Frankenthal
Frankenthal | |
---|---|
| |
Bro | Alamagn |
Stad kevredet | Rheinland-Pfalz |
Rannvro velestradurel | Frankenthal |
Poblañs | 46938 (2006) |
Gorread | 43.78 km² |
Stankter | 1073 /km² |
Uhelder | 96 m |
hed ha led | 49°32′ N 8°21′ E |
Kod-post | 67227 |
Kod-kelc'hiad | 06233 |
Kod plakenn-varilh | FT |
Maer | Martin Hebich (CDU) |
Lec'hienn | frankenthal.de |
Frankenthal a zo ur gêr e gevred Alamagn, er stad kevredet Rheinland-Pfalz.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Roud a gaver eus anv Frankenthal evit ar wech kentañ e 772. E 1119 e voe savet ur manati aogustinian eno. Hiziv an deiz ne chom nemet dismantroù anezhañ, anvet Erkenbertsruine, hag a c'haller gwelout e kreiz-kêr.
E-pad eil lodenn ar XVIvet kantved e teuas kalz tud eus an Izelvroioù, peogwir e oant heskinet abalamour d'o c'hredennoù relijiel. Arzourien hag ijinoulerien e oant, neuze ez eas war-raok ar gêr a-fet armerzh. Gant an arzourien e voe krouet skol Frankenthal (alamaneg : Frankenthaler Malerschule). E 1577 e voe lakaet Frankenthal da gêr gant ar c'hont Johann Kasimir.
Kreñvaet e voe Frankenthal e 1600. E 1621 e voe taget gant ar Spagnoled e-pad Brezel Tregont Vloaz, ha goude-se gant armeoù all. Distrujet e voe greanterezh hag armerzh ar gêr, hag a voe savet en-dro e 1682. E 1689 e voe distrujet ar gêr gant an tan gant an arme c'hall. E-pad ouzhpenn hanter kant vloaz e c'houzañvas ar gêr goude an darvoud-se.
E 1750, dindan ren an Dilenner (Kurfürst) Karl Theodor, e voe diorroet kêr Frankenthal a-fet greanterezh. Meur a labouradeg a voe digoret, ha plantet e voe gwez mouar a-benn gounit seiz. Ul labouradeg porselen a voe digoret e 1755, mont a reas en-dro betek 1800.
Aloubet e voe gant ar C'hallaoued e 1797, ha renet e voe gant Bavaria e 1816. War-raok ez eas an traoù a-fet greanterezh azalek 1859. Ar sinagogenn, hag a oa bet savet e 1884, a voe distrujet (plantet tan enni) e-pad Nozvezh ar Strink e 1938.
Tost holl greiz-kêr a voe distrujet e-pad ur vombezadeg e 1943. E 1945 e voe aloubet gant an Amerikaned da gentañ, ha gant ar C'hallaoued goude-se. Abaoe 1946 emañ Frankenthal el land Rheinland-Pfalz.
Kêrioù gevellet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Colombes, Frañs abaoe ar 26 a viz Here 1958
- Strausberg, Alamagn (Brandenburg) abaoe ar 16 a viz Here 1990
- Sopot, Polonia abaoe ar 17 a viz Ebrel 1991
Kenlabour:
Kêrioù kevredet:
Skeudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-
Dismantroù ar manati
-
Ilizoù
-
Wormser Tor
-
Tro-war-dro
Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |