Roñfl (kenrouedad)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Diwallit! Seul vuioc'h e vez bouetet ar roñfled, seul greñvoc'h e teuont da vezañ.

Implijet e vez an termen roñfl evit deskrivañ un den hag a glask plantañ reuz e foromoù war ar Genrouedad dre zegas enno kemennadoù dizereat.

"Roñfl" eo troidigezh ar ger saoznek troll. Krouet hag implijet e oa bet an termen "troll" evit ar wezh kentañ er bloavezhioù 1980 gant tud hag a gemere perzh en Usenet. Daoust ma vez komprenet ar ger saozneg troll da dalvezout "roñfl" bremañ, posupl-tre eo e vije bet krouet an termen troll "pesketa gant ur roued-stlej" abalamour ma vez klasket "pesketa" ar berzhidi all o lakaat anezhe da dabutal.

Un termen dangorel pe subjektivel-tre an hini eo, rak evit perzhidi zo e c'hell bezañ komprenet un hevelep kemennad evel un taol-roñfl o klask plantañ reuz daoust ma c'hell bezañ degemeret gant perzhidi all evel un degasadenn dalvoudus.

Troioù-kamm[kemmañ]

Setu un nebeud troioù-kamm a vez c'hoariet gant ar roñfled a-wechoù (listenn da hiraat)

  • klask lakaat diskred hep abeg war tud zo
  • lakaat ar re all da roñfled war an disterañ digarez, adalek ar c'hentañ dizemglev
  • ijinañ iriennoù ha n'eus ket
  • lenn kunujennoù e-lec'h n'eus ket
  • ober tamalloù dizehan evit lakaat anezho da goll pasianted ha kaout digarez d'ober tamalloù nevez
  • klask reiñ brud fall da labour ar re all

Petore emzalc'h kaout dirak ar roñfled[kemmañ]

  • Treiñ kein d'ur roñfl eo an doare gwellañ da zerc'hel penn outañ ha da lakaat anezhañ da chom a-sav gant e droioù, da lâret eo:
    • chom hep respont dezhañ (un dra diaes d'ober a-wechoù, pa gred da bep hini emañ ar gwir gantañ, met dre skiant prenet e ouzer n'eus ket gwelloc'h doare).

Dre vras ha dre vunut ec'h alier an dud a labour war ar wikipedia da chom hep "boueta" ar roñfled.