Bon Scott

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Bon Scott

Bon Scott, (e gwir anv Ronald Belford Scott), a oa ur c'haner aostralian a orin eus Bro-Skos bet ganet d'an 19 a viz Gouere 1946. Krog e oa da seniñ gant ar strolladoù The Spektors, The Valentines, Fraternity, betek ma teuas da ganañ er strollad AC/DC en Eost 1974. An 19 a viz C'hwevrer 1980, e-unan en e garr-tan e varvas mouget gant e zislonk. Evet en doa betek re an noz-se.

Bernie Bonvoisin, kaner ar strollad Trust ha mignon bras dezhañ en deus savet ur ganaouenn en e enor ( Ton dernier acte) a gaver er bladenn Marche ou crève deuet er-maez e 1981.