Henriette Rénard

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Henriette Rénard

Henriette Rénard (ganet war-dro 1685 - marvet goude 1724), a oa ur C'hallez serc'h da Aogust ar C'hreñv, roue Pologn ha dilenner Sachsen.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h e oa da André Rénard, marc'hadour gwin eus Lyon. N'ouzer ket piv e oa he mamm, marteze ur c'hoar da Henri Duval, abalamour ma veze graet Henriette Rénard-Duval anezhi. Daou vreur he doa: Jean Baptiste ha Bénédicte.

E 1706 e oa en gavet gant August e Warsaw, en ur friko aozet gant he zad. Hervez an istorourien ne ouie ket piv e oa he serc'heg da gentañ.
E miz Du 1707 e c'hanas ur verc'h, Anna Karolina. prestik goude e timezas Henriette da François Drian. Pa varvas he fried ec'h addimezas da Claude Henri Morel.

He merc'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad 16 vloaz e vevas Anna Karolina gant Henriette hep anaoudegezh na skoazell ebet digant he zad. E 1723 en em gavas gant he zad, hag anavezet e voe gant Aogust e Gwengolo 1724, ma voe anvet da Gontez Orzelska. Ha Henriette, a greder, ne welas ket he merc'h goude ken. Ha n'ouzer ket petra e teuas da vezañ war-lerc'h.