Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Roñfl (kenrouedad)

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

mat-tre eo hiraat pennadoù. tennet pe kemmet zo bet un nebeut traoù bet ouzhpennet neoazh evit ma chomfe ar pennad da vezañ an neptuañ posubl:


  • Kemm 1:
"klask lakaat diskred hep abeg war tud zo ha n'anavezont ket (alies peogwir n'o anavezont ket)"

>

"klask lakaat diskred hep abeg war tud zo"

Abeg da gentañ-penn ne vern hag-eñ e vez anavezet un den bennaket pe get pa vez klasket lakaat diskred war e benn. da eil, ar gwir zo da implijout ul lesanv war ar wikipedia evel-just ha neuze n'ehller ket "anavezout" pep hini a labour war ar raktres.

  • Kemm 2:
"goulenn sevel enklaskoù war-lerc'h tud zo pa greder e c'hallfent (piv 'oar?) prientiñ un taol fall bennak"

>

lamet an destenn

Abeg Labour ar verourion an hini eo kas da benn enklaskoù diwar-benn implijerion/ezed hag a gave dezhe a c'hell sav ur gudenn gante. Pjennoù resis ez eus evit se war ar wikipedia. N'eo ket ur gwir, un dle an hini eo. N'eus forzh penaos, n'eus netra da welet gant ar "roñflerezh".

  • Kemm 3:
"pellaat dioutañ, da lâret eo chom hep daremprediñ ar memes pennadoù hag eñ: pennadoù a-walc'h a chom da grouiñ"

>

lamet an destenn

Abeg Trawalc'h d'an implijerion/ezed eo chom hep respont dezhañ/i. N'heller ket erbediñ d'an holl implijerion/ezed chom hep labourat war an tem-mañ'n-tem war digarez emañ ur roñfl (pe ur vnadl, ne vern) o labourat warnañ dija. Daoust ha m'emañ mat atav chom hep respont d'ar roñfled e ran ar verourion hen ober evit ma'c'h afe ar raktres war-raok, dres ma rankont ober war-dro taolioù-vandalerezh. Pa vez kaset re bell ar roñflerezh, da skouer goulenn ma chomfe a-sav an implijerion/ezed all da labourat war an dachenn-mañ-n-dachenn, e teu da vezañ vandalerezh ha kentoc'h evit herzhel ouzh ar re all da labourat war an dachenn-se eo gwell stankañ ar roñfl.

  • Kemm 4:
"Mar dalc'h da vont d'ho heul, kit da dañva ur bier nevez n'anavezit ket: chom a ra un nebeud c'hoazh. Danvez pennadoù nevez?"

>

  • Kemm 5:
"diskar o labour a-boan ma'z eo kroget"

>

lamet an destenn

Abeg Kas da benn seurt kemmoù en ur pennad (diskar labour ar re all hep abeg ebet) n'eo ket roñflerezh, vandalerezh an hini eo.

lamet an destenn

Abeg Hervez ar wikipedia e saozneg ((en) "Petra eo ur roñfl eo un taol-roñfl ouzpennañ traoù en ur pennad ha n'o deus netra da welet gant tem ar pennad.

Debriñ ar vugale an hini eo a ra ar roñfled, ha n'eo ket plantañ reuz. 176.182.82.253 22 Meu 2022 da 10:54 (UTC)[respont]

Harry Potter ha Maen ar Furien, p. 125 :
  • Pa soñjan e veze ma breur Fred o lavarout din e veze ret en em gannañ gant un troll !
Skrid orin :
  • I’ll kill Fred, he was going on about wrestling a troll.
176.182.82.253 22 Meu 2022 da 11:12 (UTC)[respont]
Evit ar goulenn orin, hag ur goulenn vat eo: moarvat e teu ar ger troll eus troller (pesketour), komprenet fall (ijinit un den, lakaet gantañ ur roued bras, o klask tapout tud prest da respont dezhañ). Met se a oa pell zo, bremañ e vez implijet ar ger troll e saozneg hag e galleg gant ar ster anavezet mat amañ.
Marteze eo ar ger roñfl dibabet mat evit talvezout troll, marteze n’eo ket. Gallout a reomp komz ha klask un diskoulm. Huñvreüs (kaozeal) 22 Meu 2022 da 14:26 (UTC)[respont]
An Hobbit : "Trolled e oant avat. Anat e oa e oant trolled." ("But they were trolls. Obviously trolls.") 176.167.138.74 22 Meu 2022 da 15:01 (UTC)[respont]
Gant kenasant ar gumuniezh e c’hellfe ar pennad bezañ adanvet (ha n’eo ket eilet). Kred pe na gred ket, hervezon e c’hellfe ar wirionez bezañ ganit er wech-mañ. Ha klask a ri kenlabourat e peoc’h? Huñvreüs (kaozeal)
Neuze e c'hallfe bezañ bet troet ar ger saoznek "troll" gant ar ger brezhonek "troll" el levr-se ? Mall 'm eus da c'houzout ha moulet eo ar pezh a zo moulet el levr-se pe get... Anat eo ne c'haller ket gouzout a-raok bezañ bet da aotre. 176.167.143.247 22 Meu 2022 da 15:41 (UTC)[respont]
N'eus ger brezhonek ebet evit treiñ ster resis ar ger hennorsek troll, a zo bet implijet a-ratozh gant J.R.R. Tolkien gant e ster kozh : ur ramz euzhus drouk disheñvel diouzh ar spesad Homo sapiens. Miret e oa bet ar ger gant troer An Hobbit evit doare. Fur e vije, da'm meno, e virout ivez gant e ster war an Internet, gwelit aze. Roñfl a virfen evit ar c'hozh gagnoù a ya da chaseal bugale war an Internet ; er penn a-raok e vefe ar brezhoneg evit ar wezh. — Alan J. Roxx (kaozeal) 22 Meu 2022 da 18:36 (UTC)[respont]
Setu ur skouer koshoc'h eget troidigezh an Hobbit :
  • Vefa de Bellaing, Al Liamm 122, 1967, p. 254 : Selma Lagerlöf, he breur hag he c'hoar a chome devezhioù-pad o selaou o mamm-gozh hag o mitizhien a gonte dezho danevelloù e-lec'h ma vev trolled, tomted, sorserezed, ha seurt boudoù dreistbedel.
176.182.47.97 22 Meu 2022 da 19:14 (UTC)[respont]

Ma, aze 'z eus deuet un tamm skiant en-dro, hag un diviz sioul hag arguzennet. Diwar-benn foñs ar goulenn, anat n'eo ket ur roñfl mestal un troll er vitologiezh norsek... Met troll an internet n'int ket kenebeut dre ma teu eus ur ger all. Alese e vije poellekoc'h ober gant troll e brezhoneg ivez neuze, met da c'houde ma vez an implij gant roñfl kentoc'h, n'eus ket da dortal. N'eo ket dav kendelc'her da venegiñ troidigezhioù brezhonek evit ar grouadur norsek, gwelloc'h e vije klask daveoù eus implij troll pe roñfl er ster stlennek war an internet din-me. -- Lekemok (kaozeal) 23 Meu 2022 da 08:29 (UTC)[respont]

Ne gavan implij ebet ar ger roñfl gant ar ster-mañ nemet re liammet ouzh Wikipedia. D’am soñj e c’heller adenvel ar pennad. Huñvreüs (kaozeal) 23 Meu 2022 da 09:22 (UTC)[respont]
Roñfl, degaset gant neal, zo mat a-walc'h evit an "troll wikipedel". Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Meu 2022 da 11:41 (UTC)[respont]
A-du gant Bianchi-Bihan. Perak n'eo ket gwarezet ar pennad-mañ kuit na gendalc'hfe ar brezel embann ?--Kadwalan (kaozeal) 3 Mae 2022 da 14:44 (UTC)[respont]
Divizet eo bet chom hep adenvel.
Perak n’eo ket gwarezet: peogwir ne oa merour oberiant ebet e mare ar brezel embann, graet eo bet war e zro gant ur merour bedel (pe ur steward, pe meur a hini, n’am eus ket soñj mat), ha n’en deus ket gwarezet ar bajen. Bremañ eo echu ar brezel embann, merourien zo, ha gwelloc’h eo din chom hep gwareziñ pa vez diezhomm. Gallout a ra an IPoù degas traoù talvoudus. Huñvreüs (kaozeal) 3 Mae 2022 da 15:07 (UTC)[respont]