Mont d’an endalc’had

Wikipedia:Kumuniezh/An davarn

Eus Wikipedia
Pub...
Pub...
... pe taverna ?
... pe taverna ?
An Davarn
Ul lec'h evit sevel goulennoù pe flapiñ en un doare sioul ha dichipot diwar-benn wikipedia.

(23:49:17 CET)



Kaozeadeg eus ar 5vet sizhunvezh diwezhañ (sizhun 46, bloaz 2024)

11/11/2024 — 17/11/2024

Skrivañ un dra bennak er c'hwec'hvet sizhun ha daou-ugent eus 2024 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Kaozeadeg eus ar 4re sizhunvezh diwezhañ (sizhun 47, bloaz 2024)

18/11/2024 — 24/11/2024

Skrivañ un dra bennak er seizhvet sizhun ha daou-ugent eus 2024 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Sign up for the language community meeting on November 29th, 16:00 UTC

Hello everyone,

The next language community meeting is coming up next week, on November 29th, at 16:00 UTC (Zonestamp! For your timezone <https://zonestamp.toolforge.org/1732896000>). If you're interested in joining, you can sign up on this wiki page: <https://www.mediawiki.org/wiki/Wikimedia_Language_and_Product_Localization/Community_meetings#29_November_2024>.

This participant-driven meeting will be organized by the Wikimedia Foundation’s Language Product Localization team and the Language Diversity Hub. There will be presentations on topics like developing language keyboards, the creation of the Moore Wikipedia, and the language support track at Wiki Indaba. We will also have members from the Wayuunaiki community joining us to share their experiences with the Incubator and as a new community within our movement. This meeting will have a Spanish interpretation.

Looking forward to seeing you at the language community meeting! Cheers, Srishti 21 Du 2024 da 19:54 (UTC)[respont]



Kaozeadeg eus an 3de sizhunvezh diwezhañ (sizhun 48, bloaz 2024)

25/11/2024 — 01/12/2024

Skrivañ un dra bennak en eizhvet sizhun ha daou-ugent eus 2024 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Kaozeadeg eus an eil sizhunvezh diwezhañ (sizhun 49, bloaz 2024)

02/12/2024 — 8/12/2024

Skrivañ un dra bennak en navvet sizhun ha daou-ugent eus 2024 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Emaon o adsevel ar pennad, ha kudennoù zo.

  • Adenvel ar pennad : Rakgerioù an SI abalamour d'an adkas SI → Reizhiad unanennoù etrebroadel.
  • Brezhonekaet eo bet skritur lod rakgerioù etrebroadel el listenn ; kinnig a ran doujañ d'ar stummoù ofisiel, e.g. deci, hecto, yotta, zetta... ha menegiñ ar skrivadurioù brezhonek pa 'z eus anezho (deki, kanti, hekto...).
  • Diglok eo al listenn : 4 rakger zo bet ouzhpennet gant ar BIPM e 2019, daou anezho o vezañ quetta (1030) ha quecto (10−30) a ranker lezel en o stumm etrebroadel el listenn ofisiel ; pezh zo, n'emañ ket C ha Q el lizherenneg peurunvan. Me o lezfe evel m'emaint peogwir e oar an dud o lenn (gwelit C, Q, ha Listennad lavaredoù latin).
  • Un tired a ranker skrivañ goude ur rakger : kilo-, mega-, hag all, neuze e vefe ret adenvel Yota → [Yotta-] a-douez reoù all.
  • Ur patrom "Rakgerioù an SI" a savin evit kempenn an holl bennadoù a denn d'ar rakgerioù-se.

Ha mat eo ar c'hinnigoù-se d'ar gumuniezh ? — Ar choler (kaozeal) 14 Kzu 2024 da 18:35 (UTC)[respont]


Kaozeadeg eus ar sizhunvezh diwezhañ (sizhun 50, bloaz 2024)

09/12/2024 — 15/12/2024

Skrivañ un dra bennak en hanterkantvet sizhun eus 2024 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Kas logoioù war wikipédia e brezhoneg

Demat deoc'h,

Goût a ran ez eo posupl da gas logoioù war Wikipedia e galleg gant balizennoù "Marque déposée", gant ar pal implijout anezho war ur wiki resis hep na vijent kaset war Commons peogwir ne glot ket gant lezennoù ar broioù all.

Penaos ober kement all evit Wikipedia e brezhoneg ? Ar memes lezenn an hini eo, neuze e c'hellfemp ivez o implijout, met ne zeuan ket a-benn d'en ober.

Emaon oc'h ober tro ar chadennoù skinwel evit pinvidikaat pe grouiñ ar pennadoù, hag e vank din 4 logo evit poent d'an nebeutañ.

  • Brezhoweb [1] ;
  • Oc Tele [2] ;
  • Kanaldude [3] ;
  • Galoweb [4]

Unan bennak a ouife penaos ober ?

Trugarez

Brezhonegour (kaozeal) 15 Kzu 2024 da 12:48 (UTC)[respont]

Salud dit @Brezhonegour,
E wikioù zo, an hini gallek hag an hini saoznek en o zouesk, eo bet divizet ober nemedennoù d’al lezenn. N’eo ket an holl a-du gant se ha rankout a ra bezañ tud a oar al lezenn mat prest d’ober war-dro ar c’hlemmoù. Ur wiki bihan eo ar wiki brezhonek, n’eus ket a skipailh a rafe en-dro d’an afer-mañ. Din e rankomp ober gant Commons ha netra all. Abaoe mizvezhioù emaon o tiverkañ ar restroù lec’hel, lakaat a ran restroù eus Commons en o lec’h pa gavan anezho.
Setu amañ ur skouer a ziskouez pegen luziet eo an traoù : mediaoù zo a c’hell bezañ merket evel « domani foran » peogwir n’int ket « divoutin » a-walc’h (aotreet eo logoioù zo da chom war Commons evit an abeg-mañ). Displeget eo er bajenn-mañ, ha n’eo nemet unan eus kalz pajennoù a ranker lenn a-raok kregiñ da c’hoari gant traoù eus ar seurt-se. Alvokad n’on ket, ha ne fell ket din deskiñ ar vicher.
@VIGNERON a oar an traoù-se mat, marteze e c’hellfe displegañ anezho gwelloc’h evidon. Huñvreüs (kaozeal) 15 Kzu 2024 da 14:16 (UTC)[respont]
Brezhonegour ya, ar 4 logo-mañ a c'hall moñt was Commons. A gln, VIGNERON (kaozeal) 15 Kzu 2024 da 14:46 (UTC)[respont]
Trugarez c'hwi ho taou evit ho respontoù, ha neuze @VIGNERON, pa gasan war Commons, goût a rit peseurt "license" on sañset lakaat peogwir n'eo ket unan "Commons" just a-walc'h ha ne vez ket asantet ar "fair use" war commons ? Brezhonegour (kaozeal) 15 Kzu 2024 da 15:44 (UTC)[respont]
Brezhonegour ret eo dibab "Cette photo ou vidéo n'est pas protégée par le droit d'auteur" hag en "Ajoutez le cas échéant une balise de domaine public spécifique." lakaat ar patromoù {{PD-simple}}{{trademark}}. A gln, VIGNERON (kaozeal) 15 Kzu 2024 da 15:51 (UTC)[respont]
Graet eo trugarez, spi 'm eus ne vo ket diverket bremañ ! Brezhonegour (kaozeal) 15 Kzu 2024 da 16:05 (UTC)[respont]

Emaon o adsevel ar pennad, ha kudennoù zo.

  • Adenvel ar pennad : Rakgerioù an SI abalamour d'an adkas SI → Reizhiad unanennoù etrebroadel.
  • Brezhonekaet eo bet skritur lod rakgerioù etrebroadel el listenn ; kinnig a ran doujañ d'ar stummoù ofisiel, e.g. deci, hecto, yotta, zetta... ha menegiñ ar skrivadurioù brezhonek pa 'z eus anezho (deki, kanti, hekto...).
  • Diglok eo al listenn : 4 rakger zo bet ouzhpennet gant ar BIPM e 2019, daou anezho o vezañ quetta (1030) ha quecto (10−30) a ranker lezel en o stumm etrebroadel el listenn ofisiel ; pezh zo, n'emañ ket C ha Q el lizherenneg peurunvan. Me o lezfe evel m'emaint peogwir e oar an dud o lenn (gwelit C, Q, ha Listennad lavaredoù latin).
  • Un tired a ranker skrivañ goude ur rakger : kilo-, mega-, hag all, neuze e vefe ret adenvel Yota → [Yotta-] a-douez reoù all.
  • Ur patrom "Rakgerioù an SI" a savin evit kempenn an holl bennadoù a denn d'ar rakgerioù-se.

Ha mat eo ar c'hinnigoù-se d'ar gumuniezh ? — Ar choler (kaozeal) 15 Kzu 2024 da 14:39 (UTC)[respont]

Mat eo din dre vras.
  • « Rakgerioù an SI »: a-du, rak SI eo ar berradur ofisiel etrebroadel.
  • « Un tired a ranker skrivañ goude ur rakger : kilo-, mega-, hag all, neuze e vefe ret adenvel Yota → [Yotta-] a-douez reoù all. » — pezh a vefe mat din er Wikeriadur, hervez a welan ne vez ket graet e Wikipedia er yezhoù all war-bouez an hini saoznek.
Huñvreüs (kaozeal) 16 Kzu 2024 da 08:27 (UTC)[respont]
Trugarez dit ! — Ar choler (kaozeal) 16 Kzu 2024 da 08:55 (UTC)[respont]

Kaozeadeg eus ar sizhunvezh (sizhun 51, bloaz 2024)

16/12/2024 — 22/12/2024

Skrivañ un dra bennak en unanvet sizhun ha hanter-kant eus 2024 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

« diorrenet »

Hervez a gredan gouzout e skriver diorroet, met ne fell ket din kemmañ ma n’eo ket ret. Neuze, mat eo skrivañ « diorrenet » pe get ? Huñvreüs (kaozeal) 19 Kzu 2024 da 16:00 (UTC)[respont]

Diorroet sur, diorreet a c'haller skrivañ ivez, met ne soñj ket din e vefe reizh "diorrenet". Fanchigo (kaozeal) 19 Kzu 2024 da 17:21 (UTC)[respont]
Diorren eo ar verb, diorro- eo e bennrann, diorroet eo an anv-gwan-verb ; gwelit Yezhadur bras ar brezhoneg F. Kervella §182 ha La grammaire bretonne pour tous E. Chalm p; C-46. — Ar choler (kaozeal) 19 Kzu 2024 da 17:32 (UTC)[respont]
Trugarez deoc’h. Huñvreüs (kaozeal) 19 Kzu 2024 da 18:08 (UTC)[respont]
Netra ! Ar choler (kaozeal) 19 Kzu 2024 da 19:18 (UTC)[respont]

Nedeleg ar skrivagnerien e Gwengamp disadorn

Emaon o paouez gwelout e vo aozet Nedeleg ar skrivagnerien e Gwengamp disadorn (21 a viz Kerzu). Ne c'hellin ket mont met ma tremen unan bennak eno, mar plij, grit luc'hskeudennoù: evit lod eus ar skrivagnerien, ma n'eo ket an holl, n'eus skeudenn ebet, pe unan kozh pe/ha fall. Huñvreüs (kaozeal) 20 Kzu 2024 da 21:24 (UTC)[respont]



Freskaat ar bajennadKrec'hha traoñ ar bajenn
Taolenn • Ar sizhun war-red (6) • Ar sizhun diwezhañ (5) • Ar sizhunioù all (4) (3) (2) (1)