Mont d’an endalc’had

Clara Elisabeth von Platen

Eus Wikipedia
Clara Elisabet von Platen.

Clara Elisabeth von Platen (14 a viz Genver 1648 - 30 a viz Genver 1700 e Kastell Monplaisir, deuet da vezañ Von-Alten-Garten (Hannover) hiziv an deiz, a oa ur gontez alaman, serc'h da Ernst August (1629–1698), dug Braunschweig-Lüneburg, ha perzh a gemeras en afer Philipp Christoph von Königsmarck‎.


Merc'h henañ Georg Philipp von Meisenbug hag Anna Elisabeth von Meisenbug e oa. He zad a glaskas kavout kargoù uhel dezhi ha d'he c'hoar Catharina e lez Bro-C'hall, e kastell Versailhez, met ne deuas ket a-benn. Neuze e lakaas anezho e lez Ernst August, e Hannover, ha Clara a oa dimezell a enor gant an dugez Sophie von der Pfalz. Eno eo e sachas ar plac'h evezh an dug, ha serc'h e voe dezhañ daoust ma oa-eñ naontek vloaz koshoc'h egeti.

E 1673, da 25 bloaz, e timezas da Franz Ernst von Platen, met an dug an hini a voe tad he daou vugel. Er memes koulz e oa he c'hoar yaouankoc'h, Catharina von Busche hec'h anv, mestrez ar priñs Georg Ludwig, mab an dug, betek e zimeziñ gant ar briñsez Sophie Dorothea von Braunschweig-Lüneburg-Celle e 1682.

Levezon vras he doa war an dug, ha splann e voe da vare afer Königsmarck‎.

Afer Königsmarck

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur serc'heg all he doe ivez, war-dro 1688, Philipp Christoph von Königsmarck‎, a oa seitek vloaz yaouankoc'h egeti. Sophia Dorothea von Celle, merc'h-kaer an dug, a oa sot gantañ avat. Meur a wech e voe trouz er palez abalamour da se, ha darbet e voe d'ar priñs Georg Ludwig, mab an dug ha pried dogan, krougañ e wreg.

Pa voe dilezet ar gontez kozh gant ar brezelour yaouank ez eas ar vaouez warizius da flatrañ avoultriezh Sophie ha Philipp d'an dug, dezhañ d'o c'hastizañ. A voe graet en un doare skrijus.

Daou vugel he doe:

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Paul Gerhard Zeidler: Elisabeth von Platen, eine deutsche Pompadour. Roman 1921
  • Paul Morand: Sophie Dorothea von Celle. Die Geschichte eines Lebens und einer Liebe. Christian Wegner Verlag 1968, ISBN 3-9800226-0-9
  • Thea Leitner: Skandal bei Hof - Frauenschicksale an europäischen Königshöfen. Piper Verlag München 1997, ISBN 3-492-22009-6
  • Elisabeth E. Kwan / Anna Eunike Röhrig: Vergessene Frauen der Welfen. Göttingen : MatrixMedia Verl. 2008, ISBN 978-3-932313-30-1
  • Elisabeth E. Kwan / Anna Eunike Röhrig: Frauen vom Hof der Welfen. 20 Biografien. Göttingen : MatrixMedia Verl. 2006, ISBN 3-932313-17-8