Timbroù Montenegro
Emañ Stad ar Montenegro (« Menez du ») en Europa ar Su, bevennet gant ar Mor Adria, Kroatia, Bosnia-ha-Herzegovina, Serbia hag Albania.
An timbroù kentañ zo embannet e 1874, pa oa eus ar Montenegro ur briñselezh emren. Treiñ a ray da rouantelezh e 1910.
E-pad ar Brezel-bed kentañ (1914-1916) ez eo aloubet ar vro gant armeoù Impalaeriezh Aostria-Hungaria. Implijet e vez timbroù savet a-ratozh evit postoù an armeoù (« Feldpost »), o kinnig poltred Franz Joseph Iañ, dreistmoulet gant anv « Montenegro ». Al lizherennoù K.u.K a dalv kement ha « Kaiserlich und Königlich » , da lavaret eo « Impalaerel (Aostria) ha roueel » (Hungaria). Timbroù arall zo soulgarget gant ar gerioù K U K MILIT. VERWALTUNG MONTENEGRO ( « Verwaltung » = melestradurezh).
E 1916 e tec’h kuit ar roue Nikolaz Iañ diouzh Montenegro evit kavout repu e Bro-C’hall. Gant « Gouarnamant Montenegro en harlu » e vo savetur servij postel dibadus, dre implij timbroù gall ar bloavezhioù 1900-06 soulgarget gant « S P du M. – Bordeaux » (SPM = Servij Postoù Montenegro).
Un dermen zo roet da zizalc’hidigezh ar Montenegro e 1919 pa ‘z eo lonket ar vro gant Serbia. Implijet e vo neuze timbroù Rouantelezh ar Serbed, ar Groated hag ar Slovened, ha re Yougoslavia adalek 1931 pa cheñcho an anv ofisiel.
Abalamour da aloubadeg Yougoslavia gant armeoù Mussolini e-pad an eil Brezel-bed eo dismantret ar Rouantelezeh liesbroadel ha savet a-nevez e 1941 gwarezvro ar Montenegro dindan beli ar fachisted italian. Embann a ray timbroù betek 1945. Ar re gentañ zo anezho timbroù Yougoslavia soulgarget gant « Montenegro Црка Ґора 17-IV-41-XIX », ha timbroù Italia ar bloavezhioù 1929-30 da heul, gant an dreistmouladenn « ЦРНА ҐОРА » (« Menez du »). Timbroù Yougoslavia a vo implijet adarre gant un dreistmouladenn en italianeg « Governatorato del Montenegro Valore in Lire » (= Gouarnamant Montenegro Talvoudegezh e Liroù). E 1943 e teu er-maez ur rummad moullet a-ratozh o kinnig lec’hioù brav ar vro, gant an alc’hwez « ЦРНА ҐОРА ».
E 1945-46 e teu ar Montenegro da vezañ ur rannvo emren e-kreiz Republik Kevreadus Poblel Yougoslavia.
E miz Even 2006 e tiviz Parlamant paouez gant ar gumuniezh a vire liammoù politikel gant Serbia : e fin ar miz eo degemeret ar Montenegro evel 192vet Stad en Aozadur ar Broadoù Unanet.
Adalek 2006 eta e vez embannet timbroù gant postoù ar Montenegro.
Pennad kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn](fr) Timbroù Montenegro