Breizh Brothers
Ar Breizh Brothers zo ur strollad pemp soner ennañ a oa krog da seniñ er festoù-noz 10 vloaz 'zo.
E 1999 e krog istor ar strollad mañ. Pevar c'hamarad a ziviz sevel ur strollad fest-noz. Savet e oa bet gant Tugdual Huertas, ur soner bombard, Erwan Lofficial gant e fleüt-treuz e koad, Emmanuel Pion gant e c'hitar ha Stefan Ropars gant e violoñs.
Met, al labour a-raok ar sonerezh : Erwan a ya gant ar « Compagnons du devoir » hag eñ d'ober e dro Bro-C'hall, neuze, setu Corentin Pronost o kemer e lec'h gant e dreujenn-gaol.
Corentin Pronost a ginnig d'ar strollad e teufe ur mignon dezhañ da seniñ ganto. Hemañ a c'hoari gitar boud ha setu Yohann Tanguy er strollad penn-da-benn e 2001. Corentin a ya kuit eus ar strollad e 2002 evit bezañ erlec'hiet gant Tangi Ropars, soner akordeoñs ha breur da Stefan. Ur bloaz goude eo Annie Jezequel a deu da seniñ ganto gant he zaboulinoù.
Emmanuel, ar soner gitar a oa aet da labourat da Bariz. Neuze e oa ret dezho klask unan all. Goude un esae gant Fabrice Beaumin eo Benoît-Pierre Kerbirio a zo chomet. E 2007 ez a kuit Tangi eus ar strollad abalamour da vont da veajiñ ha Benoît-Pierre a ya kuit eus ar strollad ivez rak n'en doa ket a-walc'h a amzer vak.
Bremañ eo Julien Deroff a c'hoari gitar gant ar Breizh Brothers. A-wechoù e teu Mickael Corre, un talabarder, da seniñ bombard pe treujenn-gaol.
Gallout a reer klevet ar strollad-mañ e Breizh a-bezh ha zoken e-maez Breizh. 10 vloaz goude bezañ savet o deus enrollet ur bladenn "live". Seniñ a reont da lakaat an dud da zañsal da gentañ met plijus int da selaou ivez.
Er strollad mañ ez eus tu da genveriañ daou rummad a-fed muzik. Lodenn an ton graet gant ar violoñs hag ar binvioù da c'hwezañ hag ul lodenn all, lodenn al lusk graet gant ar gitar, ar gitar-boud hag ar binviji-skeiñ.
Gant ar Breizh Brothers ne son ket an holl vinvioù asambles atav. A-wechoù e son ar violoñs pe ar fleüt evit kregiñ pe echuiñ un ton evel en heuliad "Loudeac", hag a-wechou all e vez leusket ar gitar, ar gitar-boud hag an taboulinoù o unan evit kenderc'hel an ton evel en heuliad "An Dro" pe er c'helc'h sirkasian. Ar gitar a zo kendoniet e DADGAD (re/la/re/sol/la/re) : ar mod brudetañ evit ar sonerezh keltiek.
Cheñch-dicheñch eo an doare da seniñ an ton gant ar violoñs, ar fleüt hag ar gitar. Ar pezh a lak an tonioù da vezañ bravoc'h ha plijusoc'h da selaou. Ar gitar, ar gitar-boud hag an taboulinoù a ya da heul treid an dañserien. Ne sonont ket tout asambles atav. A-wechoù ne vez klevet nemet ar violoñs pe an taboulinoù pe c'hoazh ar fleüt. Kement-se abalamour da zegas nerzh en dañs en-dro p'en em lakaont da seniñ asambles adarre. Efedoù a bep seurt a vez lakaet en tonioù :
- Ur polka c'hoariet e "canon" : ar violoñs, ar fleüt hag ar gitar-boud o c'hoari ar memes tem, met ket asambles.
- Implijet 'vez ur simbalenn vihan war un ton fisel.
- An Dro cheñch tu a vez kanet gant ar sonerien.
- Ar bal fisel (mod BB evel 'vez lavaret ganto) gant fin ar frazennoù sonet war ar prim.
Meur a dra a lak ar strollad-mañ da vezañ disheñvel diouzh ar strolladoù festoù-noz all. Stefan a vez diarc'hen atav. Kement e sach war gwareg e violoñs pa son ma vez torret kerdin gantañ alies. Brudet int e Bro Vontroulez : gwelet e vezont o seniñ e kazimant kement fest noz a zo.