Victoire
Neuz
Victoire zo un anv-badez gallek, roet d'ar merc'hed.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet eo diwar c'hallekaat an anv latin Victoria a oa anv an doueez roman Victoria. Roet eo bet da briñsezed c'hall adalek ar XVIvet kantved: reizh e oa reiñ un anv doueez d'ur briñsez roueel. Diwar ar skouer uhel-se eo tremenet an anv e-touez ar bobl. Diouzh ar c'hiz eo bet da vare ar brezel-bed kentañ.
Yezhoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Dauphine Victoire, lesanv roet da Maria Anna Victoria Bavaria (1660-1690), dimezet da Loeiz Bro-C'hall (1661-1711), a oa mab da Loeiz XIV ha Daofin Bro-C'hall;
- Victoire de France, anv meur a briñsez c'hall, ha dreist-holl
- Victoire de France (1733-1799), lesanvet Madame Victoire, merc'h d'ar roue gall Loeiz XV.
Tud ordinal zo ivez:
- Victoire de Donnissan de La Rochejaquelein, emsaverez eneprepublikan c'hall
- Julie-Victoire Daubié, kazetennerez c'hall
- Victoire Tomegah Dogbé, kentañ ministrez republik Togo
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Victoire, un danevell gant Maupassant.