Philipp Christoph von Königsmarck

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Philipp Christoph von Königsmarck
Sophie Dorothea von Braunschweig-Lüneburg

Philipp Christoph von Königsmarck (1665-1694) a oa kont ha brezelour alaman ha svedat, ha serc'h d'ar briñsez Sophia Dorothea von Celle, pried roue Bro-Saoz George Iañ, ur priñs alaman a ouenn.

E dud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa d'ar c'hont Kurt Christoph von Königsmarck (1634-1673) marvet e seziz Bonn, ha d'e bried Maria Christina von Wrangel (1628-1691), ha mab-bihan d'ar c'hont svedat Hans Christoff von Königsmarck.
Ur breur en doa, ha div c'hoar.

A-hend-all e oa niz d'ar c'hont Otto Wilhelm von Königsmarck, ha hantervreur d'ar brezelour svedat Carl Gustav Wrangel, kont Salmis.

E yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-vihanik e kare ar briñsez Sophie Dorothea von Braunschweig-Lüneburg, kontez Zelle. Dimezet e voe ar briñsez e miz Du 1682, ha hi 16 vloaz, d'he c'henderv Georg Ludwig von Braunschweig-Lüneburg, a voe dilenner Hannover goude marv e dad e 1698, hag a voe anvet da roue Bro-Saoz en 1714 evel George Iañ. Ur fall-dimeziñ e oa hennezh, hag ar paotr yaouank glac'haret a eas da soudard war varc'h gant arme an Impalaer santel enep an Durked.
Goude kemeret gant e arme kêr Buda digant an Durked, e tistroas Philipp Christoph d'ar gêr gant klod ha gloar an harozed, hag eñ da orgediñ ouzh ar gontez Clara Elisabeth von Platen (1648 - 1700), gwreg da varichal ar palez ha serc'h war un dro d'an dug kozh Ernst August (1629–1698) dilenner Hannover, bet eskob luterian ha deuet da vout lonker ha bambocher. El lez ne oa ken kaoz nemet eus ar serc'hed vezhus .
E-keit-se e skrive Sophie-Dorothea, gwalleürus evel ma oa, lizhiri entanet e-kuzh ouzh he fried, met ne oant ket e-kuzh d'an holl. Ar gontez von Platen avat a oa triwec'h vloaz koshoc'h egeti, ha gwarizi ruz en enni. Dont a reas a-benn da bellaat Philipp Christoph diouzh lez Hannover. Adarre ez eas Philipp Christoph d'an arme, hini dilenner Sachsen en dro-mañ, evel koronal, da vrezeliñ da Hungaria. Met distreiñ a reas hag adkavout a reas an div vaouez, ar gontez ha Sophie-Dorothea, bepred gwreg dilenner Hannover.
Siwazh dezhañ, nac'h a reas degemer kontez Platen en-dro en e wele dre veur a wech. Tabut ha kann a voe e palez an dilenner ha klask a reas ar priñs Georg Ludwig von Braunschweig-Lüneburg krougañ Sophie Dorothea. Ha hi da dec'hel da di he zud. Met degemeret gwall fall e voe e ti he zad, ha kaset e voe en-dro da-vetek he gwallgaser[1].

Philipp Christoph a c'houlennas 2000 kurunenn neuze digant tud Sophie Dorothea evit gellout skampañ kuit ganti da lez Wolfenbuttel, ha dimeziñ dezhi eno, diwallet gant he dimezell a enor, an Dimezell Knesebeck, ha c'hwec'h traban. Ul lizher a resevas digant an Dimezell Knesebeck, ha kavout a reas dezhañ eo ar respont a c'hortoze eus perzh he c'harantez. Un nozvezh a viz Gouhere 1694, ez eas etrezek ranndi Sophie-Dorothea. Hi an hini a voe souezhet pa lennas ar bilhedig na oa ket bet skrivet ganti ma komprenas e oa ur falslizher hag e oa bet aozet un antell evit o c'holl.
E-keit-se e oa aet ar gontez von Platen da zihuniñ an dug Ernst August a oa o kousket da zisplegañ dezhañ e oa Philipp Christoph von Königsmarck e ti e verc'h-kaer hag o-daou oc'h ober torfed euzhus an avoultrerien. Ha hi ha lakaat anezhañ da sinañ ur gondaonidigezh d'ar marv ha da reiñ urzh da bevar halabarder suis, a-douez gwarded ar priñs, da vont d'he heul. Lammat gant Philipp Christoph a reas ar warded, skeiñ taolioù sabrenn gantañ.[2] Ne voe ket gwelet korf Philipp Christoph von Königsmarck biken ken. Kaset e voe keloù gant e servijourien d'e c'hoar a oa e Saks. Trouz a reas Aurora, goulenn petra a oa degouezhet ha penaos. Kaoz a voe eus tennañ kannaded Sveden eus Hannover. Hervez ar vrud e vije bet taolet ar c'hont en ur forn tomm-gor. Tud all a gontas e vije bet kavet e relegoù dindan plañchod ur sal-emwalc'hiñ er c'hastell e 1727, hervez Horace Walpole.[3]


Kanaouenn-bobl[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Wer geht so spät zu Hofe,
Da alles längst im Schlaf?
Im Vorsaal wacht die Zofe –
Schon naht der schöne Graf.
Er sprach: »Eh ich nach Frankreich geh,
Muß ich sie noch umarmen,
Prinzessin Dorothee.«
Gräflein, du bist verraten,
Verraten ist dein Glück,
Die böse Gräfin Platen
Ersann ein Bubenstück.
Du schaltst sie eine Wetterfahn,
Sie tät dir gern viel Liebes,
Nun ist’s um dich getan.
Er ging zur ew’gen Ruhe
Mit vielen Schmerzen ein,
Doch ward in keine Truhe
Gebettet sein Gebein.
Ich weiß nicht, wo er modern mag,
Doch wird er einst erscheinen
Am Auferstehungstag.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. http://fr.wikisource.org/wiki/Sophie-Doroth%C3%A9e,_femme_de_George_Ier
  2. L'histoire pour tous : Février 1962; n°22 – En Hanovre au XVIII ème siècle – page 977.
  3. Revue des Deux Mondes, tome 11, 1845 - Philarète Chasles - Drame-journal de Sophie-Dorothée.


Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]