Francis Picabia

Eus Wikipedia
Francis Picabia

Francis-Marie Martinez de Picabia (22 a viz Genver 1879 e Pariz30 a viz Du 1953 e Pariz) a oa ul livour, un treser hag ur skrivagner a voe tost ouzh dada hag ouzh an dreistgwirvoudelezh.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Skol Arzoù-kaer hag e Skol-uhel an arzoù-kinklañ e studias. Etre 1903 ha 1908 e tarempredas Alfred Sisley ha Camille Pissaro ha levezonet e voe gant livourien skol Barbizon. E zourlivadur anvet Caoutchouc (1909) a zo gwelet evel unan eus oberennoù diazez an arz difetis.

E 1911 e tostaas ouzh strollad Puteaux a veze bodet e studio al livour Jacques Villon, hag eñ breur Marcel Duchamp. Orfegour e teuas da vezañ hag e 1912 e krouas Saloñs ar Section d'or e Puteaux. Brudet e teuas da vezañ e 1913 e New York, da-geñver un diskouezadeg enArmory Show. E New York ivez e savas ar gelaouenn 291 gant Marcel Duchamp ha Man Ray. Levezonet e voe gant ar Broyeuse de chocolat ha mennozh an oberennoù ready-made bet ijinet gant Marcel Duchamp, hag e 1913 e stagas gant tresadennoù diazezet war an tresañ oberiañ : peurliesañ e kopie pe ec'h eeunae skeudennoù a gave e kelaouennoù skiantoù evel La Science et la Vie.

Etre 1913 ha 1915 ez eas meur a wech da New York ma kemeras perzh e luskadoù arzoù rakward. Meur a oberenn mekanikel a savas hag e 1916 e krouas ar gelaouenn 391 e Barcelona, hag e tostaas ouzh dada. E 1918 e kejas ouzh Tristan Tzara hag izili all dada Zürich. Asambles gant André Breton e vrudas pennaennoù dada e Pariz. Met rendaelour, a-enep pep tra ha planter-reuz e oa Picabia : e 1921 e paouezas da zaremprediñ izili all dada. Ouzhpenn bezañ dedennet gant ar c'hirri e oa dedennet ivez gant ar sinema hag al luc'hskeudenniñ : en e skridoù war ar sinema e tiouganas pegen pouezus e teufe ar sinema amerikan da vezañ. E 1924 e savas senario ar film berr Entr'acte, sevenet gant René Clair. Labourat a reas goude-se gant Rolf de Maré.

Goude 1945 e savas oberennoù difetis en-dro. Rivinet e voe poegwir e plije ar c'hirri (perc'henn e oa war ouzhpenn 150 karr) ha riboulat. Sevel a reas neuze oberennoù bihan liesseurt, ul lodenn anezho diazezet war skeudennoù kavet e kelaouennoù pornografiezh. E oberennoù diwezhaén a denn d'an arz bihanañ : pikoù liv strwete war foñsoù unliv, ha titloù evel Je n'ai plus envie de peindre, quel prix ?, Peinture sans but pe c'hoazh Silence.... An diskouezadeg kentañ ma voe taolet ur sell ouzh holl e oberenn a voe aozet e 1949 e diskouezva René Drouin e Pariz.

E dibenn 1951 e voe paket gant an arterioskleroz seizañ, hag e voe rediet da baouez da livañ.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Picabia en e Di roz e Tremblay-sur-Mauldre
  • Udnie, 1913, eoullivadur war lien, 290 x 300 cm, Kreizenn Pompidou[1]
  • Edtaonisl, 1913, Art institute of Chicago
  • La Ville de New York aperçue à travers mon corps, 1913, gouach, dourlivaj, kreion ha liv, 55 x 74,5 cm[2]
  • Prostitution universelle, 1916, Yale University Art Gallery, New Haven
  • Danse de Saint Guy (Tabac Rat), 1919, Kreizenn Pompidou
  • L'Œil cacodylate, 1921, Kreizenn Pompidou
  • Chapeau de paille ?, 1921, Kreizenn Pompidou
  • La Nuit espagnole, 1922, Mirdi Ludwig, Kôln
  • Octophone II, 1923, eoullivadur war lien, 116 x 88,5 cm, Kreizenn Pompidou[3]
  • Cure-dents », 1925, eoullivadur ha pegadur war lien, 129 x 110 cm[4]
  • Flirt
  • Printemps, 1938, Galerie Rose Fried
  • L'Insensé, 1948, eoullivadur war lien, 151 x 10 cm, Mirdi Ludwig, Köln[5]


Skridoù
  • Cinquante-deux miroirs, 1917
  • Poèmes et dessins de la Fille née sans mère, Imprimeries réunies, 1918
  • L'Ilot de Beau-Séjour dans le Canton de Nudité, 1918
  • L'Athlète des Pompes funèbres, Bégnins, 1918
  • Râteliers platoniques, 1918
  • Poésie ron-ron, 1919
  • Pensées sans langage, Figuière, 1919
  • Unique Eunuque, Au Sans Pareil, « Dada », 1920. Adembannet gant Allia, 1992
  • Jésus-Christ Rastaquouère, Au Sans Pareil, « Dada », 1920. Adembannet gant Allia, 1996
  • Caravansérail, 1924, embannadurioù Luc-Henri Mercié. Adembannet gant Belfond, 1975
  • Choix de poèmes par Henri Parisot, Guy Lévis-Mano, 1947
  • Lettres à Christine, Champ Libre, 1988
  • Ecrits, div levrenn. Belfond, 1975 ha 1978
  • Ecrits critiques, embannadurioù Carole Boulbès, 2005

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Serge Fauchereau, Picabia, embannadurioù Cercle d'Art, 2002
  • Francis Picabia, singulier idéal, katalog an diskouezadeg, Kreizenn Pompidou, 2002-2003
  • Alain Jouffroy, Picabia, embannadurioù Assouline, 2003

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. gwelout in Giovanni Lista : « Dada libertin & libertaire », L'Insolite, 2005, p. 28
  2. Gwelout in Giovanni Lista, p. 29
  3. Gwelout in "Beaux Arts Magazine" niv. 103, 1992, p. 49
  4. Gwelout in "Beaux Arts Magazine" niv. 126, p. 112
  5. Gwelout in "Beaux-Arts magazine" niv. 69, p. 86

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.