Julie-Victoire Daubié
Neuz
Julie-Victoire Daubié
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv-bihan | Julie-Victoire |
Anv-familh | Daubié |
Deiziad ganedigezh | 26 Meu 1824 |
Lec'h ganedigezh | Bains-les-Bains |
Deiziad ar marv | 26 Eos 1874 |
Lec'h ar marv | Fontenoy-le-Château |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | torzhellegezh |
Lec'h douaridigezh | Fontenoy-le-Château |
Yezh vamm | galleg |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Yezh implijet dre skrid | galleg |
Micher | women's rights activist, ekonomour, columnist, conferencier |
Bet war ar studi e | Muséum national d'histoire naturelle, Q106857476 |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Julie-Victoire Daubié (raloc'h Victoire Daubié, pe Julie Daubié dre fazi), ganet d'ar 26 a viz Meurzh 1824 e Bains-les-Bains (Vosges) hag aet d'an Anaon d'ar 26 a viz Eost 1874 d'an oad a 50 vloaz e Fontenoy-le-Château, a oa ur gazetennerez c'hall.
Ar vaouez kentañ eo, e Bro-C'hall, he defe lakaet hec'h anv da dremen ar vachelouriezh, e Lyon e 1861. An hini gentañ eo ivez a dapas an diplom, d'ar 17 a viz Eost 1861. Ar c'hentañ maouez e voe ivez o tizhout an aotreegezh d'an 28 a viz Here 1871, pa oa berzet ar c'hentelioù d'ar maouezed c'hoazh.