Aurora von Königsmarck

Eus Wikipedia
Marie Aurora von Königsmarck
Kastell Agathenburg, lec'h he bugaleaj
Ar priñs Friedrich August Iañ von Sachsen (1670-1733), Dilenner Sachsen ha roue Pologn

Aurora von Königsmarck pe Marie Aurora von Königsmarck (1662 - 1728) a oa ur gontez alaman ha svedat, brudet he spered hag he c'hened. Serc'h e oa da Friedrich August Iañ von Sachsen (1670-1733), anavezet ivez evel August der Starke (an hini kreñv), roue Pologn.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bugaleaj[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa e Stade, e dugelezh Bremen, war lez ar stêr Elbe. Merc'h e oa d'ar c'hont Kurt Christoph von Königsmarck (1634-1673) marvet e seziz Bonn, ha da Maria Christina von Wrangel (1628-1691), ha merc'h-vihan da Hans Christoph von Königsmarck (1600-1663). An eil bugel hag ar verc'h kentañ e oa. Daou vreur he doa: Philipp Christoph von Königsmarck ha Karl Johann von Königsmarck, hag ur c'hoar, Amalia Wilhelmina. Ouzhpenn-se e oa hanterc'hoar d'ar brezelour svedat Carl Gustav Wrangel, kont Salmis.

Yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

He yaouankiz a dremenas e kastell Agathenburg. Pa varvas o zad e 1673 eo o mamm a gemeras ar stur en tiegezh. Adalek 1677 e veajas da weladenniñ douaroù an tiegezh en Alamagn ha Sveden.
E Sveden edo gant he c'hoar Amalia e-touez an dud brudet a gemeras perzh e c'hoariva al lez, paeroniet gant ar rouanez Ulrika Eleonora av Danmark. E 1684 e c'hoarias Aurora e-barzh Iphigénie, pezh ar Gall Jean Racine, c'hoariet gant maouezed hepken; hi an hini a oa Agamemnon. Kentañ gwech e oa, diouzh a ouzer, da c'hoari ur pezh gant maouezed hepken er vro. Daremprediñ a rae saloñs ar varzhez Sophia Elisabet Brenner.

Serc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1691, pa varvas he mamm, e kuitaas Sveden, ha gant he c'hoar e tremenas meur a vloaz e Hamburg ma voe brudet he c'hened hag he donezonoù. E 1694 ez eas da Dresden, da glask roud eus he breur Philip Christoph von Königsmarck, nijet kuit eus Hanover ne ouie den penaos. Goulenn a reas skoazell digant an Dilenner Frederick Augustus Iañ da gavout Philip, ha ma vije marvet, skoazell da ziluziañ an aferioù susit. Ur pennadig goude e oa deuet da vout serc'h ofisiel an Dilenner. E miz Here 1696, e kêr Goslar, e c'hanas Aurora he mab Maurice, a zeuas da vout ur jeneral brudet.
Buan avat ez eas skuizh August gant Aurora, ha hi a glaskas bezañ anvet da abadez Abati Quedlinburg, a oa perc'hennet gant an Impalaeriezh santel, pezh a dalveze kement ha bezañ anavezet da briñsez, ha kaout en-dro douaroù kollet he ziegezh e Sveden. Ober a reas ivez war-dro desevel he bugale, a oa ivez bugale d'ar roue.
He mignonez Maria Aurora von Spiegel, bet sklavez e Turkia ha plac'h a gambr gant Aurora von Königsmarck, a gemeras he lec'h e gwele ar roue.


Goude[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Genver 1698 e voe anvet da abadez -kenrenerez, hag e 1700 da briolez, pe provostez (?) an abati, met o chom e oa e Berlin, pa ne veze ket e Dresden pe Hamburg. E 1702 e voe kaset a-berzh August da gannadez da Charlez XII, roue Sveden, d'e gamp goañv a oa betstaliet e Courland, met tro wenn a reas.
Mervel a reas e 1728, da 65 bloaz, e Quedlinburg.

En em dennañ a reas-hi neuze da abati Quedlinburg, ma voe priolez, ha dre-se priñsez eus an Impalaeriezh Santel, hag ober a reas war-dro he bugale.

Bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou vugel bastard he doe:

He deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aurora a oa desket bras, komz a rae meur a yezh, soniñ a rae lud ha viola da gamba. Skrivañ a rae, hag un toullad oberennoù he deus savet, ur ganaouenn, ur ganadenn. Ar barzh svedek Carl Snoilsky a ra anv anezhi en ur varzhoneg hir eus e zastumad Svenska bilder.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Margareta Beckman, Aurora von Königsmarck, svenska bland fältherrar i stormaktstidens Europa, Stockholm 1998
  • Voltaire, Histoire de Charles XII, Oeuvres completes, Tome XXII, Paris 1821. 89-90 pp.