Iliz Itron Varia Brasparzh
Neuz
(Adkaset eus Iliz Itron-Varia Brasparzh)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
MONUMANT ISTOREL |
---|
Porched ar Su |
Iliz Brasparzh a zo dediet d’an Itron Varia hag ivez da sant Tujen, ur sant breizhat.
Gwechall gozh e oa bet lakaet dindan anv Sant Jaoua, un niz da Sant Paol Aorelian, sant diazezer eskopti Leon.
Dedennus-tre eo an iliz, an tour anezhi dreist-holl, savet hervez stumm Bro Leon, gant garidelloù kizellet.
Pezhioù all ez eus ivez :
- Ar porched klasel, ennañ delwennoù an Ebestel,
- Gwerennoù livet er chantele,
- Delwennoù kozh : Pieta, sant Andrev …
- Ar c’halvar e-kichen ar porched,
- Ar garnel.
Ar pevar c’hloc'h a zo bet « badezet » e 1904 dindan anvioù Marie Léonce Renée Charlotte, Marie Louise Suzanne, Françoise Marie Anne hag Anne Marie Augustine.
-
iliz Brasparzh,un nor
-
Delwenn Sant Andrev