Kastell Edo

Eus Wikipedia

E 1457 eo bet savet kastell Edo (江戸城 -jō) gant Ota Dokan en Edo, el lec'h a zo bremañ ranngêr Chiyoda Tokyo
Eno eo bet dizazezet ar shōgunelezh Tokugawa gant Tokugawa Ieyasu. Dre ma oa annez ar shōgun hag ar bakufu eo bet ur gêr-benn vilourel a-hed marevezh Edo istor Japan. El lec'h-se emañ c'hoazh Kōkyo (皇居, "annez an impalaer"). Deuet ez eus betek ennomp tammoù mogerioù, ramparzhioù ha fozioù. Koulskoude, e-pad marevezh Edo e oa kalz ec'honoc'h al lec'h eget ar pezh a c'halljemp soñjal hiziv gant gar Tokyo ha lodenn Marunouchi kêr e diabarzh bevenn ar foz pellañ.
Endalc'het ivez e oa Park Kita-no-maru, an Nippon Budokan (日本武道館, Nippon Budōkan, "Sal Arzoù-emgannañ Japan", bet savet e 1964 evit ar C'hoarioù olimpek) ha lec'hioù anavezet all er biojoù.

Un tour-meur e doare savouriezhel heverk kestell Japan zo bet d'ar c'hastell ivez. Diskaret eo bet avat gant an tanioù-gwall hag ar c'hrennoù-douar ha da get e oa aet dija e-doug an darn vrasañ eus marevezh Edo. Daoust da se e tiskouez ar jidaigeki (evel, da skouer Abarembo Shogun) savet en Edo ar c'hastell gant e dour-meur en ur lakaat kastell Himeji e plas evit-se.

E Matsu no Ōrōka ("trepas ar pin meur") kastell Edo eo e tennas Asano Takumi-no-kami e sabrenn verr d'an 21 a viz Ebrel 1701 a-benn klask lazhañ Kira Kozuke-no-suke evit bezañ bet dismegañset-spontus gantañ. Diwar-se e tarzhas darvoudoù ar seizh rōnin ha daou-ugent.

Meur a lec'h e Tokyo a denn o anv da gastell Edo. Otemachi ("kêr a-dal d'an nor veur"), Takebashi ("pont bambouz"), Toranomon ("dor an tigr"), Uchibori Dōri ("straed diabarzh ar foz"), Sotobori Dōri ("straed er-maez ar foz"), ha Marunouchi ("e-barzh an enklozadenn"), a-douez re all.

Deuet eo kastell Edo da vezañ anvet Tokyo-jo (東京城, "kastell Tokyo") e miz Here 1868, ha Koujo (皇城, "kastell an impalaer") goude e 1869, ha Kyujo (宮城, "kastell ar palez") goude c'hoazh e 1888. A-benn ar fin eo deuet da vezañ Kōkyo e 1948.

 日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける