Mont d’an endalc’had

Minamoto no Yorimasa

Eus Wikipedia

Minamoto no Yorimasa (源頼政?)(1106-1180) a oa e penn armeoù Minamoto e deroù brezel Genpei. Emgannoù a oa bet etre klanoù ar Vinamotoed hag an Dairaed e-pad dekvedoù. Yorimasa, ur barzh anezhañ, a glaskas chom er-maez eus an tabutoù politkel. E-pad ur frapad, zoken, e teuas a-benn da vezañ mignon gant Taira no Kiyomori. E-kerzh emsavadeg Heiji e savas, klouarik, a-du gant re dTaira ha reiñ a reas an tu dezho da kemer lec'h Minamoto. Koulskoude, d'ar mare m'en em dennas ent ofisiel eus e gargoù en arme Kiyomori e 1179 e oa distro Yorimasa war e soñj da stourm a-enep d'e glan. E miz Mae 1180 e kasas ur galv da holl bennoù ar re Vinamoto ha d'an temploù ha manatioù bet graet gaou outo gant Kiyomori.

Kregiñ a reaes brezel Genpei ent ofisiel gant emgann Uji e 1180. Yorimasa en doa kemeret penn lu ar Vinamotoed, skoazellet gant menec'h brezelourien eus Miidera mennet da zifenn ar Byodoin.

Daoust d'ar venec'h bezañ freuzet plankennoù ar pont a gase d'an templ e teuas a-benn an Dairaed da vont dreist an difennoù ha preizhet e voe an templ ganto. Emlazh Minamoto no Yorimasa dre lid ar seppuku eo kentañ meneg emlazh ur samourai bet faezhet.

Sansom, George (1958). 'A History of Japan to 1334.' Stanford, California: Standford University Press. pp 278-9.


 日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける