Wikipedia:Kannadig ar berzhidi nevez
Klasket em eus sevel ur pennad e galleg diwar-benn deñved ar vro (Landes de Bretagne), kroget em eus da lakaat kalkig titouroù, war a seblant ne blij ket da dud 'zo. Bez ez eus ur bern traoù a zo bet cheñchet, traoù a-bouez hervezon en em gav e-barzh an notennoù da skouer. Cheñchet e veze ma zestenn ha pa oan o skrivañ anezho, munutennoù war-lec'h hag a-hed an deiz, ne gavan seven ha dereat an doare-mañ (kreiz miz gouere), ne gomprenen ket mui netra e-barzh ar pezh a skriven. A-du on eveljust evit ma klotfe ma skrid gant reolennoù ha stumm wikipedia, met n'on ket a-du evit ma vije cheñchet aozadur ar pennad gant un den na oar netra war ar sujed. En em santout a ran laeret eus an titouroù em eus digaset (chom a ra kalz traoù da lakaat, ikonografiezh ...) Gwashoc'h 'zo : Adkavet eo bet an tropell diwezhañ el Liger-Atlantel, war a seblant ez eo difennet skrivañ ez eo "le sud Bretagne", "Bretagne réelle", pe "Bretagne historique à cinq départements" !!! Daoust-hag-eñ ez eus un den ampart war teknikoù wikipedia a c'hallfe sikour ac'hanon ? Ne gendalc'hin ket ar pennad ma ne c'hellan ket skrivañ gwirionezioù historel war an dañvad ha war al Liger-Atlantel. Un tabut 'zo etre ar gevredigezh a ra war-dro ar ouenn hag aozadurioù ofisiel. Graet e vez "Mouton des Landes de Bretagne" ganeomp (fed historel aes da wiriekaat), met kavet e vez "Mouton des Landes de l'ouest"... koulskoude e vez graet an diforc'h etre deñved Breizh ha deñved kornog ar Frañs er skridoù kozh, anat eo (cotentin, bleu du maine, rouge de l'ouest, vendéen...). Du e oa an deñved e Breizh hervez an holl dielloù em eus kavet, ha n'eo ket gwenn evel re kornog ar Frañs pe harz Breizh-Uhel. Ch Josso
- "Frankaouied" a gaver er Wiki gallek ha gall, peadra da lakaat an dud onest da goll kalon... Klaod Kadbzh 15 Her 2009 da 08:51 (UTC)
- Un ali: sav ur pennad e brezhoneg mat, gant skeudennoù. Goude marteze e vo aesoc'h sevel ur pennad e galleg. Met ar ger Breizh a laka lod da sodiñ er vro-hont. Poent e vije d'ar Vretoneg gouzout memes tra!!! Bianchi-Bihan 15 Her 2009 da 15:18 (UTC)
- "Frankaouied" a gaver er Wiki gallek ha gall, peadra da lakaat an dud onest da goll kalon... Klaod Kadbzh 15 Her 2009 da 08:51 (UTC)