Aogust II
Frederig Aogust Iañ, pe Aogust II (August der Starke en alamaneg) (1670 –1733), a oa Dilenner Sachsen, roue Pologn, ha Dug-Meur Lituania en XVIIIvet kantved.
Ken kreñv e oa ma oa bet lesanvet der Starke, ha Dorn Houarn. Plijout a rae dezhañ terriñ hern kezeg gant e zaouarn.
E Sachsen e voe gwarezour an arzoù ha dindanañ e vleunias kêr Dresden, ma terede an arzourien d'e lez.
E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mab e oa da Zilenner Sachsen ha d'e bried Anna Sophie af Danmark .
Dimeziñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dimezet e oa da Christiane Eberhardine von Brandenburg-Bayreuth. Ur mab o doe, Aogust III, a renas war-lerc'h e dad.
Serc'hed ha besterd[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Protestantez e oa chomet e wreg Christiane, ha ne fellas ketdezhi mont d'e heul da Bologn, gwell ganti .Schloss Pretzsch war lez an Elbe, ma varvas. E-keit-se ne gave ket Aogust hir e amzer hepti, ha serc'hed e-leiz en doe.
- 1694-1696 ar gontez Aurora von Königsmarck.
- 1696-1699 ar gontez Anna Aloysia Maximiliane von Lamberg.
- 1698-1704 Ursula Katharina von Altenbockum, a voe anvet da Briñsez Teschen.
- 1701-1706 Fatima, un Durkez anavezet ivez evel Maria Aurora von Spiegel.
- 1704-1713 Anna Constantia von Brockdorff, anvet da Gontez von Cosel.
- 1706-1707 Henriette Rénard.
- 1708 Angélique Duparc, dañserez c'hall hag aktorez
- 1713-1719 Maria Magdalena Bielinski, kontez Dönhoff dre he dimeziñ kentañ, priñsez Lubomirska dre e eil dimeziñ .
- 1720-1721 Erdmuthe Sophie von Dieskau, hogen von Loß dre zimeziñ
- 1721-1722 ar varonez Christine von Osterhausen, Stanislawski dre zimeziñ.
- ?-? Friederike, ur vorianez.
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Hervez skridoù kempred, ha Wilhelmine von Bayreuth zoken, en dije bet Aogust kement ha 365 pe 382 bugel.
- Frederick Augustus (b. 27 August 1712 - d. 15 October 1770), Kont Cosel; dimezet e 1749 d'ar Gontez Friederike Christiane von Holtzendorff. Pevar bugel o doe. The two sons, Gustav Ernst and Segismund, died unmarried. One of the two daughters, Constantia Alexandrina, married Johann Heinrich, Lehnsgraf Knuth. Eben, anvet Charlotte, first married Count Rudolf of Bünau and then married Charles de Riviere.
—Gant Henriette Rénard:
- Anna Karolina (1707 - 1769), Kontez Orzelska; dimezet e 1730 da Karl Ludwig Frederick von Schleswig-Holstein-Sonderburg-Beck. Dizimezet e 1733.