Eleonore Magdalene von der Pfalz
Eleonore Magdalene Therese von der Pfalz, pe von Neuburg, pe von Pfalz-Neuburg, ganet e 1655 ha marvet e 1720, a oa ur briñsez alaman, deuet da vout Impalaerez santel (1705-1720) diwar he dimeziñ da Leopold Iañ an Impalaeriezh santel. Rouanez Bohemia ha Hungaria (1676-1705) e oa ivez, hag Arc'hdugez Aostria. Rejantez e voe 1711. Mamm-gozh e oa da Maria Theresia.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa e miz Genver 1655 e Düsseldorf ha marvet e 1720 e Vienna da 65 vloaz.
Merc'h e oa da Philipp Wilhelm von der Pfalz (1615-1690), kont Pfalz-Neuburg, Dilenner Pfalz, ha da Elisabeth Amalie von Hessen-Darmstadt (1635-1709). Ar bugel henañ e oa en ur ribitailh 17, en o zouez
- Marie-Anne von Neuburg, rouanez Spagn, dimezet da Carlos II Spagn (rouanez ar pezh Ruy Blas gant Victor Hugo,
- Marie Sophie von der Pfalz, rouanez Portugal, dimezet da Pedro II Portugal,
- ha Sophie, a zimezas da zaou zug Parma, ha mamm Elisabetta Farnese, rouanez Spagn.
Brudet e oa frouezhusted priñsezed Pfalz-Neuburg, ha klask a veze warne e lezioù Europa. Ne voe ket dislavaret ar vrud gant Eleonore.
Kurunennet e voe en 1689 gant arc'heskob Mainz, Anselm Franz von Ingelheim.
Chwitadenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1673, pa varvas an infantez Marc'harid Tereza Aostria, pried kentañ Leopold Iañ an Impalaeriezh santel e oa an impalaer etre daou: dibab da bried pe Eleonore pe Claudia Felizitas von Österreich-Tirol.
Ar priñs Wenzel Eusebius von Lobkowicz, kentañ ministr, a gave gwell e vije kemeret Eleonore. Klask a reas enebiñ ouzh an eured gant Claudia Felizitas, met aner e voe: diaes mont a-enep un dimeziñ gant ur briñsez eus an Tiegezh Habsburg.
Klask a reas an impalaerez nevez ober droug d'an den a oa bet prest d'he lakaat da goll ar gurunenn. Tamallet e voe dezhañ en em glevout e kuzh gant Bro-C'hall, ma voe bac'het e Ratnitz en Bohemia e1674.
Mervel a reas Claudia en 1676, hag Eleonore a zimezas neuze d'an Impalaer. Skoazellañ a reas bugale ar ministr kaezh, marvet er vac'h e 1677.
Pried hag impalaerez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Deol e oa Eleonore, ha karantezus ouzh he fried, a oa feal dezhi: ober a rae war e dro pa veze klañv. Ken skrivañ a rae gant ar c'hardinal italian Rannuzio Pallavicino, eus Bologna, dre hanterouriezh e sekretour Benenolla er bloavezhioù 1670.
He fried Leopold Iañ an Impalaeriezh Santel a dremenas un darn vras eus e vuhez oc'h ober brezel en desped dezhañ. Saveteiñ a reas Europa eus aloubadeg an Durked o devoa lakaet seziz war gêr Vienna gant skoazell arme e vreur-kaer, an dug Charlez V Loren, ha hini roue Pologn Yann III Sobieski, a voe trec'h war ar sezizerien d'an 12 a viz Gwengolo 1683 en emgann Kahlenberg. Neuze e krogas ar brezel dieubiñ a echuas en 1699 gant feur-emglev Karlowitz (en serbeg Sremski Karlovci), ma voe daskoret da gurunenn Hungaria-Kroatia broioù Slavonia, Syrmia, Bácska ha Banat, hag a oa bet aloubet gant Soliman le Magnifique er [[XVIvet kantved.
He bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimezet e oa Eleonore en 1676 d'an impalaer Leopold, ha dek bugel o doe:
- Joseph (1678-1711), a voe Impalaer santel
- a zimezas en 1699 da Wilhelmine von Braunsweig-Lüneburg (1673-1742)
- Christine (1679-1679)
- Maria Elisabeth (1680-1741), gouarnerez an Izelvroioù aostrian
- Leopold Joseph (1682-1684)
- Maria Anna (1683-1754), dimezet en 1708 da João V, roue Portugal, kenderv dezhi,
- Maria Terezia (1684-1696)
- Karl (1685-1740), a voe Impalaer santel, dimezet en 1708 da Elisabeth Christine von Braunschweig-Wolfenbüttel (1691-1750)
- Marie-Josèphe (1687-1703)
- Maria Magdalena von Österreich (1689–1743), mestrez-veur Urzh ar Groaz steredennet
- Marie-Marguerite (1690-1691)