Anna Aloysia Maximiliane von Lamberg
Anna Aloysia Maximiliane Louise von Lamberg, pe Anna Aloysia Esterle (? - 1738) a oa ur gontez aostrian a voe serc'h d'ar roue Aogust II, roue Pologn, ha da Aleksander Benedykt Sobieski a bep eil. Anavezet eo en istor evel Kontez Esterle.
Merc'h e oa Maximiliane d'ar c'hont aostrian Kaspar Friedrich von Lamberg-Kunstadt ha d'e gentañ pried Marie Františka Terezie Hýzrlová z Chodů[1], un itron tchek[2] En 1695 e timezas d'ar c'hont Franz Michael Hiserle (Esterle) von Chodau (Hýzrle z Chodů e techekeg, Hýzrlové z Chodů e poloneg). Dont a reas da vout serc'h Aogust II pe e 1696, ha da chom gantañ betek 1699, pe 1704 (hervez oberourez al levr Sex with Kings[3]). He fried kentañ a zizimezas diganti e 1697, hag e 1698 ec'h addimezas Anna Aloysia da Gustav Hanibal von Oppersdorff (Oppersdorf). D'an 1 a viz Du 1698 e c'hanas ur mab, graf von Oppersdorf, hag Aogust II an hini e oa e dad, a greder.[4]. Prestik goude e c'hanedigezh e varvas ar bugel. Echuiñ a reas he darempred gant ar roue pa glevas Aogust e veze Maximiliane o taremprediñ gwazed all eus al lez: reiñ a reas 24 eur dezhi da guitaat ar vro.[3]
Diwezhatoc'h, e Wrocław, e teuas da vout serc'h Aleksander Benedykt Sobieski, a oa bet kevezer Aogust e dilennadeg 1697 da vout roue Pologn.
Mervel a reas d'an 28 a viz Mezheven 1738 en Wrocław. He fried, ar c'hont Graf von Oppersdorff (Oppersdorf) a varvas d'an 29 a viz Kerzu 1744 en Kostelec nad Orlicí.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ cs:Hýzrlové z Chodů
- ↑ [1]
- ↑ 3,0 ha3,1 Herman, Eleanor, Sex with Kings, New York: HarperCollins, 2004. ISBN 0-06-058543-9
- ↑ [2]