Mont d’an endalc’had

Christiane Eberhardine von Brandenburg-Bayreuth

Eus Wikipedia
Eberhardine von Brandenburg-Bayreuth

Christiane Eberhardine von Brandenburg-Bayreuth (Bayreuth 16711727 Pretzsch) a voe Dilennerez Sachsen adal 1694 betek he marv e 1727 ha Rouanez Kenunaniezh Pologn–Lituania adal 1697 betek 1727 evel pried ar roue Aogust II. Biskoas ne lakaas he zroad e Pologn avat. Protestantez e oa ha nac'h a reas mont da gatoligez evel he fried, ken ne voe ket kurunennet rouanez. Chom a reas da vevañ e Saks.

Markgravez alaman e oa, ha lesanvet e oa Sachsens Betsäule, Peul Pedenn Daks, gant he c'henvroiz protestant, abalamour d'he fealded d'ar brotestantiezh ha d'hec'h emzalc'h ouzh ar gatoligiezh. Daoust dezhi avat, ha d'he mamm-gaer Anna Sophie Danmark, stag ouzh al luterianegezh, e oa troet he gwaz haghe mab Aogust III, ouzh ar relijion gatolik.

Ur mab he doe, Aogust III, a renas war-lerc'h e dad.