Stankell an Teir C'hanienn

Eus Wikipedia
Kartenn lec'hiañ ar stankell e Sina

Brasañ stankell dourdredan ar bed eo Stankell an Teir C'hanienn, (三峡大坝 e sinaeg pe Sanxia ) lec'hiet e Sina, war ar stêr Yangzijiang, peurechuet e miz Mae 2006.

Deskrivadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stankell an Teir C'hanienn e miz Mae 2004

E Sandouping, e-kichen Yichan, e rannvro Hubei, e-kreiz Sina, emañ Stankell an Teir C’hanienn e-lec’h ma kej rannvro venezek Gorre Yangtse gant plaenenn Yangtse Kreiz, e traoñ an Teir C’hanienn a-us da stankell Ghezouba, e-lec’h ma’z eus ur c’has a 14 300 m³/s er stêr. An diviz da sevel ur stankell eno a zo bet graet gant ar Vodadeg pobl e 1992. Staget eo bet gant ar chanter e 1994. E 2000 en deus tapet ar chaoser un uhelder a 80 metrad.

  • Stankell : 2309 metrad a hirder evit 185 metrad a uhelder ; 27 milion m3 a vetoñs a ya d'ober anezhi.
  • Mirlenn : ur gorread a 1084 km², moan ha hir ; en em ledañ a ra betek kêr Chongqing uheloc’h war ar stêr ; bageal a c’haller ober o vont gant ur skluz bras meurbed a 100 m.
  • Barregezh produiñ : ur wech staliet o do 26 tredanerez ar greizenn ur c’halloudegezh a 18200 megawatt, ar pezh a dalvezo kement a 10 % eus ar varregezh staliet e Sina.
  • Produiñ : pa vo peursavet, e 2008 pe 2009, e produo ar greizenn war-dro 84,7 TWh a dredan bep bloaz, peadra da bourveziñ an hanter eus ezhommoù ur vro evel Frañs. Staget he deus ar greizenn da broduiñ tredan adal miz Eost 2003, gant peder zredanerez.
  • Koust : embannet eo bet gant ar melestradur eo koustet ar stankell 25 miliard $ pa vefe kentoc’h 50 miliard e gwirionez.
  • Hervez ar gazetenn bemdeziek Xinjing, war-lerc’h pozioù unan eus kargidi ar raktres, e vefe bet un c’hant bennak a dud lazhet war ar chanter.
  • Ar mod ma vo treuzkaset an tredan a ray gant ereadoù tredan diehan.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stankell an Teir C'hanienn, stad al labour en hañv 2002

Ar c'hentañ raktres a oa e bal lakaat da sevel Stankell an Teir c'hanienn a gav e orin e 1919, bloaz kinnig kentañ Sun Yat-sen. E 1944 eo bet goulennet ouzh unan eus izili burev al labour-douar er Stadoù-Unanet studial ar raktres, met dilezet e oa bet hemañ e 1947, pa en em gav ar Gomunourien e penn ar vro.

Kendalc’het eo bet ar mennozh gant Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel, betek ma trenko an darempredoù etre ar Sinaiz hag ar Soviediz. Azalek 1955 eo adkroget an enklaskoù hag ar studiadennoù hep paouez. Gant diorren an ekonomiezh e deroù ar bloavezhioù 1980 eo adlakaet ar raktres-se war ar stern, gant harp an Amerikaned. Goude ma oa bet flastret stourmadeg Nevezamzer Beijing e 1989, e vroud ar c’hentañ ministr Li Peng, ijinour anezhañ diouzh e red stummañ, da sevel ar stankell. Serret eo an diviz da vat d’an 3 a viz Ebrel 1992, gant Kendalc'h broadel ar Bobl : 1767 mouezh a oa savet a-du, 177 a-enep ha 664 chomet mud. Ral eo gwelet ken nebeut a vouezhioù bodet en-dro d’un diviz er stad komunour sinat.

Roet eo bet lañs d’ar chanter war an ton bras e 1994 gant Li Peng.

D’an 20 a viz Mae 2006 eo embannet war ar groaz gant Li Yong'an, merour an embregerezh karget da sevel ar stankell, eo echu ar savadur. E gwirionez e vo dav gortoz [2008] a-raok ma vo oberiant ar stankell penn da benn, pa vo staliet ar 26 tredanerez.

Ar rendael[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lakaat sevel Stankell ar Teir C'hanienn en deus degaset ur rendael vras, kenkoulz e Sina hag e metoù ar skiantourien dre ar bed. Nac’het en deus ar Bank bedel degas e lod war zigarez ne gav ket dezhañ e vefe bevidik ar fardell. Embannet he deus ar skrivagnerez sinat Dai Qing eo ar stankell "ur farsadenn lu ha drastus". Dislavaret eo bet savidigezh ar stankell gant kevredigezhioù ekologel zo a gav dezho eo dañjerus bevañ en e gichen pa ouezer ez eus 75 milion a annezidi a zo o chom e traoñ ar savadur.


Arguzennerezh a-enep d'ar stankell[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Endro[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Maketenn Stankell an Teir C'hanienn
  • Uheloc'h war ar stêr :
    • Buan a-walc'h e vo goueledennet ar mirlenn ha stanket a-benn neuze mont en-do ar fardell.
    • Beuzet e vo 600 km² a goadeier hag a zouaroù gouestlet d'al labour-douar.
  • Izeloc'h war ar stêr :
    • Kemmoù bras e-mesk al loened hag ar plant a-hed pe er stêr. Dre ma ne vo ket kresk-digresk dourioù ar stêr ken stank ken e c'hallo evned zo (garaned Siberia) hag an delfined gwenn bezañ lakaet diaes.
    • An digresk a oueled e genoù ar stêr a c'hell lakaat hemañ da zilec'hiañ tamm-ha-tamm. Gwanoc'h e vo lusk ar c'has er delta e-pad ar goañv hag e vo muioc'h a holen o vont en e greiz.
    • Muioc'h a holen a vo ivez en douaroù en-dro d'an delta hag evit disallañ ar parkeier e vo dav sevel dizourerioù.
    • Krignerezh : abaoe m'eo bet staget gant ar chanter, eo bet krignet glannoù ar stêr eus 4 km² bep bloaz e lec'hioù zo.

Poblañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diblaset e vo 1,2 milion a dud en holl (ar muiañ a dud bet divroet evel-se betek-henn a oa 300 000 den e norzh Sina) dre ma vo beuzet kalzig a gêrioù ha kêriadennoù.

  • 40 % eus ar re a ranko dilojañ a vo kaset da chom e kêr, e karterioù nevez savet d'an daoulamm, rediet da lojañ e-barzh ranndioù pa veze tier ganto peurliesañ a-raok.
Sell a dost war Stankell an Teir C'hanienn e 209
  • An 60 % all, peizanted Han anezho, a vo kaset da chom pelloc'h, en-dro d'ar mirlenn evit an hanter anezho. Da gement hini e-touesk ar re-mañ e vo fiziet 600 m² a zouaroù, kement ha ma veze labouret ganto a-raok, met disteroc'h o zalvoudegezh : douar paouroc'h e berzh, war zinaou hag uheloc'h (etre 300 ha 1000 m. a uhelder). Kement-se a viro ouzh ar gouerien-se labourat gwerjeoù frouezhus evel ma raent en un doare hengounel betek-hen.
    • E lec'hioù zo eo lec'hiennoù henoniel az ayo da get ma n'int ket adsavet uheloc'h.
  • Ur 75 milion a dud a zo en arvar dre m'emaint o chom e traoñ ar stankell.

Politikerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ar raktres doudredanel divent-se a zeu da vagañ propaganda ar Stad a glask vodañ en-dro dezhañ ar gevredigezh sinat.
  • En desped d'ar pezh a vez embannet, ne ziskoulmo ket ar stankell-se kudenn an diouer a dredan produet e Sina. Gant he 85 TWh produet dre vloaz e pourvezo ar fardell evit un 2 % bennaket hepken eus an tredan implijet e-korf ur bloavezh er vro. Talvezout a ra e c'hallo pourchas ken ar c'hresk a zo en ezhommoù evit ur bloaz.

Arguzennerezh evit ar stankell[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Efedusoc'h e vo ar stourm ouzh kresk-digresk an dourioù, izeloc'h war ar stêr, a c'halle kaout ur c'has a 100 000 m3 dre eilenn, mont 17 metrad a-us da live ar blaenenn (29 m. e kreiz Wuhan e miz Gwengolo 1998). Bremañ, gras d'ar stankell e vo suroc'h glannoù ar stêr evit an dud a zo o chom en o hed (etre 50 ha 80 milion a annezidi) pa veze kalz a dud lazhet bep bloaz a-raok : marteze 300 000 en diskaramzer 1998.
  2. Pourvezet e vo tredan evel ma vefe produet gant 20 rann ur greizenn nukleel, pe evel ma vefe implijet 50 milion a donenn c'hlaou bep bloaz.
  3. Uheloc'h war ar stêr e vo diorrenet ar merdeiñ : al listri-karg (10 000 t. pep hini) a c'hallo tapout diazad Sichuan o vont e-bioù ar skoilh a veze betek-hen en Teir C'hanienn.
  4. Diorrenet e vo ur rannvro deus kreiz Sina pa'z eo al lañs ekonomikel a-vremañ lec'hiet er rannvroioù war an aod da gentañ.
  5. Diorrenet e vo ar pesketa er mirlenn.
  6. Lañs a vo roet d'an douristerezh e-pad an hañv ha n'eo ket e-doug ar c'houlz dic'hlav nemetken.
  7. Mestroniet gwelloc'h e vo perzh an dour.
  8. Kaset e vo ul lodenn eus dourioù ar stêr Yangzijiang, dre ur c'hanol deverañ gouest da zegas 40 km3 a zour bep bloaz, kement ha ma vez kaset gant ar stêr Ron, etrezek plaenenn norzh Sina ma vez hollzisec'het an douaroù enni. Dre ar c'han-se e vo maget ar stank Han a-hed ar bloaz, hemañ o vouedañ ur c'hanol ivez a-benn degas 20 km3/bloaz da blaenenn an norzh, sepet e-kerzh koulz ar sec'hor.

Un nebeud niveroù e miz Even 2003[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ur c'hant bennaket a dud lazhet o labourat war ar chanter (niveroù kuzh).
  • 1,25 milion a dud bet dilojet.
  • 15 kêr ha 116 bourk dourbeuzet.
  • 436 km² a zouaroù kollet.
  • Koust al labourioù a zo aet d'an tu all d'ar miliard a euroioù raktreset da gentañ.

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kudenn an energiezh e Sina
Skeudennoù deus ar savadur
Un teuliad klok gant skeudennoù hag ur filmig gant an enebourez Dai Qing


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.