Mont d’an endalc’had

Christophe Arleston

Eus Wikipedia
Christophe Arleston
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denChristophe Arleston Kemmañ
Anv ganedigezhChristophe Pelinq Kemmañ
Anv-bihanChristophe Kemmañ
Anv-familhArleston Kemmañ
LesanvChristophe Arleston, Scotch Arleston, Arleston, Marc Hadrien Kemmañ
Deiziad ganedigezh14 Eos 1963 Kemmañ
Lec'h ganedigezhAis de Provença Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Yezh implijet dre skridgalleg Kemmañ
Micherkazetenner, comics writer, skrivagner Kemmañ
ImplijerSpirou Kemmañ
Bet war ar studi eÉcole de Journalisme et de Communication de Marseille Kemmañ
Prizioù resevetQ136512326 Kemmañ
Dileuriad ar gwirioù a aozerreproduction right not represented by CISAC member Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ
Christophe Arleston

Christophe Arleston hag a lakae ober Scotch Arleston dioutañ en penn-kentañ e esped, hag-eñ eo Christophe Pelinq e wir anv, zo bet ganet en Aix-en-Provence (Bouches-du-Rhône, Frañs) d’ar 14vet a viz Eost 1963. Ur senarioour bannoù-treset an hini eo.

E Madagaskar eo bet Christophe Arleston o vevañ e vugaleaj a-raok dont war e giz da Frañs. Skol ar c’hazetennerezh en Marselha en deus heuliet, ha kroget da redek e reuz o skrivañ pennadoù evit un heuliad er radioioù.

Berzh en doa graet evit ar wezh kentañ gant e heuliad kentañ Les Maîtres cartographes deuet er-maez e 1992 en ti-embann Soleil. E 1994 e teu er-maez levr kentañ e heuliad brudetañ Lanfeust de Troy. Unan deus berzhioù brasañ e bed ar bannoù-treset eo.

E 1997 e ro Arleston lañs da Trolls de Troy, un heuliad savet diwar Lanfeust. Priz ar gwellañ senario a resevo e 1998 e Chambéry evit eil levrenn an heuliad-mañ. E miz Eost 1997 e krouas Gottferdom Studio asambles gant Didier Tarquin, Dominique Latil ha Philippe Pellet.

E 1998 e kemeras perzh e krouidigezh ar gazetenn Lanfeust Mag a zeuas da vezañ he fennskrivagner. Tammoù deus bannoù-treset a bep seurt embannet gant Soleil a vez kavet enni.