Mart Nilgiri
Neuz
| |||
|---|---|---|---|
| |||
| Rummatadur filogenetek | |||
| Riezad : | Animalia | ||
| Skourrad : | Chordata | ||
| Kevrennad : | Mammalia | ||
| Urzhad : | Carnivora | ||
| Kerentiad : | Mustelidae | ||
| Iskerentiad : | Mustelinae | ||
| Genad : | Martes | ||
| Anv skiantel | |||
| Martes gwatkinsii Horsfield, 1851 | |||
| D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. | |||
Mart Nilgiri (Martes gwatkinsii) a zo ur bronneg hag a vev e su India (en torgennoù Nilgiri hag e Ghat ar c'hornôg).
Doareoù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Heñvel ouzh ar mart gouzoug melen eo mart Nilgiri, nemet eo brasoc'h ha disheñvel framm e glopenn. Muzuliañ a ra etre 55 ha 65 cm gant ul lost 40 - 45 cm ha pouezañ a ra war-dro 2.1 kg.
Emzalc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Nebeut a dra a anavezer a-zivout mart Nilgiri. Un aneval-deiz eo hag er gwez e vev dreist-holl. Debriñ a ra evned, bronneged bihan hag amprevaned.
