Mangez

Eus Wikipedia
Mangez azv en ur wezenn
Mangez
Ur vangezenn
Mangez er marc'had

Ar mangez eo frouezh ar gwez mangez (Mangifera indica, kerentiad Anacardiaceae), hag a zo gwez bras hag a gresk ez-naturel e koadeier India ha Birmania. Azeulet e vez ar gwez-se gant an hindoued. Diwar stumm ar frouezh e teu ivez an tres anvet “kachmir”. Dont a ra an anv eus ar malayalameg manga, kemeret ivez gant ar portugaleg manga.

Taolennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar mangez a zo frouezh bouedek, hag a bouez etre 300 g ha 2 gilo. Frouezh askornek int ivez, ha chom a ra ar vouedenn peg ouzh ar maen, hag a zo ledan ha plat. Ront, hirgelc'hiek pe lounezhek e c'hall bezañ, hag ar plusk a c'hall bezañ melen, glas pe ruz. Diblusket e vez ar mangez, peogwir ne c'haller ket debriñ ar plusk anezho. Ar vouedenn a zo melen-teñval, sukret hag eouliek, gant ur blaz etre hini ar pechez ha hini ar bleuñv. Neudennek e c'hall bezañ a-wechoù, dreist-holl pa vez re azv. Debret e vez evel frouezh, pe e stumm kaotigell pe c'hoazh e stumm lipig (chutney). A-fet yec'hed int frouezh hag a zegas ar pep retañ bemdez evit a sell ouzh ar vitamin C, ar B-karoten hag ar gwiennoù. Ar chug a implijer ivez evit aozañ chugoù-frouezh.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez testennoù zo en dije Bouddha resevet ur verje ennañ gwez mangez digant ur serc'h anvet Ambapali. Ar pal a oa lakaat Bouddha da brederiañ ha da c'hounit e damm bara war un dro. Skignet e voe neuze ar mangez war un dro gant ar vouddaegezh. Malezia a voe tizhet e-tro ar 5vet kantved kent JC. Ar beajour ha pirc'hirin sinaat Xuanzang en dije degaset ar mangez da Sina goude ur veaj en Indez. Gant an Arabed e voe skignet er Reter-Nesañ hag en Afrika.

Ur vangezenn droc'het

E 1328 e voe meneget evit ar wech kentañ gant Jordanus Catalani (anvet ivez Jourdain de Séverac), eskob e Columbum (Kerala). E lodenn gentañ ar 15vet kantved e voe taolennet evit ar wech kentañ gant ar beajour Nicolò de' Conti. Taolenniñ a reas ar mangez dindan an anv amba (diwar ar sañskriteg amram). Gant Portugaliz e voe degaset da Suamerika: e Brazil da gentañ, hag er broioù all da heul. Gounezet e vez mangez e Florida abaoe 1833, gant Henry Perine, hag e California er bloavezhioù 1880.

Hiziv an deiz e vez gounezet mangez en holl vroioù trovanel. Kantadoù a seurtoù a zo, un nebeud anezho a vez gwerzhet.

Ur vaouez o werzhañ mangez e Venezuela.
Ur wezenn-vangez en he bleuñv e Kerala, India.

Seurtoù mangez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Produerezh hag ezporzhiañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bro Produerezh (t.)
India 10 800 000
Sina 3 622 000
Thailand 1 750 000
Mec'hiko 1 503 010
Pakistan 1 072 000
Filipinez 890 000
Brazil 845 000
Indonezia 800 000
Nigeria 730 000

Er bed a-bezh e vez produet war-dro 26,3 milion a donennadoù (sifroù 2004). Ar 6vet frouezh produet ar muiañ eo. En holl e vez gounezet mangez e 89 bro disheñvel er bed. Abaoe un nebeud bloavezhioù ez eo aet ar produiñ mangez war gresk, hag a galz, a-drugarez da vroioù evel Sina (eil bro broduour). Ar broioù ma tebrer mangez enno abaoe kantvedoù o deus lakaet o froduerezh da greskiñ ivez, evel en India, daoust ma vez debret er vro al lod brasañ eus ar pezh a vez produet er vro.

Mangez ha yec'hed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

MANGEZ
Talvoudegezh vezhurel evit 100 g
dour : etre 82 ha 83,5% danvezioù dre azot : % danvezioù hidrokarbonet : % ludu : g
gwienn voued : etre 1 ha 2,3 g talvoudegezh energetek : 56 à 65 kcal
protein: etre 0,5 ha 0,6 g lipid: etre 0,1 ha 0,3 g glukid: etre 13,4 ha 17 g sukr simpl : g
halioù meinel & oligoelfennoù
potasiom : etre 145 ha 150 mg fosfor : etre 22 ha 25 mg kalkiom : etre 20 ha 22 mg magneziom : etre 8 ha 9 mg
sodiom : mg houarn : etre 1 ha 1,2 mg zink : 100 µg kouevr : 100 µg
manganez : 160 µg
vitaminoù
vitamin C : etre 22 ha 100 mg vitamin B1 : etre 100 ha 320 µg vitamin B2 : etre 100 ha 400 µg B3/PP/Niacine : etre 400 ha 500 µg
vitamin B5 : 130 µg vitamin B6 : 50 µg B9/folate : etre 40 ha 51 µg vitamin B12 : µg
vitamin A : etre 3000 ha 4130 µg retinol : µg vitamin E : 1800 µg vitamin K : µg
trenkenn zruz
trenkenn zruz peurintret : g mono-insaturés : g poly-insaturés : g kolesterol : mg

Keginerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Chatni

Spesadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]