Mont d’an endalc’had

Merapi

Eus Wikipedia
Merapi
Merapi
Anv er vro Gunung Merapi
Douaroniezh
Uhelder 2 910 metr
Ledred 7° 32' S
Hedred 110° 26.0' E
Melestradurezh
Bro Banniel Indonezia Indonezia
Rannvro Java
Isrann Jawa Tengah, Daérah Istiméwa Yogyakarta
Geologiezh
Oad 400 000 bloaz
Seurt Menez-tan gweleadek
Oberiantiz Oberiant
Arsellva Volcanological Survey of Indonesia


Menez Merapi eo birvidikañ menez-tan Indonezia hag unan eus ar re virvidikañ er bed a-bezh. Talvezout a ra e anv kement ha "menez-tan" just a-walc'h. Lec’hiet eo ar strato-menez-tan pe menez-tan-kemmesk-mañ, doare tarzhus anezhañ, e-kreiz enez Java. Tro en deus bet da zislonkañ lava pe maen-teuz hag aezhennoù tomm 68 gwech abaoe 1548.

2.911 m eo e uhelder. 25 km alese emañ kêr Yogyakarta a vev enni 800.000 a dud. Kêriadennoù a zo ivez a-grap outañ, darn anezhe betek 1.700 m uhelder. En holl ez eus 1,3 milion a dud o vevañ en e gichen ha kemend-all en arvar.

Bez' emañ ar menez-tan-se war ar pezh a zo anvet ar "Gourizad-tan", e-lec’h ma kej plakenn India-Aostralia gant plakenn Eurazia.

Dañjerus eo dre ma'z eo gludennek ar maen-teuz a zeu er-maez anezhañ hag a gerzh buan-kenañ a-hed tor ar menez. Abalamour da se e vez tapet re verr tud an trowardroioù. N'hallont ket tec'hout kuit fonnus a-walc'h dirak ar beradennoù lava.

Un dra all a zo chalus-kenañ gant ar menez-tan-mañ eo ar gwiskadoù ludu bet rechetet gant ar menez-tan war e dor. Pa vez glaveier pe barradoù glav puilh, betek 50 milimetrad dour bep eur a-wechoù, e teu ar gwiskadoù-se da vezañ fank, hag e c'hellont diwar neuze en em lakaat da zeverañ diwar ar menez. Ar beradennoù ludu-se eo a vez anvet lahar pe mudflow, hag a c'hell diskenn gant herr ha skubañ kement savadur, ti pe graou, a gavont war o hent. Betek 50 kilometrad bep eur e c'hell an deveradennoù-se tizhout. Gellout a reer gouzout pegoulz e vo "laharoù" a-drugarez da labour spis ar seismologourien, rak gwelet e vez neuze ur grommenn frekañsoù uhel war ar seismogrammoù, ha kement-mañ a zo merk an deveradennoù lahar.

Abalamour d'e zañjerusted eo Menez Merapi unan eus ar menezioù-tan gwellañ evezhiet dre ar bed. Hag e-kreiz miz Ebrel 2006 ez eus bet merzet e-mod-se e oa stankoc'h an oberiantiz krendouarel ennañ. Abaoe e seblant bezañ birvidikoc'h-birvidikañ ar menez-tan : pignet eo ar mein-teuz ennañ, distummet eo e c'henou, moged ha ludu a zeu er-maez eus ar siminal, ha meur a goabrenn-loskus ivez… Evezherezh dre vinviji a vez graet ouzh tor ar menez abaoe 1924, d'an nebeutañ evit ar pezh a sell ouzh ar krenoù-douar, darn eus al lochoù evezherezh a zo eno c'hoazh abaoe ar penn-kentañ. 8 seismograf a vez o labourat noz-deiz a-benn kelaouiñ ar volkanologour-ien pa vez an disterañ krenadenn. Dre-se e c'hellont lavaret pelec'h ez-resis emañ ar menez-tan o labourat. Evel-se ez eur deuet a-benn da c'houzout ez eus ul lec'h sioul tost da vat 1.5 km dindan lein ar menez. Eno e vez lavaret ganto emañ ar poull magma (pe mirlec'h magma) a voueta dislonkadennoù ar menez-tan. Muzuliet e vez tintadur torioù ar menez, ar pezh a ro da c'houzout pegoulz e vezont goeñvet, rak goeñviñ a reont pa vez al lava tomm o pignat e kan-diskarg ar menez.


Un nebeud dislonkadennoù marvus

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • E 1672 : ur veradennad maen-teuz pe lava a lazh un 3.000 den bennaket.
  • E 1930-31 : 1.400 den lazhet.
  • E 1954 : 54 lazhet.
  • E 1976 : 28 den marvet ha 1.176 kollet o lojeiz ganto.
  • D'an 22 a viz Du 1994 : 63 den lazhet hag en-dro da 500 gloazet, abalamour da dammoù reier ruz-tan diskroget eus ar menez ha ruilhet e-mesk an dud.


Heñvelstumm

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Arabat droukveskañ ar menez-tan-mañ gant unan all heñvel e anv, pe skrivet a-wezhioù Marapi, a gaver ivez en Indonezia. War enez Sumatra emañ hennezh all.

Kartenn an holl venezioù-tan bev en Indonezia