Tolomuko
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Carnivora | ||
Kerentiad : | Mustelidae | ||
Iskerentiad : | Mustelinae | ||
Genad : | Eira | ||
Anv skiantel | |||
Eira barbara Linnaeus, 1758 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
An tolomuko, pe taira, (Eira barbara) a zo ur bronneg eus kerentiad ar mustelideged. Er c'hontrol diouzh an darn vrasañ eus izili ar familh-mañ n'eo ket ur c'higdebrer met kentoc'h un hollzebrer. An ezel nemetañ eus ar genad Eira eo.
Heñvel-tre eo dre e feson ouzh ur gaerell pe ouzh ur mart. Muzuliañ a ra 60 cm gant ul lost 45 cm pa pouezañ a ra 5 kg. An tolomuco zo du pe gell-du e vlevenn gant un tarch sklaeroc'h war e vruched. Kreoñ e benn a ya da c'hell pe da c'hris pa gosha. Genel a ra ar parezed etre 2 ha 4 c'holen bep bloaz.
Bevañ ar ra an tolomukoed e koadegoù trovanel Kreiz ha Suamerika. Debriñ a reont frouezh, bronneged bihan hag evned. Er gwez, e douarennoù pe e neizhioù goloet gant geot e kaver anezho dreist-holl.
C'hoarius-tre int ha doñvaet e vezont alies gant tud ar vro da stourm ouzh an amprevaned ha ar c'hrignerien. N'eo ket an tolomuko ur spesad en arvar.