Freuzadeg Pfalz
- Arabat droukveskañ gant Arigrap Pfalz e 1689.
Freuzadeg Pfalz a vez lavaret a-wechoù eus ar freuz ha reuz lakaet e Pfalz, en Alamagn, e 1674, gant an armeoù gall dindan urzhioù ar jeneral Henri de La Tour d'Auvergne en amzer ar roue gall Loeiz XIV.
Un eil freuzadeg, anvet ivez arigrap Pfalz, a c'hoarvezas 15 vloaz goude, e 1689, war urzh ar ministr gall François Michel Le Tellier de Louvois e-kerzh Brezel an nav bloaz.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]C'hoarvezout a reas ar freuzadeg e-kerzh Brezel an Izelvroioù (1672-1678), etre ar roue gall Loeiz XIV ha Leopold Iañ an Impalaeriezh santel, impalaer german. Daou du a oa er brezel-se:
- Bro-C'hall, Bro-Saoz, Münster, Liège, Bavaria, Sveden en un tu,
- an Izelvroioù, an Impalaeriezh santel roman german, Brandenburg, Spagn en tu all.
En 1674 n'edo ket Turenne a-du gant doare-brezeliñ ar roue Loeiz XIV. Ar braz eus an arme a oa pe en Izelvroioù pe e Franche-Comté, tra ma edo Turenne, o klask derc'hel penn ouzh arme an Impalaeriezh santel roman german, en Elzas gant nebeud a dud.
Aon en devoa Turenne rak donedigezh soudarded an Impalaeriezh santel roman german en Elzas pe e bro Metz. Abalamour da se, e-lec'h gortoz hag en em zifenn, e kavas gwell mont d'ober brezel dezho en tu all d'ar Roen.
D'ar 14 a viz Mezheven e treuzas ar Roen eta hag e voe trec'h en emgann Sinsheim[1] d'ar 16 a viz Mezheven. Neuze e teuas kenkent war e giz da eveshaat darn vuiañ an arme impalaerel, staliet war lez ar stêr Mosel hag a c'halle, d'e soñj, aloubiñ Elzas.
D'ar 1añ a viz Gouhere e voe kemeret an armoù gant Dilenner Brandenburg a-enep Bro-C'hall. Gant Dieta Rastisbonna, bodadeg ar briñsed-dilennerien e voe diskleriet ar brezel da Vro-C'hall. Skoazell en doa kavetan impalaer santel, ne oa ket e-unan ken. An holl a vrezele bremañ a-enep ar roue gall.
Ha Turenne da dreuziñ ar Roen adarre e Philippsburg, d'an 3 a viz Gouhere 1674. Fellout a rae dezhañ trec'hiñ war armeoù an impalaer a-raok na vije bet bodet o nerzhioù. Ne deuas ket an taol da vat gantañ: lakaet e voe Bournonville da dec'hel, faezhet e voe penn a-raok an arme c'hall dirak Dünewald
Bournonville a oa repuet en hanternoz d'ar stêr Main, a glaske chom hep en em gannañ. Turenne arankas gortoz neuze. Nec'het e oa o soñjal e rankje mont gant 16 000 den da dalañ ouzh 40 000 enebour. A-raok en em dennañ en Bro-Elzas e felle dezhañ gwareziñ anezhi.
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gouzout a rae Turenne e oa soudarded an impalaer war var a vara hag a foenn, pa ne oa ket ar soudarded c'hall, dre ma oant pourvezet mat. Arme an impalaer a ranke klask o boued ha hini o c'hezeg war ar vro, ha se zo kaoz e tivizas Turenne lakaat freuz ha reuz e Pfalz evit o marnaoniañ[2].
Ur brezel all a vo etre ar roue Loeiz XIV ha Leopold Iañ : Brezel an nav bloaz (1688-1697). Digarez o devoe ar C'hallaoued da ober freuz adarre, nemet kalz gwashoc'h, war urzh fraezh ar ministr François Michel Le Tellier de Louvois en 1689. En dro-mañ e vo graet freuz er c'hêrioù, ha n'eo ket war ar maez hepken. Kenderc'hel a reas ar freuz neuze betek 1693, goude marv Louvois.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Jean Bérenger, Turenne, Fayard, 1987.
- François Bluche, Dictionnaire du grand siècle, Fayard, 1990, ar pennadoù Palatinat ha Ravage.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kan Les Dragon de Noailles : [1].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ John Childs, La guerre au XVIIe siècle, Autrement, Atlas des guerres, 2004, p. 172-173. E Sinsheim e voe an emgann (er gevred da Heidelberg), ha n'eo ket e Sinzheim (e-kichen Baden-Baden) evel a vez lavaret alies.
- ↑ Jean Bérenger, Turenne, p. 403.