Moselle (stêr)
Neuz
(Adkaset eus Mosel)
Ar Mosel (Mosel en alamaneg, Moselle e galleg, Musel e luksembourgeg) eo anv ur stêr a zo andoniet e Bussang, e 731 m uhelder e menezioù ar Vosges, kent redek dre Loren, dre Luksembourg ha kornôg Alamagn.
E Koblenz e tinaou ar Mosel er Roen.
Degerc'had
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kement ha "Meuse vihan" e talvez Mosel, diwar Mosa, ur ger keltiek, hag al lostger bihanaat latin -ela.
Un adstêr d'ar Meuse e oa ar Mosel gwechall e gwirionez, evel m'en diskouez an torosadur etre Toul ha Pagny, ma oa ar c'hember. Da vare ar ragistor e kemmas traoñienn en argrec'h da Doul, degerc'het ma voe gant ur froud a rede war-du an norzh, a zo red ar Mosel bremañ[1]
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ G. Bleicher (1901), La vallée de l'ingressin et ses débouchés dans la vallée de la Meuse, Annales de Géographie, 1901, levrenn 10, niv. 49, pp. 17-26 (fr)