Mont d’an endalc’had

Kelc'h

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Kelc’h)
Ur c'helc'h boas

Ar c'helc'h a zo anezhañ ur grommenn blaen serr a c'hoarvez eus kement poent eus ur plaen a zo keitpell diouzh ur poent roet, anvet "kreizenn ar c'helc'h". Ar pellder boutin-se etre ar poentoù eus ur c'helc'h hag e greizenn a vez graet skin anezhañ.

Rannet eo ar plaen e div lodenn gant ar c'helc'h : an diabarzh hag an diavaez (e gwirionez ez eus un trede lodenn : ar vevenn etre an diabarzh hag an diavaez). Er yezh pemdez e c'heller ober "kelc'h" eus ar vevenn (an drolinenn), pe eus an holl figurenn : ar vevenn hag an diabarzh. Hiziv an deiz e matematik e vez graet "kelc'h" eus ar vevenn (ar grommenn), tra ma vez graet "disk" eus an diabarzh (ar c'horreenn).

En ur spas n-ment e vez graet sferenn eus teskad ar poentoù a zo keitpell diouzh ur greizenn. Setu ez eus ur sferenn div-vent eus ar c'helc'h.

Termenadurioù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Kordenn a reer eus ar segmantoù a zo o daou benn war ar c'helc'h.
  • Gwareg-kelc'h' a reer eus al lodennoù eus ar c'helc'h bonnet gant daou boent.
  • Skin a reer eus ar segmantoù etre ar greizenn hag ur poent eus ar c'helc'h.
  • Diametr a reer eus ar c'herdin a dremen dre ar greizenn.
  • Tañjantenn a reer eus an eeunennoù a stok ouzh ar c'helc'h en ur poent hepken.
  • Kornad a reer eus al lodennoù eus an disk a zo etre daou skin.
  • Segmant kelc'hiek a reer eus al lodennoù eus an disk a zo etre ur gordenn hag ur wareg-kelc'h, dezho ar memes pennoù.


Linennoù stag ouzh ar c'helc'h


Kornad ha segmant kelc'hiek.
Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger kelc'h er
wikeriadur, ar geriadur frank.