Mart
Neuz
| |||
|---|---|---|---|
Martes martes | |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Mammalia | ||
| Urzhad : | Carnivora | ||
| Kerentiad : | Mustelidae | ||
| Iskerentiad : | Mustelinae | ||
| Genad : | Martes | ||
| spesadoù | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Ar marted eo ar bronneged kigdebrer a ya d'ober ar genad Martes e kerentiad ar mustelideged.
Kar int d'ar c'harkajou, d'ar gaerell pe d'an dourgi. Un darn vras anezho a vev er gwez ma chaseont gwiñvered.
Dielfennadurioù genetikel nevez o deus diskouezet eo ar genad Martes ur genad polifiletik ha lakaet eo bet Martes pennanti ha Martes americana en ur c'hladad ispisial asambles gant ar c'harkajou hag an tolomuko.