Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 49, bloaz 2024
Neuz
02/12/2024 — 8/12/2024
[kemmañ ar vammenn]- Skrivañ un dra bennak en navvet sizhun ha daou-ugent eus 2024 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
Emaon o adsevel ar pennad, ha kudennoù zo.
- Adenvel ar pennad : Rakgerioù an SI abalamour d'an adkas SI → Reizhiad unanennoù etrebroadel.
- Brezhonekaet eo bet skritur lod rakgerioù etrebroadel el listenn ; kinnig a ran doujañ d'ar stummoù ofisiel, e.g. deci, hecto, yotta, zetta... ha menegiñ ar skrivadurioù brezhonek pa 'z eus anezho (deki, kanti, hekto...).
- Diglok eo al listenn : 4 rakger zo bet ouzhpennet gant ar BIPM e 2019, daou anezho o vezañ quetta (1030) ha quecto (10−30) a ranker lezel en o stumm etrebroadel el listenn ofisiel ; pezh zo, n'emañ ket C ha Q el lizherenneg peurunvan. Me o lezfe evel m'emaint peogwir e oar an dud o lenn (gwelit C, Q, ha Listennad lavaredoù latin).
- Un tired a ranker skrivañ goude ur rakger : kilo-, mega-, hag all, neuze e vefe ret adenvel Yota → [Yotta-] a-douez reoù all.
- Ur patrom "Rakgerioù an SI" a savin evit kempenn an holl bennadoù a denn d'ar rakgerioù-se.
Ha mat eo ar c'hinnigoù-se d'ar gumuniezh ? — Ar choler (kaozeal) 14 Kzu 2024 da 18:35 (UTC)