, Back in Prison: NLD Members, The Irrawaddy, 06/09/2023. Kavet : 08 Mae 2026.
  227. (en) Myanmar Junta Rejects Daw Aung San Suu Kyi Appeal, The Irrawaddy, 07/10/2023. Kavet : 08 Mae 2026.
  228. (en) Myanmar's Aung San Suu Kyi moved to house arrest amid heatwave, Al Jazeera, 17/04/2024. Kavet : 08 Mae 2026.
  229. (en) Myanmar's Suu Kyi Remains in Prison: Informed Sources, The Irrawaddy, 18/04/2024. Kavet : 08 Mae 2026.
  230. (en) Aung San Suu Kyi reportedly relocated by regime to undisclosed location, DVB, 30/10/2025. Kavet : 08 Mae 2026.
  231. (en) Aung San Suu Kyi’s son says jailed Myanmar leader not seen for years and ‘could be dead already’, The Independent, 16/12/2025. Kavet : 08 Mae 2026.
  232. (en) Myanmar cuts ex-leader Aung San Suu Kyi's sentence, frees former president, Reuters, 17/04/2026. Kavet : 08 Mae 2026.
  233. (en) [ https://www.straitstimes.com/asia/se-asia/myanmar-ex-leader-aung-san-suu-kyi-moved-to-house-arrest-state-media-says Myanmar ex-leader Aung San Suu Kyi moved to house arrest, state media says], The Strait Times, 01/05/2026. Kavet : 08 Mae 2026.
  234. (fr) Aung San Suu Kyii assignée à résidence en Birmanie, Le Télégramme, 02/05/2026, p. 5. Kavet : 08 Mae 2026..
  235. (en) Prezegenn gant Aung Sang Suu Kyi, 1990, Third World Traveler, 09/05/2013|publisher=Thirdworldtraveler.com. Kavet : 08 Mae 2026..
  236. (en) Myanmar's Suu Kyi ends US trip, hailing democracy, The Star, 03/10/2012. Kavet : 08 Mae 2026..
  237. (en) Aung San Suu Kyi Recovering from Surgery in Rangoon – 2003-09-19, Voice of America, 30/10/2003. Kavet : 08 Mae 2026..
  238. (en) Suu Kyi cancels trips after foot surgery, 'Asia News Network, 23/12/2013. Kavet : 08 Mae 2026..
  239. (en) Aung San Suu Kyi doctor fears for her health after illness on Europe tour, The Guardian, 15/06/2012. Kavet : 08 Mae 2026..
  240. (en) [https://www.aljazeera.com/news/2022/9/5/un-myanmar-envoy-very-concerned-about-aung-san-suu-kyis-health UN Myanmar envoy ‘very concerned’ about Aung San Suu Kyi’s health@, Al Jazeera, 05/06/2022. Kavet : 08 Mae 2026..
  241. (en) Myanmar's Daw Aung San Suu Kyi Reportedly Suffering Health Problems in Prison, 14/09/2022. Kavet : 08 Mae 2026..
  242. (en) Special attention given to Daw Aung San Suu Kyi’s health and living situation: SAC spokesperson, Eleven Media Group, 03/07/2022. Kavet : 08 Mae 2026..
  243. (en) Myanmar’s Suu Kyi Unwell, Back in Prison: NLD Members, The Irrawaddy, 06/09/2023. Kavet : 08 Mae 2026.
  244. (en) Aung San Suu Kyi ill but denied urgent care, says son, BBC, 06/09/2023. Kavet : 08 Mae 2026..
  245. (en) Daw Aung San Suu Kyi 'Seriously Ill with Heart Disease', The Irrawaddy, 05/09/2025. Kavet : 08 Mae 2026..
  246. (en)
  247. (en)
  248. (en)
  249. (en) New Damien Rice & Lisa Hannigan Single "Unplayed Piano" to Be Released June 21 in Support of Free Aung San Suu Kyi 60th Birthday Campaign, Marketwired, 21/06/2005
  250. (en) Aung San Suu Kyi and Bono discuss U2's song Walk On, BBC News, 18/06/2012. Kavet : 08 Mae 2026..
  251. (en) Herbie Hancock, Wayne Shorter – 1+1, Discogs. Kavet : 08 Mae 2026..
  252. (en) Wayne Shorter – Footprints Live!, Discogs. Kavet : 08 Mae 2026..