Galv (aozadur)

Eus Wikipedia
Evit sterioù all ar ger Galv, gwelet amañ.

Galv, anvet Comité d'Action pour la Langue Bretonne da gentañ (CALB), a oa un aozadur-stourm evit ar brezhoneg hag a oa bet krouet e 1969 e Brest gant UDB, ar JEB, hag Ar Falz. Yaouankizoù Penn-a-raok Breizh a zeuas da vout ezel war-lerc'h ar grouidigezh. E gwirionez e oa ur benveg etre daouarn UDB.

E penn an aozadur e oa ur burev gant dileuridi eus ar JEB, Fañch Broudig, Gaby Mer ha Jean-Yves Lagadeg, eus UDB, Yves Le Berre, Jean Le Dû (a yeas war-du ar PCF prestik goude), Erwan Evenou, eus Ar Falz, Armañs Keravel ha Fañch Morvannou hag eus Yaouankizoù Penn-a-raok Breizh Klaod an Duigou... Fañch Broudig a voe lakaet da sekretour, Erwan Evenou a gemeras e blas goude. Awenet e oa ar strollad gant ar varksouriezh diouzh ar c'hiz goude 1968. Kinnig a rae goulenn kreskiñ kelenn ar brezhoneg er skol, en ur mare ma ne oa tost netra, met ne ginnige ket ober kalz tra d'an izili, ha ne oa ket gwall vrudet. Divodet e voe ar strollad e penn-kentañ 1974.

Kerzhout evit ar yezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kerzhadegoù a voe aozet evit ar yezh, evel an hini eus Ploue d'an Oriant e penn-kentañ miz Even 1971 gant 700 a vanifesterion[1]. [2]. E 1972 e voe kerzhadegoù lec'hel en nev-amzer, etre Ar Gemene ha Pondi da skouer.

Oberoù all ar strollad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gwerzhet e veze levrig Galv, anvet GALV : Livre blanc et noir de la langue bretonne. Skrivet e veze Hag or yez? (= hag hor yezh) ouzh ar mogerioù gant Galv, tri ger digomprenus a-walc'h evit an dud.

Testennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tennet eus rentañ-kont Ouest-France Kemper (19 a viz Genver 1970) diwar-benn meeting Galv e Kemper:

[En e brezegenn] «il [Fañch Broudig, sekretour Galv] fit tour à tour le procès de ceux qui, à son avis, concourt à l'asservissement du peuple breton: la politique de ruine de l'économie et de déclassement social des Bretons à laquelle correspond dans le domaine culturel la politique d'étouffement de la langue la plus parlée dans les classes laborieuses, le système capitaliste, la bourgeoisie, la culture française devenue un instrument de dépersonnalisation des Bretons, bref l'oppression culturelle allant de pair avec l'exploitation sociale.» Ha goude bezañ lakaet keñver-ha-keñver stad ar Vretoned ha stad ar Re zu er Stadoù-Unanet: «nous sommes, affirme-t-il [Fañch Broudig], les Noirs de la France, les Noirs de l'Europe condamnés à mort parce que nous sommes des marginaux, des Bretons».

Embannadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • GALV : Livre blanc et noir de la langue bretonne, Brest, 1969.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Ni, Nn 15-16, hañv 1971
  2. Keleier er skinwel, dielloù INA