Leopold Iañ an Impalaeriezh Santel
Neuz
(Adkaset eus Leopold Iañ an Impalaeriezh santel)
Leopold Iañ (9 a viz Even 1640 e Vienna–5 a viz Mae 1705 e Vienna), a oa impalaer santel, roue Alamagn, Hungaria, ha Bohemia
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab e oa da Ferdinand III. Aozet e oa en dije kargoù en Iliz, pa varvas e vreur henañ, roue Hungaria evel Ferdinand IV. Pennhêr e oa da 14 vloaz eta. Da 18 vloaz e voe anvet da Impalaer.
Bod a roas da briñsed Loren kaset kuit eus o dugelezhioù gant armeoù ar roue gall Loeiz XIV. Ur vignoniezh vras a voe etrezañ ha pennhêr kurunenn Loren, Charlez V.
Dimezioù ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Teir gwech e timezas:
- gant e geniterv spagnol Marc'harid Tereza Aostria (1651–1673) en doe pevar bugel:
- Ferdinand Wenzel (1667–1668)
- Maria Antonia Aostria (1669-1692), dimezet e 1685 da Masimilian II Emanuel Bavaria
- Johann Leopold (*/†1670)
- Maria Anna (*/†1672).
- gant Eleonore Magdalene von der Pfalz en 1676, ha dek bugel o doe:
- Joseph (1678-1711), a voe Impalaer santel,
- a zimezas en 1699 da Wilhelmine von Braunsweig-Lüneburg (1673-1742);
- Christine (1679-1679)
- Maria Elisabeth (1680-1741), gouarnerez an Izelvroioù aostrian,
- Leopold Joseph (1682-1684)
- Maria Anna (1683-1754), dimezet en 1708 da João V, roue Portugal, kenderv dezhi,
- Maria Terezia (1684-1696)
- Karl (1685-1740), a voe Impalaer santel, dimezet en 1708 da Elisabeth Christine von Braunschweig-Wolfenbüttel (1691-1750)
- Marie-Josèphe (1687-1703)
- Maria Magdalena von Österreich (1689–1743), mestrez-veur Urzh ar Groaz steredennet
- Marie-Marguerite (1690-1691)
- Joseph (1678-1711), a voe Impalaer santel,
Pennad kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En e raok: Ferdinand IV an Impalaeriezh Santel |
Impalaeriezh Santel Roman Leopold Iañ an Impalaeriezh Santel 1657 – 1705 |
War e lerc'h: Joseph Iañ an Impalaeriezh Santel |