Mont d’an endalc’had

Arigrap Pfalz

Eus Wikipedia
Arigrap Pfalz
Rann eusBrezel an Nav Bloaz Kemmañ
Lec'hPfalz Kemmañ
Kastell Heidelberg, distrujet gant ar C'hallaoued.
Ar jeneral Mélac, bourev Pfalz

Arigrap Pfalz, Eil freuzadeg Pfalz a vez lavaret eus darvoudoù 1689 e Pfalz en Alamagn, e-kerzh Brezel an nav bloaz. Ar freuzadeg kentañ a oa bet kaset en-dro 15 vloaz a-raok, e 1674, gant ar jeneral gall Henri de La Tour d'Auvergne.

E nevez-amzer 1689 e voe roet an urzh, gant ar roue gall Loeiz XIV, da lakaat freuz ha reuz e Pfalz evit « difenn ar Roen ». Lavaret e vez e oa ur fazi bras, rak kement-se a lakaas meur a briñs alaman da vont a-du gant an Impalaer santel roman katolik a-enep ar C'hallaoued.

Digarez o devoe ar C'hallaoued da ober freuz, evel e 1674, nemet kalz gwashoc'h, war urzh fraezh ar ministr François Michel Le Tellier de Louvois e 1689. En dro-mañ e voe graet freuz er c'hêrioù, ha n'eo ket war ar maez hepken. Kenderc'hel a reas ar freuz neuze betek 1693, goude marv Louvois.

An darvoudoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An dachenn ma voe graet freuz ha reuz e Pfalz gant an armeoù gall e 1688 ha 1689.

D'ar poent-se edo Bro-C'hall oc'h ober brezel da Impalaeriezh santel roman an Habsbourged hag o klask mirout ouzh enebourien nevez a sevel hag a zont da aloubiñ Elzas. Kavout a reas d'ar roue e oa ret skeiñ kreñv, hag urzh a roas da ober freuz ha reuz.
E miz Gwengolo 1688 e voe treuzet ar Roen gant an arme c'hall, hep disklêriadur brezel. Hag ar C'hallaoued ha mont betek Baden. Lakaet e voe seziz war Philippsburg : ur mizvezh e padas seziz Philippsburg, adalek ar 27 a viz Gwengolo betek an 30 a viz Here.
Adalek an 10 a viz Here 1688 e voe aloubet Pforzheim.
Kemeret e voe kêrioù Heilbronn, Heidelberg ha Mannheim d'an 10 a viz Du. Ar marichal Joseph de Montclar a roas urzh d'ar jeneral Ezéchiel de Mélac da chom en Heilbronn.
Adalek Heilbronn, etre miz Kerzu 1688 ha miz Meurzh 1689, e voe lakaet freuz ha reuz e Pfalz ha Wurtemberg, hag ivez e kêrioù Donauwörth, Marbach-am-Neckar ha Schorndorf.
Tangwallet e voe Pforzheim d'an 21 a viz Genver 1689.

Renet e oa ar brezel gant Louvois, ministr gall ar brezel, hag urzh a roas da gemer kastell Heidelberg. Lakaet e voe an tan e kêr d'an 2 a viz Meurzh[1]. Peurvuiañ e veze distrujet an eostoù er parkeier, lazhet ar chatal, distrujet ar c'hreñvlec'hioù. Amañ e voe graet gwashoc'h. Distrujet e voe kêrioù ha kêriadennoù, ilizoù ha pontoù, kaset an dud kuit[2]. : d'an 8 a viz Meurzh e voe tro Mannheim, ha Frankenthal goude, Worms, ha Spire, ma voe distrujet an iliz-veur, ha kêriadennoù all en tu all d'ar Roen.

D'an 31 a viz Mae e voe roet urzh gant Louvois da vombezañ kreñvlec'h Landskrone ha kêr Oppenheim. Kemend-all a voe graet en tu-mañ d'ar Roen e kêrioù Bretten, Maulbronn, Pforzheim (10-11 a viz Eost), Baden-Baden, ha re all.

Gant distruj Pfalz e savas an holl en Alamagn a-enep d'ar roue gall. Pierre Jurieu a skrivas neuze :

Ar C'hallaoued a veze lavaret anezho e oant ur vroad tud onest, denek, sevenaet, enebet o spered ouzh ar varbariezh ; ar Gall hiriv avat n'eo nemet un debrer-tud, daou dra heñvel e spered an amezeien[3].

Ouzhpenn an ali-se e laka ar briñsed alaman da vont a-du gant an impalaer santel ha da gemer perzh er brezel a-enep Bro-C'hall[4]. Menegiñ a c'haller barn Voltaire ivez :

An eil gwech e oa d'ar vro-gaer-mañ bezañ gwastet dindan Loeiz XIV ; met ar flammoù a oa bet lakaet gant Turenne da zeviñ div gêr hag ugent kêriadenn e Pfalz ne oant nemet fulennoù e-skoaz an tangwall-mañ. Heuget e voe Europa. An ofisourien a gasas al labour-se da benn a oa mezh enne o vezañ binvioù ar c'hrizderioù-se [...]. Ma vije bet gwelet an arvest gant ar roue e vije aet e-unan da lazhañ ar flammoù. Ar broadoù ha n'o devoa rebechet nemet e c'hoant a veli en ur estlammañ outañ a huchas neuze a-enep e grizded hag a damallas e bolitikerezh zoken : rak ma vije deuet an enebourien en e Stadoù, eveltañ e ti an enebourien, o dije pulluc'het e gêrioù. Da zoujañ e oa an dañjer-mañ: Loeiz, o lakaat kant mil soudard war an harzoù en doa desket da Alamagn ober strivoù heñvel.[5]

  1. Saveteet e voe kêr gant an annezidi, hag ur monumant zo bet savet en enor dezhe.
  2. Jean-Christian Petitfils op. cit. p.497
  3. Ernest Lavisse op. cit. p.752.
  4. Jean-Christian Petitfils op. cit. p.497.
  5. Le Siècle de Louis XIV, pennad XVI.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]