Mont d’an endalc’had

Giuseppina Strepponi

Eus Wikipedia
Giuseppina Strepponi e-kreiz ar bloavezhioù 1840

Giuseppina Strepponi (Clelia Maria Josepha Strepponi he gwir anv) a oa ur c'hoariganerez italian ganet e Lodi d'ar 6 a viz Gwengolo 1815, ha marvet d'ar 14 a viz Du 1897 e Sant'Agata.

Ograour e oa he zad, ha sonaozour : c'hoariganoù a save ivez. E 1834 e krogas da ganañ L'elisir d’amore, gant Donizetti. Er bloavezhioù 1830, e kanas muioc'h mui a draoù disheñvel, ma skuizhas kalz. Daou vugel he doe gant ar c'haner tenor Napoleone Moriani. En 1842, e kane evel Abigaille er c'hoarigan Nabucco, savet gant Verdi. Berzh bras a reas, ha 57 gwech e kanas er c'hoarigan. Met re e skuizhas he mouezh vresk. En 1846 e paouezas da ganañ war ul leurenn, ha hi 30 vloaz a-boan.

En 1851 ez eas gant Giuseppe Verdi da Sant'Agata da chom. Dimeziñ a rejont d'an 29 a viz Ebrel 1859.