Mont d’an endalc’had

Tryo

Eus Wikipedia

Tryo a zo ur strollad sonerezh gall.

Daoust d'e anv, 5 den a zo e Tryo : Guizmo (kaner ha gitarour), Christophe Mali (gitarour ha kaner), Manu Eveno (gitarour solo, kaner ha leun a binvioù all...), Daniel "Danielito" Bravo (binvioù-skeiñ) ha Bibou (en teknik).

Daoust m'o deus kroget gant ur sonerezh klev levezonet gant ar reggae, deuet eo a-benn ar strollad da vont pelloc'h en ur dapout sonioù o tont eus ar bed a-bezh. Tryo a zo deuet a-benn ivez d'en em zistagañ eus al leurenn sonerezhel gall dre o zestennoù endalc'het ha dre meskaj teir mouezh ar strollad.

E 1995, Manu Eveno ha Guizmo a oa er strollad M'Panada. Kejañ a rejont gant Christophe Mali e-pad ur gomedienn war gan e MJC Fresnes. E-pad ur veaj mignoned er Pireneoù, krogiñ a reas an tri d'ober sonerezh tro-dro d'un tan. Dre ma plij ar pezh a raent dezho (adkemer tonioù klasel e-mod reggae), seniñ a rejont war al leurenn goude bezañ pleustret ur wech nemetken. Mont a rae en-dro an arvest, neuze e tivizjont da genderc'hel. War kostez an aod Atlantel, seniñ a rejont un tamm e pep-lec'h, ha gounez a rejont o galonsoù a strollad leurenn.

E penn-kentañ 1996, un heuliadenn a festivalioù a voe graet gant ar strollad, ha kregiñ a rejont gant un droiad gall. E 1998, Daniel Bravo, lesanvet Danielito, a zeuas da echuiñ stummadur ar binvioù-skeiñ, hag a grogas er strollad war ar bladenn kentañ Mamagubida (anv stummet diwar silabennoù kentañ anv ar sonerien : Manu, Mali, Guizmo, Bibou ha Daniel).

Er memes bloavezh, radioioù lec'hel a lakaas ar bladenn da vezañ selaouet, hag ur berzh gwirion a reas. Kanaouenn gentañ ar bladenn : L'Hymne de nos campagnes (hag a zeuas just a-walc'h da vezañ « hymne » ar strollad) a reas berzh spontus bloavezhioù war-lerc'h, rak ret e voe gortoz 2006, da lavaret eo eizh bloaz war-lerc'h, evit kregiñ da glevout ar ganaouenn-mañ war radioioù evel NRJ. Ur ganaouenn all zo azeulet gant ar faned : La Main verte, ma vez goulennet lezennekadur ar c'hanabis gant ar strollad.

Daou vloavezh war-lerc'h, e 2000, Tryo a embannas e eil bladenn, Faut qu'ils s'activent e anv. Ar bladenn-mañ a zo kalz muioc'h barzhoniek gant kanaouennoù evel 5 sens, La mer pe Les Nouveaux Bergers, gant pozioù labouret-kenañ. Kejañ a reas Tryo d'ar mare-se gant ar strollad « sirk straed » Les Arrosés. En em gavout a reont mennozhioù heñvel, ha diviz a rejont en em unvanañ a-benn kinnig un arvest sonerezh ha gwelidik : Tryo et Les Arrosés : Reggae à coups d'cirque. Enrollet e voe an arvest war un DVD gant ar memes anv e Paris e 2002.

E 2003, embann a reas ar strollad un 3de pladenn, Grain de sable, ma kaver berzhioù brasañ ar strollad : Sortez-les, Pompafric, Serre-moi, Récréation ha Désolé pour hier soir. Ar bladenn en em zistag diouzh ar re all dre pozioù muioc'h endalc'het en un doare politik..

Ul live all a voe graet e 2004 : De bouches à oreilles.... Stummet e oa ar bladenn-mañ gant div bladenn : unan enrollet en Olympia, hag unan all enrollet en ur sal bihanoc'h, "Le Cabaret Sauvage", e-lec'h e c'henlabourjont gant lodenn binvioù-kouevr ar strollad Mister Gang ha gant Les Ogres de Barback evit ur ganaouenn dibar anvet La première fois. Adkavout a reomp ivez adkemeradenn kanaouenn Claude Nougaro, Armstrong, er bladenn-mañ.

E 2005 e vez embannet gant Tryo un DVD live nevez anvet Au Cabaret Sauvage, evel an eil pladenn embannet ar bloavezh a-raok. Kavet e vez ar memes kanaouennoù eget war ar bladenn gant kanaouennoù ouzhpenn : Babylone (kanaouenn er bladenn gentañ) ha daou zuo gant Les Ogres de Barback : Mam'zelle Bulle (ur c'henlabour etre an daou strollad) hag Accordéon pour les Cons, un adkemeradenn eus an « Ogres ».

Lid a reas Tryo e 10 vloaz ar memes bloavezh, hag profitañ a reas evit prientiñ un arvest dibar. Da respont da c'houlenn ar faned a vro-Kebek ez ejonte amzer gouelioù dibenn ar bloaz d'ober un dro er vro-se. Memes e Bro-C'hall, an droiad a reas berzh bras. An abadennoù a bade teir eurvezh. Valérie, ur plac'h eus ar strollad Les Arrosés, he doa labouret ganto war lodenn gwelidik an arvest, e-lec'h e oa ret ouzhpennañ ar skramm ramz e-lec'h e teue war-wel alies Karl Zéro hag e-lec'h ma rae Mathieu Chedid un duo virtuel gant Manu. En droiad-mañ, kanaouennoù « klasel » ar strollad a voe sonet (a-drugarez d'ar medley pa groge an abadenn), hag ivez ar ganaouenn J'ai dix ans gant Alain Souchon.

Christophe Mali en deus disklêriet e kroge gant ur raktres solo.

Stummadur ar strollad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pladennografiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

CD :

DVD :

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]