Jacob Johan Anckarström
Jacob Johan Anckarström (Roslagen, 11 a viz Mae 1762 -Stockholm, 27 a viz Ebrel 1792) a oa ur c'habiten svedat a lazhas Gustav III, roue Sveden, hag a voe dibennet abalamour da se.
Arme
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ofiser e oa bet e rejimant gwarded ar roue Gustav III etre 1778 ha 1783. E-kerzh beajoù da Enez Gotland e voe tamallet dezhañ bezañ klasket divrudañ ar roue, ma tec'has kuit da Stockholm hag eno e chomas da dremen ar goañv. Harzet e voe, kaset en-dro da Enez Gotland ha barnet eno. Laosket e voe da vont dre ma ne oa ket prouenn a-walc'h. Diwezhatoc'h ec'h anzavas e oa neuze e krogas ennañ tan ar gasoni, kasoni ouzh ar roue, maget gant an Dispac'h o c'hoarvezout dre Europa.
Irienn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En em dennet e oa eus micher an armoù abaoe un toullad bloavezhioù. Perzh a gemeras en un irienn a-enep ar roue Gustav III war un dro gant noblañsed.
D'ar 16 a viz Meurzh 1792 edo Gustav III o tistreiñ da Stockholm, goude tremenet an devezh e Palez Haga, e-maez kêr. o vont da goaniañ e oa a-raok mont d'un dañsadeg masklet er C'hoariganva Roueel. A-greiz ma oa o koaniañ e resevas ul lizher, ennañ gourdrouz e lazhañ, met drema en doa resevet kalzig alizheroù heñvel a-raok ne oa ket nec'het gant se.
Goude koan e kuitaas e ranndi da vont d'an abadenn. Prestik goude erruout e voe gronnet gant Anckarström hag e gamaraded Clas Fredrik Horn hag Adolf Ribbing, a oa maskloù du war o dremmen hag en saludas e galleg: "Bonjour, beau masque" (" Demat, maskl brav "). Anckarström a dremenas a-drek ar roue hag a dennas un taol pistolenn en e gein. Er bistolenn e oa daou voled, pemp tenn hac'hwech tach kamm. Ar Roue a lammas a gostez hag a huchas e galleg "Ah! Je suis blessé, tirez-moi d'ici et arrêtez-le" ("A! Gloazet on, tenni-me alese ha harzit-eñ !"). Kaset e voe ar roue en-dro d'ar gêr, ha stanket ha siellet e voe dorioù ar c'hoarigandi.
Anckarström a voe harzet er beure war-lerc'h hag anzav a reas al lazh kerkent, daoust ma nac'has e vije bet un irienn ken na voe lavaret dezhañ e oa bet tapet Horn ha Ribbing hag o doa anzavet.
Bac'het e voe en ur prizon nepell diouzh Palez Stockholm, e kêr Stockholm. A-hervez e oa bet diouganet ar muntr d'ar roue pevar bloaz a-raok, pa oa bet, incognito, o welout al lennerez-planedennoù brudet en amzer-se Ulrica Arfvidsson.
Alies e vije implijet honnezh gant e vreur, an dug Charlez, ha lavaret e veze he devoa ur rouedad tud e kêr d'he c'helaouiñ; gwech ebet ne voe tamallet netra dezhi, met goulennataet e voe.
Mervel a eure diwar e c'hloazioù d'an 29 a viz Meurzh, ha d'ar 16 a viz Ebrel e voe kondaonet Anckarström. Tennet e voe e vadoù ha dinoblet e voe. Lakaet e voe an houarn warnezhañ e-padtri deiz, skourjezet e voe, ha troc'het e voe e zorn dehoù outañ. D'ar 27 a viz Ebrel e voe dibennet.
Er bloaz-se en-eeun e kemmas an tiegezh Anckarström e anv en Löwenström hag arc'hant a roas d'un ospital. Evel-se eo e voe savet al Löwenströmska sjukhuset, pe Ospital Löwenström. Ar politikour Ulf Adelsohn zo diskennad da Jacob Johan Anckarström.
C'hoariganoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anv zo eus Anckarström e daou c'hoarigan:
- Gustav III gant Daniel Auber,
- hag Un ballo in maschera (Un dañsadenn gant maskloù) gant Giuseppe Verdi.
Prizon
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur preti dindan rez an douar zo hiziv e-lec'h ma oa toull-bac'h Jacob Johan Anckarström, hag anvet eo diwar-lerc'h ar besroue Sten Sture.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ronald D. Gerste: Der Zauberkönig. Gustav III. und Schwedens goldene Zeit. Steidl, Göttingen 1996, ISBN 3-88243-418-X.