Giuseppe Verdi

Giuseppe Fortunino Francesco Verdi (9 pe 10 a viz Here 1813 e-kichen Busseto - 27 a viz Genver 1901) a oa ur sonaozour italian eus ar skol romantel. Brudet eo e c'hoariganoù: La Traviata, Nabucco, hag all.
Tost e oa e galon ouzh ar Risorgimento, al luskad unvaniezh Italia, ha diskouezhet e voe kement-se gantañ en e c'hoariganoù kentañ. A-feur ma teue a-benn da vezañ brudet ha pinvidik e oa kroget da labourat nebeutoc'h war ar sonerezh ha da glask bezañ perc'henner-douaroù en he rannvro ganedigezh. Distro e oa memestra e bed ar sonerezh, gant berzh gant an opera Aida (1871). Teir oberenn veur a vo c'hoazh e Requiem (1874), operaioù Otello (1887) ha Falstaff (1893).