Mont d’an endalc’had

Air

Eus Wikipedia
Air e-pad gouel Les Eurockéennes, d'an 30 viz Gouere 2007

Air a zo ul laz-seniñ gall savet e dibenn ar bloavezhioù 1990, ennañ Jean-Benoît Dunckel ha Nicolas Godin.

Renket e vez e rummad ar french touch (sonerezh elektronek gall), ha brudet eo er bed a-bezh, dreist-holl er Stadoù-Unanet hag e Japan. Sonerezh ar strollad a zo ennañ ur meskaj sonerezh ambient, elektronika, downtempo, sonerezh elektronek, sonerezh pop, rock psykedelek diazezet war heuliadoù kendonioù gitar (riff e saozneg), sonioù elektronek ha mouezhioù tremenet dre ur Vocoder. Air en deus kenlabouret gant Beck, Charlotte Gainsbourg, Jarvis Cocker, Étienne de Crécy, Alex Gopher, Neil Hannon ha Nigel Godrich. Meur a wech o deus aozet sonerezh filmoù Sofia Coppola.

Istor ar strollad

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Istor Air a grogas er bloavezhioù 1980 e lise Jules-Ferry Versailles, rak eno e studie Jean-Benoît Dunckel ha Nicolas Godin. Gant sikour Alex Gopher haXavier Jamaux, e savjont ur strollad anvet |Orange[1], ur strollad berr e vuhez ha na enrolals tamm ton ebet. Koulskoude eo deuet da vezañ ur seurt mojenn, abalamour d'an dud a oa ennañ.

Ur wech tapet e vachelouriezh e stagas Nicolas Godin gant studioù savouriezh, ha neuze e rankas dilezel ar sonerezh. E 1995, e-keit ma oa o labourat war bladenn gentañ Teri Moïse, e voe bountet da sevel tonioù gant ur mignon a-gozh, Marc Tessier du Cros e anv, hag a laboure evit Source (un ti-embann pladennoù stag ouzh Virgin music)[2]. Un ton diazezet war sonerezh nemetken hag anvet Modulor a savas gant ar pal enoriñ Le Corbusier. Kinnig a reas an ton dindan anv Air da Source. Embannet e voe war an dastumad anvet Source Lab ha berzh a-walc'h a reas (embannet e voe ivez gant an ti-embann breizhveuriat Mo'Wax). Jean-Benoît Dunckel hag a oa o studiañ ar matematik hag a gendalc'he da seniñ war un dro er strollad Le Dynamo, hag a sone piano e tavarnioù ar C'harter latin[2].

Goude Modulor e tivizas an daou zen labourat asambles. Un nebeud tonioù a savjont, hag embannet e voent dindan stumm pladennoù bihan (single). An tonioù-se azo bet bodet war an dastumad anvet Premiers symptômes (1997). D'ar mare-se e voent brudet ivez a-drugarez d'an tonioù a veskjont en-dro, evit arzourien evel Neneh Cherry, Depeche Mode pe c'hoazh Ollano.

Air a zo ur wreskanv a dalvez Amour, Imagination, Rêve[3].

Jean-Benoît Dunckel e-pad ur sonadeg (15 a viz Meurzh 2007)
Nicolas Godin e-pad ur sonadeg (15 a viz Meurzh 2007)

O fladenn gentañ, Moon Safari he zitl, a zeuas er-maez e 1998 ha berzh bras a reas kerkent hag embannet, dre ma disheñvel son ar strollad diouzh kement tra a veze embannet d'ar mare-se. An titl a ziskouez e felle d'ar strollad meskañ sonerezh elektronek an dazont ("Moon") ha sonioù dousoc'h, aozet gant binvioù hengouneloc'h ("Safari"). En rollet e voe e Saint-Nom-la-Bretèchehag e studio +XXX e-barzh studio Gang (Pariz). A-benn kas ar raktres e voe sikouret ar strolald gant Jean-Jacques Perrey hag ive zgant laz-seniñ Abbey Road. Pa ginnigas ar bladenn war al lereunn e voe sikouret Air gant sonerien Phoenix. E 1999 ez eas Sofia Coppola e darempred gant ar strollad peogwir e felld ezhzi implijout holl donioù Moon Safari evit he film hir kentañ anvet Virgin Suicides. An daou soner a ginnigas drezhi sevel tonioù a-ratozh evit ar film[1]. Enrollañ a rejont er memes studio hag a oa bet implijet evit Moon Safari, gant sikour an tabouliner Brian Reitzell, peogwir e oa bet goulennet gantañ kemer perzh en enrollañ gant Sofia Coppola. Degemeret mat e voe ar bladenn gant ar vurutellerien. Abaoe e kendalc'h ar strollad da sevel tonioù evit filmoù Sofia Coppola : Lost in Translation (ton anvet Alone In Kyoto) ha Marie-Antoinette (doare sonerezh-benveg an ton anvet Il Secondo Giorno, disoc'h o c'henlabour gant Alessandro Baricco).

E 2001 e teuas 10 000 Hz Legend er-maez. War ar bladenn-se e klever levezon ar sonerezh etrebroadel, ha levezon ar sonerezh-arnodiñ. Beck a genlabouras ganto war an ton anvet The Vagabond. Talkie Walkie zeuas er-maez e penn-kentañ 2004, hag ur bladenn sonerezh kentoc'h pop eo. E miz C'hwever 2005 voe lakaet ar strollad da chevalier dans l’Ordre des Arts et des Lettres [1]. Pocket Symphony a zeuas er-maez e miz Meurzh 2007. War ar bladenn-se e klever ez eo levezonet ar strollad gant Japan. Nicolas Godin en deus desket seniñ koto ha shamisen gant ur mestr japanat hag a vez o chom e Pariz hag a weler e video "Once Upon a Time". E 2003 e voe implijet City reading evit skeudenniñ testennoù ar skrivagner italian Alessandro Baricco. E 2005 e produjiont 5:55, pladenn Charlotte Gainsbourg .

Pladennaoueg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pladennoù bras

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bloavezh Albom Plas uhelañ en hit parade
1998 Moon Safari 21 6 - 56
2000 The Virgin Suicides 17 14 161 26
2001 10,000 Hz Legend 7 7 88 7
2004 Talkie Walkie 2 3 61 5
2007 Pocket Symphony 8 22 40 8

E 2008 eo deuet er-maez embannadenn kolektor Moon Safari, enni ar bladenn orin hag un eil hini, warni tonioù enrollet war al leurenn pe sonvesket en un doare disheñvel, hag un DVD (teulfilm) anvet "Sleeping, Eating, Waiting, Playing" hag aozet gant Mike Mills.

Sonerezh filmoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 2002 : Everybody Hertz (tonioù advesket)
  • 2003 : City Reading (Tre Storie Western) gant Alessandro Baricco
  • 2006 : 5:55 gant Charlotte Gainsbourg : sonerezh aozet gant Air war donioù zo

Pladenn solo

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 2006 : Darkel gant Jean-Benoît Dunckel
  • 2007 : Aérolite, pièce instrumentale pour Koto et synthétiseurs. (6-7 a viz Ebrel 2007, Kreizenn Pompidou - Pariz)

Pladennoù bihan ha pladennoù EP

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1995 : Modulor Mix
  • 1996 : Casanova 70
  • 1997 : Le soleil est près de moi
  • 997 : Premiers symptômes, pladenn EP enni an teir fladenn single (adembannet e 1999 gant Brakes On Mix ha Californie ouzhpennet)
  • 1998 : Sexy Boy
  • 1998 : Californie/La femme d'argent Single roet gant niverenn 134 ar gelaouenn Les Inrockuptibles
  • 1998 : Kelly Watch the Stars
  • 1998 : All I Need
  • 2000 : Playground Love
  • 2001 : Air concerts Single roet gant niverenn 296 Les Inrockuptibles
  • 2001 : Radio #1
  • 2001 : How Does It Make You Feel?
  • 2001 : People in the City
  • 2002 : Don't Be Light
  • 2004 : Cherry Blossom Girl
  • 2004 : Surfing on a Rocket
  • 2004 : Alpha Beta Gaga
  • 2007 : Once Upon a Time
  • 2007 : Mer du Japon
  • 1998 : Sexy Boy (seveniñ : Mike Mills)
  • 1998 : Kelly Watch The Stars (seveniñ : Mike Mills)
  • 1998 : All I Need (seveniñ : Mike Mills)
  • 1999 : Le Soleil est près de moi (seveniñ : Mike Mills)
  • 1999 : Eating Sleeping Waiting And Playing (DVD, Moon Safari Tour)
  • 2000 : The Virgin Suicides (film Sofia Coppola)
  • 2000 : Playground Love (seveniñ : Sofia Coppola ha Roman Coppola)
  • 2001 : Radio #1 (seveniñ : Alex & Martin)
  • 2001 : How Does It Make You Feel (seveniñ : Antoine Bardou-Jacquet / Ludovic Houplain)
  • 2001 : Don't Be Light (seveniñ : Jean-François Moriceau / Petra Mrzyk)
  • 2002 : Sexy Boy, Kelly Watch The Stars, All I Need, Le Soleil est près de moi, Playground Love, Radio #1, How Does It Make You Feel (DVD da vrudañ Everybody Hertz)
  • 2004 : Electronic Performers, Talisman, Don't be Light, People In The City, La Femme d'argent (DVD bonus Talkie Walkie)
  • 2004 : Cherry Blossom Girl (seveniñ : Kris Kramski)
  • 2004 : Surfing On A Rocket (seveniñ : Antoine Bardou-Jacquet / Romain Guillon)
  • 2004 : Alpha Beta Gaga (seveniñ : Mathieu Tonetti)
  • 2007 : Once Upon a Time (seveniñ : Mathieu Tonetti)
  • 2007 : Mer du Japon (seveniñ : Guillaume de La Perrière)

Tonioù advesket

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Air a implij tammoù sonerezh (sample e saozneg) bet krouet gant tud all :

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. 1,0 ha1,1 Magic! niverenn ispisial Air, miz Meurzh 2007
  2. 2,0 ha2,1 Magic! niv.18 miz Genver/miz C'hwevrer 1998 p46
  3. Lesieur, Jennifer: "Air de A à Z". L'Étudiant, 2002