Skrabell
Skrabell | |
---|---|
![]() | |
![]() | |
Anv orin | Scrabble® |
Doare | C'hoari lizherennoù Gerioù-kroaz |
Tud | Betek 4 |
Diazez | Lexiko® (1931-1938) |
Krouer | Alfred Mosher Butts |
Embannerien | HasbroTM (SUA ha Kanada) MattelTM (broioù all) |
Resped | 1938 – bremañ |
Broioù | 121 |
Yezhoù | 36 |
| |
![]() Scrabble® gresianek evit ar vugale |
Ur c'hoari lizherennoù eo ar skrabell, anv brezhonekaet ar Scrabble® saoznek ; kement ha "skrabañ an douar da gavout un dra bennak" e talvez an anv orin. Klask a ra an dud gounit ar muiañ a boentoù ma c'hallont dre sevel gerioù gant jedoueroù pep a lizherenn warno, war ur gael garrezek.
Ur pouez e poentoù zo da bep lizherenn e lizherenneg ar yezh ma 'z eo bet embannet ar c'hoari ; seul raloc'h al lizherenn-mañ-lizherenn er yezh, seul vrasoc'h he fouez : e galleg, E = 1 poent ha K = 10 poent met e saozneg e talv K kement ha 5 poent hepken peogwir ez eo paotoc'h. Merket eo talvoudegezh al lizherenn war bep jedouer ; 2 pe 3 jedouer gwenn zo : n'eus lizherenn ebet warno, talvezout a reont ur wezh da forzh pe lizherenn met ne zegasont poent ebet.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ijinet eo bet ar c'hoari gant an tisavour stadunanat Alfred Mosher Butts (1899-1993) e New York e 1931, d'ar mare m'en doa kollet e labour abalamour d'an Enkadenn Veur ; anvet e voe Lexiko gantañ da gentañ, ha Criss-Cross Words diwezhatoc'h abalamour ma oa Lexicon anv ur c'hoari lizherennoù a oa dija war ar marc'had. Sevel un nebeud c'hoarioù a reas e-unan met ne zeuas ket a-benn da werzhañ ar meizad da unan eus embregerezhioù c'hoarioù pennañ ar mare. Erziwezh, e 1948, un embreger anvet James Brunot a brenas gwirioù Criss-Cross Words, a adanvas Scrabble kent e vreouañ hag e lakaat er c'henwerzh ; Alfred Mosher Butts a reseve un dregantad eus priz pep c'hoari gwerzhet. Daoust ma lezas ar pep brasañ eus ar c'hoari digemm (niver ar jedoueroù evit pep lizherenn peurgetket), J. Brunot a adstummas un tamm ar c'harrezennoù arbennik war ar gael, hag eeunaat a reas ar reolennoù.
E 1949, J. Brunot a grogas da genderc'hañ c'hoarioù Scrabble e Dodgingtown (Connecticut), hogen koll a voe war an 2 400 boestad a voe fardet er bloaz-se.
Berzh a eure Scrabble adalek 1952, pa voe c'hoariet gant prezidant ar stalioù bras Macy's e New York : plijet-bras e oa bet gant ar c'hoari, ha fuloret peogwir ne oa ket e gwerzh en e stalioù. Dont a reas Scrabble da vezañ ar c'hoari diouzh ar c'hiz ; dizale ne voe mui J. Brunot evit kenderc'hañ trawalc'h a voestadoù ken, setu ma roas un aotre korvoiñ da Selchow & Righter, un embregezh hag a brenas Brunot e 1972. E 1986 e voe prenet Selchow & Righter gant Coleco Industries, a reas freuz-stal e 1989. Rannet voe neuze gwirioù ar merk etre HasbroTM ha MattelTM.
Er bloavezhioù 1960 e teuas ar c'hoari da vezañ diouzh ar c'hiz e Bro-C'hall.
HasbroTM eo perc'henn ar gwirioù evit SUA ha Kanada, ha MattelTM evit an holl vroioù all bremañ.
E 121 vro hag e 36 yezh e vez gwerzhet Scrabble hiziv an deiz. C'hoarioù e lizherennegoù nann-latin zo :en arabeg, e gresianeg, e ruseg hag e sinaeg.
Dafar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 tablez-c'hoari : ur gael eo, 15 x 15 karrez enni (225 en holl). Lod karrezennoù a lieskement ar poentoù dre 2 pe 3 : lizherenn x2 pe x3, ger a-bezh x2 pe x3 ; lizherennoù lieskementet a c'hall bout en ur ger lieskementet.
- Ur c'hant jedouer bennak (diouzh ar yezh) : pep jedouer zo karrez, warnañ ul lizherenn hag he zalvoudegezh.
- 4 skor, unan dre zen, da lakaat lizherennoù warnañ.
- 1 sac'h divoull.
Mont en-dro
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]A-raok kregiñ gant ar c'hrogad e tibaber ur geriadur da zave : unan hollek e yezh ar c'hoari, pe ul listennad gerioù aotreet hag embannet gant Scrabble. Sevel gerioù ha dastum poentoù drezo eo pal ar c'hoari, ma c'hall 4 den d'ar muiañ kemer perzh en ur c'hrogad.
An holl jedoueroù zo lakaet er sac'h. Seizh (7) lizherenn a vez tennet eus ar sac'h gant pep den. A bep eil e vez c'hoariet. Da c'houzout piv a c'hoario da gentañ e vez tennet un 8vet lizherenn, a vo adlakaet er sac'h goude, ha d'an hini tostañ eus A eo da gregiñ — kement hag A e talvez ur jedouer goullo.
Pep den a laka e seizh lizherenn war e skor e-tal dezhañ, en disgwel d'an dud all, hag a glask sevel ar ger hirañ ma c'hall gant al lizherennoù-se.
An den kentañ o c'hoari a rank lakaat ur ger 2 lizherenn ennañ da nebeutañ da c'holeiñ ar steredenn a zo e-kreiz an tablez (karrezenn H8). An eil den a rank ober gant unan da vihanañ eus lizherennoù ar ger kentañ evit sevel ur ger nevez, a-led pe a-serzh, ul lizherenn anezhañ da nebeutañ o vout stok ouzh ur jedouer a zo war an tablez, a-led pe a-serzh. Arabat eo lakaat gerioù a-veskell. Mard eus ur jedouer gwenn en e c'her e tle an den lavaret pe lizherenn eo ar gwenn-se, ha digemm e chomo al lizherenn-se a-hed ar c'hrogad. Goude endevout lakaet e jedouerioù war an tablez ec'h embann an den an niver a boentoù en deus merket, kent tennañ diouzh ar sac'h un niver a jedoueroù par d'an niver emañ o paouez lakaat war an tablez, evit ma vefe 7 lizherenn war e skor a-nevez. Mar ne chom ket trawalc'h a jedoueroù er sac'h e kemer an holl re a chom.
Pa vez e dro e c'hall an den dibab un ober a-douez an tri a zo listennet amañ da-heul.
- Tremen hep c'hoari ; ne zastum poent ebet neuze.
- Adlakaat unan pe vuioc'h eus e lizherennoù er sac'h ha kemer an hevelep niver a jedoueroù ; ne zastum poent ebet c'hoazh.
- Lakaat 1 lizherenn da nebeutañ war an tablez, da groaziañ gant ur ger a zo dija war an tablez pe d'e astenn en un doare reizh ; da skouer, mard emañ ar ger kouez war an tablez e c'heller e astenn gant dis er penn pe añ el lost. Da neuze e tastum an den poentoù ar ger er deus kemmet ha poentoù al lizherennoù en deus degaset ; mar kroaz e c'her gant unan a zo war an tablez e kont ar poentoù degaset ha poentoù lizherenn ar c'hroashent
A-raok ma vefe kemeret jedoueroù nevez, pep den all a c'hall sevel enep ar ger a zo o paouez bout lakaet war an tablez ; neuze e klasker ar ger-se en dave evit e zegemer pe get. Mard eo nac'het ar ger, an den a denn e lizherennoù a-ziwar an tablez, ne zastum poent ebet ; mard eo degemeret ar ger, an den o oa savet en e enep a rank tremen hep c'hoari d'e dro.
Echuet e vez ar c'hrogad pa ne chom mui lizherenn ebet gant un den, ha ne chom jedouer ebet er sac'h. Echuet e vez ivez pa 'z eus bet 6 tro hep poent merket : gwitibunan neuze e tiviz an dud paouez da c'hoari.
Poentoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- War pep jedouer ez eo merket pouez al lizherenn ; n'eus merk ebet war ar jedoueroù gwenn, a dalvez 0 poent. Pep ger nevez zo kevatal e dalvoudegezh da sammad poentoù e lizherennoù ; mar bez ar ger war ur garrezenn daougement pe dric'hement (lizherenn pe c'her) pe war meur a hini e konter ivez al lieskementadoù ; daougementet e vez talvoudegezh ar ger a zo war ar steredenn.
- Ne lieskementer nemet al lizherennoù hag ar gerioù nevez. Ne lieskementer ket an astennoù da c'herioù a zo bet lieskementet dija war an tablez. Mar kroazier pe mard astenner ur ger dre lakaat lizherennoù war ur garrezenn a lieskement ar ger e konter ivez al lizherennoù a oa dija war an tablez.
- Mar lakaer ur ger nevez war garrezennoù lieskementiñ lizherennoù ha gerioù e konter al lizherennoù a-raok ar ger.
- Mar lakaer ur ger war div garrezenn lieskementiñ ar ger dre 2 e vez pevarc'hementet ar ger-se (eleze 2 x 2) ; ur ger war div garrezenn lieskementiñ ar ger dre 3 a vez lieskementet dre 9 (eleze 3 x 3).
- Pa zeu un den a-benn da lakaat e 7 lizherenn en un taol war an tablez e c'hounez 50 poent ouzhpenn da bouez e c'hoariadenn.
Kenstrivadegoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Degadoù a viliadoù a gleuboù ha kenstrivadegoù Scrabble zo e meur a yezh er bed a-bezh. Disheñvel e vez ar reolennoù eno diouzh ar re a heulier pa c'hoarier etre kerent ha mignoned : da skouer, bevennet e vez pad ur c'hrogad ha muzuliet e vez amzer c'hoari pep den[1] ; alies ne vez nemet daou zen o c'hoari, pe daou skipailh.

Meur a zoare zo da c'hoari er c'henstrivadegoù.
- Klasel hiniennel : un den a c'hoari enep 1, 2 pe 3 den all hervez reolennoù boas ar Scrabble (1 sac'had lizherennoù hepken, 1 tablez hepken).
- Klasel daou-ha-daou: daou skipailh daou zen a c'hoari, e-lec'h daou zen tal-ouzh-tal.
- A-eiladoù (duplicate e saozneg[2]) : da bep den pe pep skipailh e roer an hevelep lizherennoù. Klask a ra an dud sevel ar ger a dalvez ar muiañ a boentoù kent e skrivañ hag e reiñ d'un tredeog. Hennezh a laka ar ger pounnerañ war an tablez. Evel-se e vez dilamet al lodenn a chañs er c'hoari, pa rank an holl berzhidi diluziañ an hevelep kudenn.
- Blitz ("luc'hedenn" en alamaneg) : pevar c'hrogad a vez c'hoariet, ha pep den a rank c'hoari a-barzh ur vunutenn.
Kenstrivadegoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Buan ez eus bet savet kleuboù Scrabble er bed a-bezh, ha d'o heul kevredadoù broadel ha reoù etrebroadel ; kenstrivadegoù zo bet aozet, ha renkadurioù c'hoarierien ha c'hoarierezed.
Termenet e vez yezh ar c'henstivadegoù, koulz broadel hag etrebroadel.
Kampionadoù ar bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pevar c'hampionad bedel a vez aozet en un doare reoliek : e galleg, e katalaneg, e saozneg hag e spagnoleg. Un nebeud tud a c'hall c'hoari e meur a yezh.
- Gallek : bep bloaz abaoe 1972. Tri zournamant klasel (hiniennel, daou-ha-daou, blitz) hag unan a-eiladoù.
- Katalanek : bep eil bloaz abaoe 2005, klasel.
- Saoznek : bep eil bloaz abaoe 1991, klasel.
- Spagnolek : bep bloaz abaoe 1997 ; un tournamant klasel hag unan a-eiladoù.
Kampionadoù broadel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Alamanek
- Alamagn (2) : Kampionad broadel, Zeit Scrabble Turniere.
- Gallek
Afrika (3) : Kampionad Afrika, Kampionad Senegal, Kampionad Tunizia.
- Belgia (2) : Kampionad broadel, Festival de Belgique.
- Bro-C'hall (4) : Kampionad broadel, Festival Aix-les-Bains, Festival Cannes, Festival Vichy.
- Québec (2) : Kampionad Québec, Festival Rimouski.
- Suis (2) : Kampionad broadel, Festival International de Scrabble en Suisse.
- Saoznek
- Afrika (3) : Panafrican Scrabble Championship, East Central and Southern Africa Open, Godswill Apkabio International Classic.
- Aostralia (1) : World Youth Scrabble Championships, evit an dud yaouankoc'h eget 18 vloaz.
- Emirelezhioù Arab Unanet (1) : Gulf Scrabble Championship.
- India (1) : IGATE International.
- Kanada (1) : Canadian National Scrabble Championship.
- Malaysia (1) : Astar Scrabble Challenge International.
- Malta (1) : Malta International Scrabble Open.
- Rouantelezh-Unanet (3) : British Masters Scrabble Championship, British National Scrabble Championship, UK Open.
- Singapour (2) : Singapore Open.
- SUA (2) : Scrabble Players Championship, Niagara Falls International Open.
- Thailand (1) : Brand's Crossword Game King's Cup.
- Spagnolek
- Arc'hantina (1) : Kampionad broadel.
- Cuba : Cuba International.
- Europa (1) : Campeonato Europeo de Scrabble en Español.
- Paraguay (1) : Torneo Austral de Scrabble.
- Perou (1) : Torneo Internacional Andino de Scrabble en Español.
- Spagn (1) : Kampionad broadel.
- Suamerika : Torneo NoCenCa.
E brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pennadoù diwar-benn ar skrabell a zo bet embannet en XXvet kantved er c'helaouennoù Bremañ hag Al Lanv (Daveoù a vank). Goude un taol esae e Lannuon e 2007 e voe aozet ur genstrivadeg vras gant Diwan e 2008, da geñver deiz-ha-bloaz 30 vloaz ar rouedad a skolioù divyezhek dre soubidigezh[3]. Ar c'hentañ kentstrivadeg skrabell bras e brezhoneg e oa. A-eiladoù e oa stumm c'hoari pep abadenn er genstrivadeg[3]. E 14 lec'h disheñvel e voe aozet e voe an droiad kentañ[4]
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (br) (fr) Breizh Kiss - 7 - La partie de scrabble / C'hoari skrabell @ YouTube. Kavet : 19 Ebr 25.
- (en) Lec'hienn Scrabble ofisiel. Kavet : 19 Ebr 25.
- (en) North American Scrabble Players Association (NASPA). Kavet : 19 Ebr 25.
- (en) Rekordoù @ NASPA). Kavet : 19 Ebr 25.
- (es) Federación Internacional de Léxico en Español. Kavet : 19 Ebr 25.
- (fr) Poellad Scrabble gallek digoust. Kavet : 19 Ebr 25.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Er c'henstrivadegoù echedoù e vez skarzhet un den pa zale dreist an amzer merket ; er Scrabble e koll 10 poent dre vunutenn dale peurliesañ.
- ↑ Bet ijinet gant an alvokad ha dramaour belgiat Hippolyte Wouters (*1934) e 1972.
- ↑ 3,0 ha3,1 (br) (fr) Kannadig Diwan niv. 185, miz Meurzh 2008, p. 4. Kavet : 19 Ebr 25.
- ↑ (fr) Ouest-France, 04/02/2008. Kavet : 19 Ebr 25.