Jacques-Yves Le Toumelin

Eus Wikipedia

Jacques-Yves Le Toumelin a oa ur merdeer breizhat emzesket, ganet e 1919 ha marvet e 2009. Mab ha mab-bihan da vartoloded e oa : e dad oa komandant un teirgwern.

Lakaat a reas da sevel er Groazig ur vag-dre-lien evit redek tro-dro d'ar bed, ur bok norvegiat a 10 metrad a hed anvet "Kurun". Loc'hañ a reas d'an 19 a viz Gwengolo 1949, gant Gaston Dufour ha Paul Farge. E-pad ar veaj en em gannas gant an eil anezho, egile a reas e soñj da chom e Tahiti, dre-se e tibunas e-unan evit al lodenn vrasañ eus e veaj a badas 29 400 mil-mor pe 54 450 kilometr. Porzhiañ a reas er Groazig d'ar 7 a viz Gouere 1952. Degemeret e voe gant ur mor a dud.

Lezet en doa Kurun da di-kêr ar Groazig met kaset en doa an afer d'al lez-varn peogwir ne felle ket dezhañ e vefe merdeet gant e vag, koll e oa e 2006 ha Kurun a ya c'hoazh war vor. Rummet eo bet evel monumant istorel.

Gwelet eo Jacques-Yves Le Toumelin, war-lerc'h Joshua Slocum hag Alain Gerbault, evel unan eus ar verdeerien hengounel diwezhañ eus lodenn gentañ an XXvet kantved. Eontr ar manac'h boudaat Mathieu Ricard eo.

Edo o chom e Penn-Bronn, er Groazig, e-lec'h ma varvas d'an 10 a viz Du 2009. Interret eo bet e Treskalan en Turball.

Levrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • KURUN autour du monde, 1949-1952, Éditions Tchou, Pariz 1953, adembannet gant Flammarion 1973, ha goude e "levr-chakot" gant J'ai lu.
  • KURUN aux Antilles Flammarion, dastumad L'Aventure vécue, Pariz 1957

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Porched ar Mor – Sellit ouzh pennadoù Wikipedia a denn da bed ar mor.