Wikipedia:Degemer mat

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Demat deoc'h ha degemer mat deoc'h er Wikipedia brezhonek !

Ho trugarekaat a reomp da gemer perzh er Wikipedia, an holloueziadur digor, frank a wirioù, ha skrivet a-stroll.

Savet eo bet ar bajenn-mañ da lakaat ac'hanoc'h da zizoleiñ Wikipedia, n'eo ket eus an tu "kalvezel met eus tu ar "gumuniezh". Evit gwir ez eus ur gumuniezhad vras a dud a-dreñv ar Wikipedia. Kemerit amzer d'ober anaoudegezh ganti. Gant ar pajennoù-mañ ho po ur sell dre vras war ar gumuniezh.

Ur reolenn aour zo war Wikipedia : na chomit ket da dermal, grit ho kemmoù er pennadoù rak-tal. Reizhit er pennadoù ar pezh a zo da reizhañ, ha klokait anezho. Ar reolenn-mañ eo diazez kentañ ar Wikipedia, ha hini ar raktres evit ar pep brasañ.

Ma n'hoc'h ket evit padout gant ar c'hoant da gemer perzh hep lenn pep tra kit da Kammedoù kentañ evit kregiñ mat. Ma'z oc'h en sell da gemer perzh en un doare reoliek en ho pedomp da lenn aketus an tamm pennad divrazañ-mañ. Kerkent ha ma vo bet krouet ho kont implijer ganeoc'h na chomit ket etre daou soñj evit en em ginnig gant un nebeud gerioù war Kannadig ar berzhidi nevez !

Skoazell Wikipedia[kemmañ ar vammenn]

Kompren mat mont en-dro Wikipedia a c'hall kemer ur pennadig amzer. Evit sikour ac'hanoc'h ez eus bet skrivet meur a bajenn skoazell ar spisañ ar gwellañ. Gwellaet e vezont c'hoazh a zeiz da zeiz. Eus ereadur ar wiki d'ar reolennoù, e vo dizoloet pep tra ganeoc'h tamm-ha-tamm evit kregiñ ganti en doare gwellañ ha plijusañ.

Pennaennoù diazez[kemmañ ar vammenn]

Graet e vez pennaennoù diazez eus ar "reolennoù bras" lakaet da dalvezout war Wikipedia adalek penn-kentañ ar raktres. Peurliesañ e vez heuliet mat ar reolennoù gant ar berzhidi. Goulennet e vez ouzh an holl ober diouto evit ma vo plijus d'an dud implijout Wikipedia.

Chom neptu[kemmañ ar vammenn]

Homañ eo ar bennaenn da vezañ graet diouti hed-ha-hed savidigezh ur pennad rak ur bank anaoudegezhioù eo Wikipedia.

Wikipedourien[kemmañ ar vammenn]

Deuit 'ta d'ober anaoudegezh gant Wikipedourien all. Ha, war un dro, bezañ anavezet ganto ivez. Marteze a-walc'h e c'hallot ober anoudegezh gant ur wikipedour all zo o chom nepell diouzhoc'h.

IRC[kemmañ ar vammenn]

Gallout a rit kaozeal gant Wikipedourien all war IRC; evit se, setu aze ur roll servijerioù a c'hallit mont e darempred ganto.

Tabutoù[kemmañ ar vammenn]

Goude ma vez graet e seizh gwellañ gant pep hini evit ma'z afe plaen an traoù etre an dud e c'hall dizemglevioù c'hoarvezout etre ar Wikipedourien. Pa c'hoarvez kement-se e rank pep hini, hervez ar reolenn, eskemm e arguzennoù en un doare seven ha war un ton plaen.

Ar rolloù disheñvel[kemmañ ar vammenn]

Graet e vez "perzhidi" pe "Wikipedourien" eus an darn vrasañ eus ar re a gemer perzh e Wikipedia. Ouzhpenn ez eus "merourien" ivez zo bet fiziet enno gant ar gumuniezh ar garg da ziverkañ ar pajennoù pe an degasadennoù na dennont ket d'an holloueziadur. Gallout a reont talañ ouzh an tagadennoù mennet ivez. N'int ket gourdud evit kelo-se avat ;-). Evit gouzout piv zo merour evit poent, kit amañ; evit gouzout hiroc'h diwar-benn roll ar verourien, kit amañ.

Ar pezh emañ ar gumuniezh o c'hortoz[kemmañ ar vammenn]

Gortoz a ra an darn vrasañ eus izili ur gumuniezh yac'h e vije gant izili all ar gumuniezh un emzalc'h reizh a zouj da soñjoù ar muiañ-niver ; kumuniezhioù zo a c'hortoz muioc'h digant o izili eget re all.



Hag ar pep pouezusañ : Kemerit plijadur en ur zeskiñ.


| Degemer mat | Kemer perzh | Kaozeal | Pajennoù da heuliañ | Reolennoù | Wikipedourien | Pajennoù meta
Ereadur Wikipedia | Arouezennoù dibar | Tiredoù | Livioù | Taolennoù


Liamm eoret | Liammoù diavaez | | Kammedoù kentañ | Liammoù etreyezhoù | Ouzhpennañ boued | Patromoù pajennoù
Danvez frank a wirioù | Formulennoù TeX | Wikiraktresoù | Patromoù | Roll ar patromoù dinamek