Risorgimento

Eus Wikipedia

Ar Risorgimento ("Adc'hinivelezh", pe "Dasorc'hidigezh") zo ur mare eus istor Italia ma voe graet an unvaniezh vroadel.
D'ar 17 a viz Meurzh 1861 e voe embannet krouidigezh Rouantelezh Italia en-dro da Rouantelezh Sardigna. Da gomz eus an argerzh istorel-se e vez implijet an droienn unvaniezh Italia.

Ar gerioù a denn ivez d'an emsav sevenadurel, politikel ha kevredigezhel, gwriziennet en tremened hag en amzervezh henroman.

Henroma[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En Henamzer ne oa kaoz ebet a unvaniezh Italia, goude ma voe graet an unvaniezh de facto gant an impalaeriezh roman, na kennebeut er Grennamzer, na da vare an Azginivelezh italian.

Betek Galv Rimini, d'an 30 a viz Meurzh 1815, gant Joachim Murat, e-pad Brezel Naplez (1815), a chomas diefed, rak difetis e oa e c'halv d'an Italianed, kustum ouzh o stadoù abaoe kantvedoù hag o yezhoù disheñvel.

XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emsavadegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Giuseppe Garibaldi.
Giuseppe Garibaldi.

betek deroù an XIXvet kantved e c'halled soñjal, evel a lavare Metternich, ne oa Italia nemet ur c'herienn hag a denne d'an douaroniezh. Un darvoud a bouez en istor Europa eta e voe unvanidigezh ar vro dre ma'z eo bet troet ar ger douaroniel da wirvoud politikel. Mar demañ a-du an holl da lavarout eo bet a-bouez an unvaniñ en darempredoù etrebroadel e sav dizemglev etre an istorourien diwar-benn ar perag hag an orin anezhi. Darn a wel un darvoud italian hepmui, hep liamm ouzh kudennoù ar mare. Darn all a gav dezho eo un argerzh naturel ha boutin da holl vroadoù Europa, ha da holl re ar bed zoken : ur Reveulzi hollvedel eta, savet da ziskar frammoù kevredigezhel deuet da vezañ diamzeret.

Teir fazenn zo bet er Risorgimento.

  • Da gentañ, etre 1848 ha 1849, e savas luskadoù dispac'hel betek brezeliñ ouzh Impalaeriezh Aostria; met kement-se a echuas gant ar statu quo.
  • Da eil, etre 1859 ha 1860, ez eas an unvaniñ war-raok, ken na voe embannet krouidigezh rouantelezh Italia d'ar 17 a viz Meurzh 1861.
  • Goude-se e voe peurechuet an unvaniñ gant stagidigezh Roma, kêr-benn Stadoù an Iliz betek neuze, d'an 20 a viz Gwengolo 1870.

En Meurzh 1821 e Piemonte en em savas gwarnizon Alessandria, levezonet gant stourmerien carbonari, a oa renet gant Santorre di Santarosa. Er c'heit-se edo an Aostrianed o stourm ouzh emsavidi Napoli, ha ne seblante ket pennhêr ar roue, Carlo Alberto Sardigna ober nemeur a van. Pa zistroas ar roue Carlo Felice e voe kaset da vruzun ar vonreizh nevez krouet.

Despotegezh sklêrijennet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En XVIIvet kantved eo e weler an despotegezh sklêrijennet, an illuminismo, o levezoniñ ar gevredigezh italian hag o krouiñ diazezoù ideologel an unvaniñ da zont. Kreñv pe greñvoc'h e oa an emsavioù-se hervez ar stadoù italien ha politikerezh o rouaned pe renerien.

En Lombardia, dindan an Aostrianed,

Istor Italia dre ar c'hartennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]