A lingua das bolboretas
Aller à la navigation
Aller à la recherche
A lingua das bolboretas zo un danevell c'halizek brudet, gant Manuel Rivas, en e zastumad ¿Que me queres, amor?. Deuet eo da vout Teod ar balafenned hervez troidigezh vrezhonek Mark Kerrain.
Ul levrig gant Mark Kerrain eo ivez hag a oa bet embannet e miz Gouere 2009 gant An Alarc'h Embannadurioù. Ennañ e kaver pemp danevell, an holl anezhe bet savet gant Manuel Rivas :
- Kentañ karantez (tennet eus an dastumad Un millón de vacas (1989)),
- Bered La Habana,
- Teod ar balafenned,
- O'Mero (tennet eus an dastumad Ela, maldita alma (1999)),
- Peroked ar Güaira (tennet eus an dastumad Ela, maldita alma (1999)).
An istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E 1936 en ur gêriadenn eus Galiza, a-raok deroù Brezel Spagn, istor ur skoliadig, mab ar c'hemener, hag e vestr-skol.
Film[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur film spagnolek La lengua de las mariposas, zo bet graet diwar an danevell, e 1999, gant José Luis Cuerda.