Pechez

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ur bechezenn

Ar pechez zo frouezh ar gwez-pechez (Prunus persica).

Doare ar voulouz zo gant o flusk arvelen pe orañjez. E-kreiz o bouedenn, chugonus ha sukret, ez eus un askorn, evel er c'herez, en abrikez pe er prun. Meur a seurtad pechez zo, diseurt o stumm ha liv o flusk, lod gant ur vouedenn wenn ha lod all gant ur vouedenn velen.

Frouezh eus Sina e oant gwechall hag eno e voe gounezet ar gwez-pechez evit ar wech kentañ. Goude e voent degaset da vroioù ar Reter Nesañ ha da vare Aleksandr Veur e errujont en Europa. Eus ar galleg eo deuet ar ger brezhonek pechez (pesches er Grennamzer)[1] hag eus al latin pessica, persica e teue ar ger gallek, met malum persicum e oa anv latin kentañ ar frouezh-se, da lavaret eo "aval Persia"[2].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. French Loanwords in Middle Breton, Arzel Even, 1973, p. 154
  2. Trésor de la Langue Française


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Pechez er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.